◄ Diwar-benn ann nerz euz a garantez Doue | Trede levr - VI | Red eo kuzet ez vuel enn hon ene ar grasou a zeu d’e-omp digant Doue ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, ho karantez ne d-eo ket c’hoaz na kre na fur a-walc’h.
Ann ene mad. — Perak, Aotrou Doue ?
Jezuz-Krist. — O veza ma tistroit dioc’h ar pez emoc’h oc’h ober, pa c’hoarvez gan-e-hoc’h ann distera enebiez, hag o veza ma fell d’e-hoc’h beza frealzet re vuhan.
Ann hini en deuz ar gwir garantez, hen-nez a zo stard oc’h ann temptasionou, ne ra fors euz a atizou nag euz a droidellou ann drouk-spered. Evel ma plijann dezhan, pa c’hoarvez pep tra hervez he c’hoant, ne zisplijann ket ive d’ezhan, pa stag ar boan out-han.
2. — Ann hini en deuz ar gwir garantez ne zell ket oc’h ar pez a zo roet d’ezhan gant he Vuia-Karet, kemend ha ma sell oc’h karantez ann hini a ra vad d’ezhan ; bez’ e sell oc’h ar garantez kent eget oc’h ar pez a vez roet ; gwelloc’h e kav he Vuia-Karet evit kemend a ro. Neb am c’har leiz he galoun ne zell ket oc’h ar pez a roann d’ezhan, ne zell nemet ouz-in, o veza ma’z ounn gwelloc’h eget kement a roann.
Na gredit ket koulskoude e ve kollet pep tra, mar tigouez d’e-hoc’h a-wechou kaout, evid-oun pe evit ar zent, nebeutoc’h a garantez eget na garfac’h ho pe. Ar garantez-ze tener ha mad hoc’h euz gweach a vez, a ziskouez ema breman va gras enn ho kaloun ; eur seurt c’houez vad eo a zeu d’e-hoc’h euz a zudiou ann env. Arabad eo d’e-hoc’h koulskoude en em fisiout re war-n-ezhi, rak mont a ra kuit evel ma teu.
Enn enep, n’euz netra a gemend a ve ken talvoudek d’ann den, n’euz netra a gemend a ziskouezfe en deuz eur gwir feiz, evel ma ve stourm oc’h drouk-ioulou ann ene hag ober fae euz a atizou ann drouk-spered.
3. — N’ho pezet ’ta nec’h e bed pa zeu enn ho Spered n’euz fors pe seurt menoz-bennag. Dalc’hit mad d’ar pez hoc’h euz lavaret, ha grit ma vezo eeun ho sonjezonou dirak Doue. Na gredit ket e vec’h luziet e rouejou ann drouk-spered, mar d-oc’h savet a-wechou hag enn eunn taol krenn, mar d-oc’h savet a spered war-zu ann env, ha mar tistroit rak-tal goude d’ar menosiou fall a douel peurliesa ho kaloun ; rak ho gouzanv a rit enep-d-hoc’h kentoc’h evit na glaskit anezho. Keit ha ma tisplijont d’e-hoc’h ha ma talc’hit penn out-ho, neuze ec’h en em zavit e leac’h koueza.
4. — Gouezit ervad penaoz ann drouk-spered, hoc’h enebour a-vepred, a laka he holl boan da vouga ho menosiou mad enn ho kaloun ha d’ho tistrei dioc’h ar pez a zo gourc’hemennet gant ar feiz ; me lavar e laka he holl boan evit miret ouz-hoc’h da enori ar zent, da brederia war va gloasiou ha war va maro, da zonjal a-zevri eun ho pec’hejou, da deurel evez war ho kaloun ha da viret na gemerfac’h ar menoz stard da vont war gresk er mad.
Ober a ra da gant menoz fall dilammet enn ho spered evit enkrezi ha skuiza ac’hanoc’h, evit ho tistrei dioc’h ar beden ha dioc’h al levriou santel. Ann den izel a galoun, oc’h ansav he bec’hejou, a zisplij d’ann aerouant, ha mar gallfe he-man e tistrofe anezhan dioc’h ar goumunion. Na gredit ket d’ezhan, na rit van anezhan petra-bennag e stign aliez rouejou d’e-hoc’h.
Tamallit d’ezhan ann drouk-ioulou hag ar viltansou a zigas d’e-hoc’h ha livirit d’ezhan : Tec’h pell diouz-in, drouk-spered louz, rusia a dlefez gant ar vez, fallakr ma’z oud ! Na te zo louz hag hudur, pa c’houezez eur seurt komziou em diskouarn-me ! Pella diouz-in, toueller milliget, n’ez pezo lod e-bed em c’haloun. Jezuz eo a vezo em c’hichen e-c’hiz d’eunn den-a-vrezel kalounek-meurbed ; evid-oud-te, te vezo goloet a vez. Gwell eo gan-en mervel ha gouzanv pep seurt poaniou, eget plega d’ar pez a fell d’id.
Tav ’ta ha ro ar peoc’h, ne zelalouinn mui ac’hanod hiviziken, ha pa zigasfez d’in poaniou hag enkrez. Ann Aotrou Doue a zo va sklerijen ha va silvidigez, rak piou am be-me aoun ? Ann Aotrou Doue a zo o tiwall va buez, dirak piou e krenfenn-me ? Ha pa zavfe em enep tud sternet a vagad, va c’haloun ne defe aoun e-bed. Ann Aotrou Doue a zo va skoazel ha va Zalver.
5. — Stourmit kalet e-c’hiz d’eunn den kalounek, ha mar teuit da goueza a-wechou dre zempladurez, savit goude gant muioc’h a nerz eget kent, ho pezet fisians e teuio d’e-hoc’h grasou puilloc’h. Diwallit dreist-holl n’en em garfac’h re hoc’h-unan ha na c’houezfe ho kaloun gant rogentez.
Dre’n abek-ze kals a dud a sko war ann hent fall hag a zeu da veza dall, ken dall ha n’int ket evit beza pareet, kouls lavaret. Ra viot-hu bepred war evez hag izel a galoun enn eur welet o koueza ann dud rok-ze en em brize re ho-unan.
Ne d-aint ket da rouantelez ann envou ar re holl a lavar : Aotrou, Aotrou Doue ; ann hini avad a ra evel ma fell d’am Zad a zo enn env, hen-nez a ielo ebars rouantelez ann envou. Dioc’h ann oberiou eo e vez anavezet ar gwir garantez. Ar gwir garantez a zo bepred dare da blega d’ar gourc’hemenn ; morse ne laoska, morse n’en em zigalouneka tamm. Pa vez anken pe levenez, pa vez poan pe frealzidigez, n’euz fors, meuli ha trukarekaat a ra ann hini a sko hag a bare evel ma kar, hep na oar den penaoz. Pa zeu ann demptasion, ar gwir garantez a zalc’h penn out-hi, stourm sioul a ra, o veza ne deuz fisians e-bed enn he ners he-unan hag o veza ne gred ket e teufe da veza treac’h nemet gant ners ann Aotrou Doue. Mar bez trec’het a-wechou, e sao rak-tal hep beza divarc’het ; doaniet eo, evit gwir, hag evelato n’en em zigalouneka ket. Evit-han da gaout eur c’hlac’har vraz, ann hini en deuz ar gwir garantez a zo e peoc’h he ene, o veza m’ema he galoun hep rogentez e-bed. Mar teu da fazia, en deuz anken hep spount. Gouzout a ra ez eo bresk ha sempl ; dre’n abek-ze ne baouez da ouela, leun a fisians e gras Doue a skoro anezhan mar talc’h mad d’ezhi. Distag dioc’h ann douar, distag dioc’h traou goullo ar bed a zo hanvet madou gant ann dud, petra a fell d’ezhan ? Ar pez a fell da Zoue, ne c’hoanta netra all e-bed. Pa dec’h he Vuia-Karet, pa’z a diout-han d’ar c’houls ma’z eo muia euruz, e leac’h en em glemm e nep kiz, ec’h ansao n’ema ket e stad vad evit he zigemeret, ha dre ma tiouer anezhan, e teu he galoun da veza glann ha birvidikoc’h-birvidika.
O va Jezuz, na peger kaer eo ann henchou a ziskouezit d’ar re ho kar, d’ar re a zo hitik ac’hanoc’h ! A-wechou e kargit ho c’haloun a euruzded, a-wechou all e lezit anezho e-kreiz ho daelou. Ho gervel a rit hoc’h-unan a-wechou, hag a-wechou all pa c’halvont ac’hanoc’h, e rit ar skouarn vouzar. Setu ar pez a rit d’ar re ho kar hag a zo karet gan-e-hoc’h. Ha pa vezont neteet, ann eneou dibabet-ze en em zistag neuze a nebeut da nebeut dioc’h liammou ho c’horf, sevel a reont war-zu enn-hoc’h ha, dre ma kresk ho c’harantez, e vezont douget beteg ann env. Eno ho kwelont sklear evel m’emoc’h. Nag a levenez d’ezho neuze, nag a zudi, nag a euruzded evit mad ! Satiabor cum apparuerit.