◄ Red eo e pep tra en em fisiout e Doue | Trede levr - XVIII | War ar pez a zo red da ober evit gouzanv pep dismegans ; penaoz ec’h anavezer ann hini a oar gouzanv heb en em glemm ► |
1.— Jezuz-Krist. — Evit ho silvidigez, va map, ez ounn deuet euz ann env war ann douar ; gwisket em eus ho poaniou, hep ma oa red d’in hen ober ; dre garantez evid-hoc’h eo em euz her great, evit ma teuot da zeski gouzanv sioul hag hep klemm holl boaniou ar vuez man. Rak abaoue ma c’haniz bete ma varviz war ar groaz, poan hep distag am euz bet.
Me am euz bet eunn dienez vraz euz a draou ar bed-man ; me am euz klevet aliez tud o tamall ac’hanoun ; me am euz gouzanvet sioul ar vez hag ann dismegans. Evit va mad-oberiou n’em euz kavet nemet tud dizanaoudek, o trouk-prezek va burzudou, o tamall va c’helennadurez.
2. — Ann ene mad — Aotrou Doue, o veza m’hoc’h euz gouzanvet a galoun vad kalz a boaniou hed ho puez, o senti evel-se ouz ar pez en doa gourc’hemennet ho Tad, dre-ze ez eo red d’in, pec’her reuzeudik ma’z ounn, gouzanv va foaniou heb en em glemm, hervez ma hoc’h euz lavaret ; evit va silvidigez eo red d’in ive dougen beac’h ar vuez kollidik-man, keit ha ma plijo gan-e-hoc’h.
Rak petra-bennag ma’z eo pounner beac’h ar vuez-roan, evelato e teu a-vreman da veza kalz skanvoc’h dre ho kras, dre ho skouer ha re ar Zent ; dont a ra ive da veza talvoudekoc’h d’ar re a zo sempl hag easoc’h d’ezho da dremen. Breman e kaver enn-hi kalz muioc’h a frealzidigez eget ne gavet enn amzer al lezen goz, d’ar c’houls ma’z oa serret dor ar Baradoz, d’ar c’houls ma’z oa tevaloc’h hent ann env ha ma’z oa ken-nebeut a dud a zalc’he stad euz a rouantelez Doue. Hag oc’h-penn zo, ar re a ioa neuze mad a bep hent hag a dlie beza salvet, ar re-ze ne oant ket evit mont da rouantelez Doue, ken n’ho pije c’houi gouzanvet ho kloasiou, ken n’ho pije c’houi prenet ann dud dre ho maro sakr.
O ! na pegement ne dleann-me ket ho trugarekaat, c’houi hoc’h euz prizet diskouez d’in ha d’ann holl Gristenien ann hent eeun ha mad a gas d’ho rouantelez a bado da viken. Rak ho puez a zo hon hent ; ann hini a c’houzanv hep klemm evel ar Zent, hen-nez a gerz war-zu enn-hoc’h-hu, va Doue, c’houi a zo hor c’hurunen. Ma na vijec’h ket eat enn hor raok war ann hent-ze, ma n’ho pije ket kelennet ac’hanomp, piou a zonjfe mont d’hoc’h heul ?
Nag a dud, siouaz, a choumfe pell adre, ma na ve ket ho skouer sakr dirak ho daoulagad ! Mar d-omp klouar goude gwelet ho purzudou, goude klevet ho kelennaduresiou, petra c’hoarvezfe ’ta gan-e-omp naa na vemp-ni ket sklereet, evel ma’z omp, da vont d’hoc’h heul rag-eeun ?
Buez ann den war ann douar ne d-eo nemet anken, dienez ha poan ; piou ne oar se ? Kastizet omp, eunn dra anat eo ; hag evel ma’z eo leal ha galloudek ann hini a gastiz ac’hanomp, n’omp ket, kaer hon euz, evit distrei ar boan diwar-n-omp. Er stad-ze, ann den a zo red d’ezhan kemeret etre daou : stourm out-han he-unan heb ober van e-bed euz ar poaniou, pe en em rei d’ar plijaduresiou evit distrei diwar he boaniou. Petra en deus-hen great? Klasket en deuz he eurusded e plijaduresiou ar c’horf hag e stambouc’h ar galoun ; hag o veza ne d-oa ket evit kaout ar pez ma’z edo o c’hedal, neuze en deuz goloet he benn hag en deuz lavaret : n’euz netra vad e-bed a-enep poaniou ar vuez.
Setu penaoz edo ar bed, pa oe klevet eur vouez o lavaret : euruz ar re a zo o ouela. Ann holl dud a zelaou ; souezet-braz int hep gouzout perak, ha gwelet a reont pegen euruz eo ar re a ouel. Neuze dioc’h tal ar groaz a zo stag out-hi Jezuz-Krist, ann den a boaniou, neuze dioc’h tal ar groaz e tired anezhi war ann dud kalz a frealzigez ne ouient araok hano e-bed anezho. Goloet gant eur c’houezen a c’hoad hag e-kreiz gloasiou he dremenvan, Jezuz en deuz lavaret : va ene a zo glac’haret bete mervel ; hag a-c’houde-vez, ann den war ann douar a oe laouen hed he vuez.
Ann hini en deuz eur gwir c’hlac’har enn abek d’he bec’hejou, ann hini en deuz ar gwir garantez, ar re-ze a glask ar poaniou, a gar hag a c’halv anezho ; enn amzer a-vreman e kav d’ezho ez eo re zibaot ar poaniou war ann douar. Pe seurt burzud a zo ’ta c’hoarvezet ? O Jezuz, Map Doue, sklereet hoc’h euz ar bed gant ho sklerijen, skuillet hoc’h euz ho kras war-n-ezhan ; hag ann den, goude skei diwar he hent, en deuz her c’havet adarre enn-hoc’h-hu a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez ; ann den en deuz anavezet, goude beza pec’het, n’oa netra vad all e-bed d’ezhan nemet ar binijen hag ar boan ; setu petra a zo c’hoarvezet. Neuze ann den en deuz lavaret enn eur zellet ouz ar groaz : gouzanv pe vervel.
Oan Doue, a lam pec’hejou ar bed, grit ma c’houzanvinn gan-e-hoc’h ; ha pa vezinn war va zremenvan, e-kreiz va foaniou diveza, grit ma varvinn enn eur zonjal a zevri er poaniou ho deuz digoret d’e-omp dor ann envou a ioa bet serret gant ar pec’hed.