Mont d’an endalc’had

Trede levr - XLVIII

Eus Wikimammenn



EIZVED KENTEL HA DAOU-UGENT.


War vuez ar re euruz ha war boaniou ar vuez-man.


————


1. — Ann ene mad.— Nag hi a zo euruz ar re zo o choum e rouantelez Doue ! O dervez sklear-meurbed a bado da viken ! Dervez n’euz noz evit hen tevalaat ! Dervez zo sklereet atao gant ar wirionez dreist-holl ! Dervez euruz bepred ! Dervez hep poan e-bed, hag a vezo bepred ann hevelep hini !

Plijet gant Doue e ve deuet ann deiz-ze ha ne ve mui netra euz a gement a ia gant ann amzer ! Ema breman ann deiz-ze o lugerni evit ar Zent, ha lugerni a raio evit-ho da viken. Evid-omp-ni, siouaz, ni zo c’hoaz war ann douar, ni ne welomp ken anezhan nemet a ziabell hag evel dre eur mellezour.

2. — Ar re euruz enn env a oar petra eo ann deiz euruz-ze ; bugale Eva war ann douar a hirvoud pell dioc’h ho bro, o veza ma’z eo ho buez c’houero ha kasauz d’ezho. Deisiou ar vuez-man a zo berr, n’int nemet anken, poan hag enkrez. Hed he vuez, ann den a zo saotret gant eur spount a bec’hejou, dalc‘het gant eur maread a dechou fall, nec’het gant aoun rak kalz a draou, ha karget a zoaniou. Distroet eo he spered gant he c’hoant da anaout pep tra, dallet eo gant kalz a faltaziou hag a fals-kredennou ; plega a ra dindan he veac’h-labour, gwastet eo gant he zrouk-ioulou, dinerzet eo gant ar plijaduresiou hag enkrezet gant ann dienez.

3. — Pegouls e paouezo ann holl boaniou-ze ? Pegouls e vezinn-me dibreder e kenver sujedigez ann techou fall ? Peur e teuio ann amzer, o va Doue, n’am bezo ken sonj nemet enn-hoc’h hep-ken ? Peur ec’h hellinn-me en em laouenaat enn-hoc’h a greiz va c’haloun ? Peur e vezinn-me dishual-kaer ? Peur em bezo-me ar gwir frankiz a galoun ? Peur e vezinn-me er-meaz a bep poan-spered hag a bep poan-gorf ?

Peur e teuio ar gwir beoc’h, ar peoc’h ne zisteraio biken ? Pegouls em bezo-me em diabarz hag em diaveaz eur peoc’h stard a bep tu ? O va Jezuz c’houek ha mad, peur ec’h hellinn-me ho kwelet ? Peur ec’h hellin-me gwelet gloar ho rouantelez ? Peur e viot-hu d’in pep tra e kement zo ? Peur e vezinn-me enn ho kichen ebarz ar rouantelez a zo bet savet gan-e-hoc’h a viskoaz evit ar re hoc’h euz karet muia ?

Paour keaz divroad m’ az ounn ! Dilezet ounn bet war ann douar, enebourien tro-war-dro d’in, brezel atao hag a bep tu, poaniou braz o staga ouz-in.

4. — Plijet gan-e-hoc’h va frealzi, den divroet ma ’z ounn, siouaz d’in ! Plijet gan-e-hoc’h terri nerz va foaniou, o veza ma ’z a war-zu enn-hoc’h kemend a c’hoanta va c’haloun ; rak kement tra a zigas ar bed evit va frealzi, a zo beac’h evid-oun. Me a c’hoanta beza a-unan gan-e-hoc’h evit ar gwella, ha n’ounn ket evit dont a benn a ze, kaer am euz.

Me garfe en em rei holl da draou ann env ; hogen traou ar bed hag ive va gwall-ioulou digastiz a ra d’in plega war-zu ann douar. Dreist pep tra krouet, e karfenn sevel va spered war-zu ann env ; hogen ar c’hik, kaer am euz, a ra d’in sujea d’ezhan. Er c’hiz-ze, den reuzeudik ma’z ounn, ez euz atao brezel em c’hreiz hag em euz drouk ouz-in va-unan, rak endra ma c’hoanta va spered sevel, ar c’hik ne glask nemet ann traou izel ha displet.

5. — Nag a boan am euz-me ! Pa fell d’in sevel va ene war-zu traou ann env, setu e teu rak-tal ar c’hik ha kement zo oc’h he heul, d’am distrei dioc’h va feden. O va Doue, na bellait ket diouz-in, na zilezit ket ho servicher pa vez drouk enn-hoc’h. Strinkit ho luc’hed, skubit ar fallaziou a wask ac’hanoun, tennit ho pirou evit ma’z ai e-biou d’in va enebour hag he droidellou.

Plijet gan-e-hoc’h trei etrezek enn-hoc’h va ene ha kement zo enn-oun, grit mac’h ankouanac’hainn kement tra zo er bed, grit ma tisprizinn ha ma pellainn diouz-in ann holl faltaziou a zigas ann techou-fall. Gwirionez a zo a viskoaz hag a vezo da viken, roit d’in nerz, enn aoun na zeufenn da veza trechet gant nep seurt traou gwan. O va Doue, dudi ann eneou, deut enn-oun hag e tec’ho dira-z-oc’h kement tra louz a zo.

Ho pezet truez ouz-in, plijet gan-e-hoc’h ive kaout trugarez em c’henver, kelliez gweach ma savo em spered, e-pad va fedennou, eunn dra all-bennag ha n’eo ket choui eo ; rak ansao a rann e gwirionez ez ounn dievez-meurbed, dre voaz, e keit ha ma pedann Doue. Aliez a weach ne vez ket va spered el leac’h ma vez va c’horf azezet pe enn he za ; bez’ e vezann peurliesa el leac’h ma’z ounn douget gant va sonjezonou.

El leac’h m’ema va spered, emoun ive ; hag el leac’h m’ema ar pez a garann, eno e vez peurliesa va spered. Kenta tra a zeu em spered eo ar pez ounn douget da garet hag ar pez a zo boaz da blijout d’in.

6. — O Gwirionez santel, dre’n abek-ze hoc’h euz lavaret sklear : El leac’h m’ema ho tensor, ema ive ho kaloun.

Mar karann ann env, va spered a dro eaz war-zu traou ann env. Mar karann ar bed, e vezann laouen pa vez euruz ar bed, e vezann keuziet pa ne vez ket euruz. Mar karann ar c’hik, va spered a vez touellet aliez gant ar pez a hillig ar c’hik. Mar karann ar spered, eunn dudi eo evid-oun sonjal enn traou a zell oc’h ann ene ; rak komz a rann a galoun vad euz ann traou a garann, ha klevet laouen a rann ive ar re a gomz anezho, hag ar sonj euz ann traou-ze a ia d’am heul e pep leac’h.

Euruz eo ann den a brenn dor he galoun oc’h ann holl draou krouet, dre garantez ouz-hoc’h, Aotrou ; euruz eo ann hini a stourm out-han he-unan ha, dre nerz he spered, a voug enn he galoun holl c’hoantegesiou fall ar c’hik. Euruz eo ann hini a ra kement-se holl evit mac’h hello he ene glann kinnig d’e-hoc’h, Aotrou, he beden zantel. Euruz eo ann hini a ra kement-se evit mac’h hello mont gant ann Elez da gana ho meuleudiou, va Doue, goude en em zistaga enn he ziabarz hag enn he ziaveaz dioc’h kement tra a zo krouet.


EVIT HOR C’HELENN.


Ar c’hlenvejou, ann ankeniou, ar poaniou, ann temptasionou, ar c’hoant hon doug, kaer hon euz, da glask ann euruzded ne gavomp ket anezhi war ann douar ; kement-se holl a ra d’e-omp, dalc’h mad, kaout sonj euz ann amzer euruz-ze a bado da viken. Eno neuze, dioc’h ma tesk d’e-omp ar Feiz, ni hor bezo Doue he-unan, ni hor bezo ar gwir beoc’h hag ar mad dreist pep mad, ar mad a bado hep paouez, ar mad a c’hoantaomp gant holl nerz hon ene. Setu perak ar Zent a skuill daelou druz enn eur zonjal er chadennou pounner a zalc’h c’hoaz anezho war ann douar ; setu perak ann Abostol sant Paol a lavar : Me garfe e venn distag dioc’h va c’horf ; evit ma’z afenn gant Jezuz-Krist. Neuze ne vezo mui na aoun, na daelou, na stourm ; neuze e vezimp treac’h hag euruz evit mad. Mar tridomp gant levenez pa zeu enn hor c’haloun eunn elven hep-ken euz ar Wirionez dreist-holl, petra na raimp-ni ket pa welimp anezhi o strinka stank he lugern enn-dro d’e-omp ? Mar d-eo ker mad d’hor c’haloun kaout karantez er vuez-man, peger mad ’ta ne vezo ket, pa hellimp terri hor sec’hed ebarz ar feunteun a garantez.

Ia, Aotrou, me garfe e venn distag dioc’h va c’horf evit beza gan-e-hoc’h da viken. Ar sonj-ze, hep netra ken, a ra vad d’am c’haloun ; er sonj-ze eo ema va buez. Na petra eo ar bed evid-ounn ? Na petra en deuz-hen da rei d’in ? Pa’z edoun gant ar re a ioa o choum e Sedar, va ene a ioa divroad enn ho zouez. Ho rouantelez, o va Doue, ho rouantelez ; n’euz evid-oun leac’h all e-bed da choum enn-han. Grit ma’z aio di ar paour keaz divroad-man, ha neuze e veulo ho trugarez da viken.