Mont d’an endalc’had

Trede levr - XIX

Eus Wikimammenn




NAONTEKVED KENTEL.


War ar pez a zo red da ober evit gouzanv pep dismegans ; penaoz ec’h anavezer ann hini a oar gouzanv heb en em glemm.


1. — Jezuz-Krist. — Petra livirit-hu, va map ? Tavit ho klemmou o welet va gloasiou-me ha re ar Zent. N’hoc’h euz ket choaz enebet ouz ar pec’hed bete skuilla ho koad. Bihan dra eo ar pez a c’houzanvit e-kenver ar pez ho deuz gouzanvet ar re a zo bet temptet hag enkrezet ken aliez a weach, hag ho deuz gouzanvet ken aliez a boaniou.

Ne ankounac’hait ket eta poaniou braz ar re all ; easoc’h a ze e c’houzanvot ar re vihana a zeuio d’e-hoc’h. Mar kav d’e-hoc’h ne d-int ket euz ar re vihana, taolit evez hag e welot ne ouzoc’h ket gouzanv. A-hend-all, pe int-hi bihan, pe int-hi braz, ez eo red d’e-hoc’h poania evit ho gouzanv a galoun vad.

2. — Seul vui ma viot a du vad evit gouzanv ho poaniou, seul vui a ze e tiskouezot ez oc’h fur, seul vui a ze e tastumot madou evit ann env. Skanvoc’h e vezo neuze ho poaniou, pa viot boaz hag e doare vad da c’houzanv anezho.

Arabad eo d’e-hoc’h lavaret : N’ounn ket evit gouzanv ann dra-ze a berz ann den-ze ; ne oufenn gouzanv eur seurt tra, rak gaou a vraz en deuz great ouz-in, ha tamall a ra d’in traou n’int ket biskoaz deuet em spered : a berz eunn all avad e c’houzanvfenn ann dra-ze ha kemend a gavfe d’in a ve mad da c’houzanv.

Diskiant eo ann hini a gomz evel-se, rak ne daol evez e-bed pegemend a vad a zeu d’ezhan o c’houzanv ; ne daol ket evez ive gant piou e vezo digollet ; ne zell nemet ouz ann hini a ra drouk d’ezhan hag ouz ann dismegans en deuz bet.

3. — E gwirionez, ne oar ket gouzanv ann hini ne fell d’ezhan kaout poan nemet kemend ha ma kar hag a berz ann neb a blij gant-han. Neb a oar gouzanv e gwirionez ne zell ket a berz piou e teu ann drouk dezhan, pe ez eo a berz he vestr, pe a berz eunn den evel-d-han, pe a berz eunn den disteroc’h evit-han, pe a berz eunn den santel ha mad, pe a berz eunn den fall ha difeiz.

Hep sellet ouz ann dud, e c’houzanv gant anaoudegez-vad a berz ann holl, e-c’hiz pa ve a berz Doue, kement tra ha ken aliez tra fall a c’hoarvez gant-han, hag e kred ez eo kement-se talvoudek-braz evit-han. Rak pep poan, peger bihan-bennag e ve, a dalvez kalz, dirak Doue, pa vezer o c’houzanv anezhi evit-han.

4. — Bezit eta bepred e-tal da stourm, mar fell d’e-hoc’h beza treac’h. Ma ne fell ket d’e-hoc’h stourm, ne hellot ket gounit ar gurunen a vezo roet d’ar re a oar gouzanv hep klemm ; ma ne fell ket d’e-hoc’h gouzanv, ne fell ket d’e-hoc’h beza kurunet. Enn enep, mar hoc’h euz c’hoant da c’hounid ar gurunen, ez eo red d’e-hoc’h stourm kalounek ha gouzanv ho poaniou a galoun vad. N’euz ehan hep labour ; hep stourm ne vezer, ket treac’h.

Ann ene mad. — Aotrou Doue, grit mac’h hellinn ober dre ho kras kement tra n’ounn ket evit ober, a gav d’in, dre-z-oun va-unan. C’houi a oar ne hellann gouzanv nemeur a dra, c’houi a oar e fallaann buhan, pa c’hoarvez gan-en ann distera enkrez. Ra zeuinn da garet ha da c’hoantaat, evit hoc’h hano santel, kement poan ; kemend enkrez a zigouezo gan-en ; rak talvoudek-braz eo evit silvidigez va ene gouzanv poaniou ha beza gwall-gaset evid-hoc’h.


EVIT HOR C’HELENN.


Mar kavomp aliez abek da c’houzanv a berz ar re all, aliez ivez e roomp abek d’ezho. Dre-ze eo e lavare ann Abostol sant Paol : dougit ann eil beac’h egile, ha neuze e vezo sevenet lezen Jezuz-Krist. — Breman me ho klev o lavaret : eur seurt traou a zo diez ho gouzanv. — Gwel a ze ; talvezout a reot muioc’h dirak Doue. Evit se eo e ro Doue he c’hras d’e-omp, evit mac’h hellimp ober dre-z-hi ar pez ne d-eomp ket evit ober dre-z-omp hon-unan. Hag oc’h-penn zo, petra a c’hoarvez gan-e-hoc’h ha ne ve ket bet gwelet araok gant Doue ha gourc’hemennet gant-han ? Ann hini eta a c’houzanv he boan a galoun vad, hen-nez a zent sioul oc’h gourc’hemennou Doue ; ann neb avad ne fell ket d’ezhan ober evel-se, hen-nez a zo he vuez enkrez ha poan hed-da-hed. Rak piou, goude enebi oc’h Doue, piou eo hen-nez a zo bet e peoc’h ? E gwirionez, red eo da Zoue beza trugarezuz-meurbed enn hor c’henver ! Ho tourn war ho kaloun, livirit d’in : Doue ha n’en deuz-hen ket netra e-bed da c’houzanv euz ho perz, n’en deuz-hen abek e-bed da gaout trugarez enn ho kenver ?

Ia, ann Aotrou Doue a gar gouzanv a berz ann dud, ann Aotrou Doue a zo trugarezuz-meurbed ; gouzanvomp eta a galoun vad a berz ar re all. Ann den, pa oar gouzanv, a dal muioc’h evit ann den kre ha galloudek ; ann hini a ra d’he galoun plega, a dal muioc’h evit ann hini a ziskar ar c’hestel-brezel. Tavet em euz, eme ar Profed David o kana diwar benn gloasiou Jezuz-Krist, tavet em euz ha n’em euz lavaret ger. Ar Profed Izai a lavare : Sioul e oa evel m’az eo ann oan dirak ann hini a douz anezhan.

Piou a gredfe goude-ze en em glemm, piou a gredfe mont drouk enn-ban ha gwall-ober e-kenver ar re ho deuz drouk-c’hreat enn he genver ? O Jezuz, bezit hor skouer. Desket hoc’h euz d’e-omp lavaret da Zoue : distaolit diwar-n-omp hor pec’hejou evel ma tistaolomp anezho diwar ar re ho deuz gwall-c’hreat enn hor c’henver. Setu ar pez a c’houlennomp bemdez, setu ar pez a leveromp bemdez. Gwaz a ze, siouaz, d’ann hini a zo gaou he beden !