1. — Ann ene mad. — Aotrou Doue, n’euz nemet ann den santel ha mad eo a ve evit beza bepred he galoun troet war-zu traou ann env ; n’euz nemet-han a hell beva hep doan, kouls lavaret, e-kreiz poaniou ar vuez-man. Ne d-eo ket dre leziregez eo ema o veva evel-se, dre eur c’hras a Zoue he-unan eo, dre eur c’hras a zo roet d’ann hini en deuz ar gwir frankiz a galoun hag a zo distag a-grenn dioc’h pep karantez direiz evit ann traou krouet.
2. — Va Doue mad-meurbed, ho pidi stard a rann d’am diwall dioc’h doaniou ar vuez-man, gant aoun na venn sparlet gant-ho. Va mirit dioc’h ezommou ar c’horf, gant aoun na venn touellet gant plijaduresiou ar bed ; mirit va ene dioc’h kemend a stourm out-han, gant aoun ive na venn trec’het gant ann doan ha na zeufenn da goueza.
Va mirit dioc’h ann traou a zo tud diskiant ar bed o c’hoantaat ker stard anezho. Oc’h-penn-ze e c’houlennann digan-e-hoc’h va miret ive dioc’h ar poaniou a wask war va ene, e-c’hiz ma vent eur malloz hag eur c’hastiz dleet d’ann holl dud. Va diwallit dioc’h ar poaniou-ze a vir ouz-in da gaout ar gwir frankiz a galoun ken aliez gweach ha ma fellfe d’in.
3. — O va Doue, c’houi a zo mad enn tu all d’ar pez a heller da lavaret, grit ma vezo c’houero evid-oun kement frealz a zeu a berz ar c’hik, o veza ma vir ouz-in da garet ar madou a bado da viken ; o veza, siouaz, ne baouez tamm da douella va ene enn eur ziskouez d’in plijaduresiou ar vuez-man.
O va Doue, arabad eo e venn trec’het gant ar c’hik na gant ar goad ; arabad eo e venn touellet gant ar bed na gant he vadou ne badont hirr amzer ; arabad eo e venn divarc’het gant ann drouk-spered na gant he droidellou.
Roit d’in ann nerz am euz ezomm evit derc’hel penn out-ho hag evit gouzanv heb en em glemm ; grit ma kendalc’hinn stard er mad. E leac’h ar frealzidigez a zeu digant ar bed, roit d’in ar frealzidigez dudiuz a zeu digant ho Spered-Santel ; hag e leac’h karantez ar bed, skuillit em c’haloun ar garantez evit hoc’h hano.
4. — Dibri, eva, en em wiska ha kement tra all a zo red d’ar c’horf, kement-se holl a zo eur beac’h pounner d’ann hini a zo karantez Doue enn he galoun. Grit n’am bezo ann traou-ze nemet a nebeudou, evit na zeuio ket va c’haloun da staga out-ho.
Arabad eo d’ann den lavaret ne fell ket d’ezhan kaout nep tra, o veza ma’z eo rankout d’ezhan maga he gorf ; ar pez a zo difennet dre ho lezen santel, va Doue, eo klask ar pez a zo enn tu all d’hon ezommou hag ann traou ne d-int mad nemet da rei plijadur d’e-omp ; rak, dre glask ann traou-ze, ar c’hik a zavfe a-enep hor spered. War gement-se, me ho ped, diskouezit d’in ann hent ; plijet gan-e-hoc’h va diski, gant aoun na zeufenn da ober netra enn tu all d’ar pez a zo dleet.
Pa weler peger stag eo kaloun ann den oc’h traou ar vuez-man, pa weler ar stad a ra ann dud euz a gemend a zell oc’h ann traou-ze, pa weler pegement e karont dastum madou evit ho c’haout da viken, piou a gredfe ec’h ouzont ema tost ho amzer diveza ? A-bred int da evesaat oc’h pep tra, ha ne ankounac’haont netra, netra nemet ann amzer da zont, ann amzer a bado da viken. Nep tro nag e nep kiz ne zonjont enn se, pe diana nemet a-wechouigou hag evel diwar neuz, goude en em rei d’ar plijaduresiou ha goude ober ho labouriou. Truezusa tra, siouaz ! Pegen dishevel eo ar skouer ho deuz bet digant ho Zalver ! Tremen en deuz great war ann douar evel eunn den divroet, evel eunn den a zistro diwar he hent evit ober eunn diskuiz. Setu a zo bet great gant hor Zalver !
Ann den o vont enn hent na gas ganthan nemet ar pez zo red hep-mui-ken. Evel-se eo rankout d’e-omp ober, pa vezomp o vont enn hent a gas d’ann env : a-walc’h e tle beza evid-omp ar pez a zo red hep-ken, ha neuze ne dleomp sellet oc’h ann traou all nemet evel oc’h traou a hell noazout ouz-omp, pe dihana, evel oc’h traou ne dalvezont netra. Na petra a zo red d’ann hini ne ra nemet tremen ? Eunn den a gerz enn hent, pa en deuz sec’hed a dosta he vuzellou ouz ar feunteun hag a ev ann dour a diz da genta ; azeza a ra goude e-kichen ar wezen dosta a gav hed ann hent. Goude beza tennet he alan, e sao adarre da vale. N’en deuz brasoc’h mall eget da vont da benn he hent buhana mac’h hello ; n’en deuz ken preder. Petra dalvezfe d’ezhan staga he galoun oc’h kemend a wel dre ma’z a ? Ne ra nemet tremen dre ar vro ha, Doue her goar, ne welo mui anezhi biken. Petra dalvezfe ’ta d’ezhan poania e-c’hiz ann hini a dle choum evit mad er vro-ze ?
Ni holl a zo war ann douar, ni a zo hevel oc’h ann den-ze. Na petra eo ann douar d’in-me, o va Doue ! Pe vern d’in-me, ar vro-man ne d-eo ket va bro ! Bez’ e rankinn he c’huitaat hep dale pell. Mont a rann da di va Zad, kemend a zo oc’h-penn ne d-eo netra. Petra eo d’in al labouriou hag ar boan gorf, gant ma’z inn d’al leac’h n’em euz c’hoant da gaout nemet-han ? Semplaat a ra va ene, ker braz eo he c’hoant ; va c’haloun ha va c’horf a drid gant levenez o c’hortoz ann Doue beo. Hoc’h aoteriou, Doue a bep mad hag a bep furnez, va Roue ha va Doue ! Hoc’h aoteriou !… Euruz ar re a zo o choum e ti ann Aotrou Doue.