Mont d’an endalc’had

Trede levr - XXVII

Eus Wikimammenn



SEIZVED KENTEL WAR-N-UGENT


Ar garantez en deuz ann den evit-han he-unan a gas anezhan pell dioc’h ar mad dreist pep mad.


————


1. — Jezuz-Krist. — Va map, red eo de-hoc’h rei holl evit holl ; arabad eo e ve enn-hoc’h netra d’e-hoc’h hoc’h-unan. N’euz netra er bed, kredit se, a gemend a rafe ouz-hoc’h mui a c’haou eget ar garantez hoc’h-euz ouz-hoc’h hoc’h-unan. Dioc’h ma karit eunn dra, dioc’h ma plij ann dra-ze d’e-hoc’h, e stagit ho kaloun out-hi muioc’h pe nebeutoc’h.

Mar bez glann ho karantez, mar bez eeun ha mad a bep hent, neuze e viot distag dioc’h pep tra. Na c’hoantait ket ar pez ne dleit kaout perz e-bed enn-han. Mirit n’ho pe ar pez a hell sparla ac’hanoc’h hag ho lakaat da zioueret ar gwir frankiz a galoun. Eunn dra hag am laka souezet-braz eo n’en em rofac’h ket d’in a greiz ho kaloun gant kement tra a hellit da c’hoantaat ha da gaout.

2. — Perak en em nec’hit-hu, perak en em likit-hu e poan evit traou ne dalvezont netra ? Grit ar pez a fell d’in ; neuze ne zigouezo drouk e-bed gan-e-hoc’h.

Mar klaskit ann dra-man pe ann dra-hont, mar c’hoantait beza aman pe ahont evit hoc’h eaz hoc’h-unan hag evit ho plijadur, ne vezo biken peoc’h e-bed evid-hoc’h, ne viot biken er-meaz a enkrez, rak e pep tra e kavot eunn abek-bennag, hag e pep leac’h e karot eur re-bennag oc’h enebi ouz-hoc’h.

3. — Ar pez a zo talvoudek evid-hoc’h ne d-eo ket eta kaout madou er bed-man na dastum e-leiz anezho ; ar pez a zo talvoudek eo ober fae war-n-ezho ha dic’hrisienna a-greun anezho euz ho kaloun. Ar pez a lavarann, evesait mad, ne zell ket hep ken oc’h ar madou hag oc’h ar pinvidigesiou, bez’ e sell ive oc’h ann enoriou a glask ann dud, oc’h ar meuleudiou a c’hoantaont da gaout, rak kement-se holl a dremen gant ar bed.

N’euz fors e pe leac’h e tiot, biken ne viot kuit a bep tu, ma n’hoc’h euz ket ar spered a wir feiz. Ar peoc’h a glaskit a-ziaveaz ne bado ket hirr amzer, ma ne d-eo ket diazezet stard enn eur galoun a zo e stad vad, da lavaret eo, ma n’oc’h ket harp war-n-oun. Mont ha dont a hellit hep na viot gwell goude-ze, rak kenta tro a zigouezo gan-e-hoc’h, e kavot ar poaniou hoc’h euz tec’het diout-ho, ha gwasoc’h poaniou c’hoaz.


PEDEN


Evit goulenn eur galoun c’hlann hag ive ar furnez a zeu euz ann env.


4. — Ann ene mad. — O va Doue, krevait ac’hanoun dre c’hras ar Spered-Santel, Grit ma vezinn, dre he nerz, dastumet muioc’h-muia enn-oun va-unan ; grit mac’h hellinn pellaat dioc’h va c’haloun ann holl nec’hamanchou n’int ket mad da gaout ; grit ma vezinn distag dioc’h kement c’hoant ha dioc’h kement tra zo, pe int-hi dister, pe int-hi talvoudek. Grit ma prizinn pep tra e-c’hiz traou a dremen, ha ma welinn ivez e tremeninn gant-ho, rak netra ne bad war ann douar. Kement a zo er bed ne d-eo nemet moged ha poan spered.

O ! na peger fur eo ann hini a briz ann traou er c’hiz-ze !

5. — Roit d’in, va Doue, ar furnez a zeu euz ann env, evit ma teskinn klask ha c’hoantaat ac’hanoc’h, evit ma teskinn ho kavout, ho kaout mad hag ho karet dreist pep mad ; evit ma teskinn, gant nerz ho furnez, prizout ann traou all dioc’h ma talvezont.

Roit d’in ar furnez evit ma pellainn dioc’h ann hini a veul ac’hanoun, ha ma c’houzanvinn a galoun vad ann hini a zo a-enep d’in, rak nep piou-bennag ne ra van e-bed euz a gomziou goullo ann dud, ann neb ne zelaou ket ar meuleudiou a billig ar galoun, hen-nez a zo fur braz-meurbed. Er c’hiz-ze eo ez a rag-eeun hag heb aoun dre ann hent m’ema eun-han.


EVIT HOR C’HELENN.


Kerkent ha ma teu ann den d’en em glask he-unan, e pella dioc’h Doue, ha rak-tal e sao ann enkrez enn he galoun ; rak ne zeu ket a-benn bep pred da gaout he c’hoantegesiou ; pe mar teu a-benn d’ho c’haout, e tistro eaz diout-ho evit trei oc’h re all. Kement-se a ziskouez ez eo ann den nec’het atao gant he wall ioulou, pe gant rebechou he ene, pe gant ann doan. C’hoantaat en deuz great beza pinvidik ha galloudek, kaout enoriou hag eunn hano kaer. Ann traou-ze holl, siouaz, ne zeuont da zibaot den hep kalz a boan ; dibaot a weach ive e vezont kavet enn eur galoun c’hlann. N’euz fors ! Setu ema ann den er penn huela e-touez tud ar bed ; pep tra en deuz bet dioc’h he c’hoant. Plijet gan-e-hoc’h goulenn digant ann den-ze, ken euruz war he venoz, plijet gan-e hoc’h goulenn digant-han hag hen en deuz he walc’h ; ne glevot gant-han nemet klemmou hag hirvoudou. Gouelit breman, tud pinvidik, eme ann Abostol, gouelit hag hirvoudit e-kreiz ar poaniou a zilammo war-n-hoc’h. Beva hoc’h euz great war ann douar e-kreiz ann dudiou hag ar plijaduresiou : larteet oc’h bet evit ann deiz ma varvot.

Dre-ze e welomp ervad ez eo ar madou a glaskomp gant kement a atiz, ez eo int-hi eo a skuiz ann ene hep rei d’ezhan he walc’h ; hag anez gras Doue, evel ma lavar Jezuz-Krist he-unan, ann ene a ia da goll war-lerc’h ar madou-ze. Enn enep, ann hini en em zilez a-grenn he-unan, ann hini ne gar nemet Doue hep-ken, hen-nez a vevo da viken enn eur peoc’h ar brasa. Oc’h-penn zo, karet a ra ive gouzanv poaniou, o veza ma kresk dre-z-ho he furnez hag he garantez c’hlann, hag o veza ma oar e teuio dudiou braz ann env war-lerc’h poaniou dister ar vuez-man. Gouzanvit eta hep klemm, ken na zeuio ann Aotrou Doue. O veza ma kred e vezo founnuz frouez ann douar, ann tiek a c’hortoz sioul glaoeier ann nevez-amzer ha re ann diskar-amzer. Ha c’houi ive, gortozit sioul, rak n’ema ket pell ann amzer ma teuio ann Aotrou Doue.