Mont d’an endalc’had

Trede levr - V

Eus Wikimammenn


PEMPVED KENTEL.


Diwar-benn ann ners euz a garantez Doue


1. — Ann ene mad. — Ho meuli a rann, va Zad pehini a zo enn env, Tad va Aotrou Jezuz-Krist, o veza ma hoc’h euz prizet kaout souj ac’hanoun-me, paour keaz. O Tad trugarezuz, Doue a bep frealzidigez, ho trugarekaat a rann, c’houi a zeu a-wechou d’am frealzi, daoust n’am euz great netra vad evit kaout frealz digan-e-hoc’h.

Euz a viskoaz da viken ho meuli a rinn bepred hag ive ho Map hag ar Spered-Santel a zo frealz ar re baour. O va Doue, va Aotrou, va c’harantez santel, pa viot deut em c’haloun, kement a zo enn-oun a drido gant levenez. C’houi a zo va gloar ha levenez va c’haloun, c’houi a zo va fisians, ha pa zeu ann enkrez war-n-oun, e troann war-zu enn-hoc’h.

2. — Siouaz d’in, o veza ma’z eo c’hoaz dister va c’harantez, o veza ma’z ounn pell dioc’h stad huela ar zantelez, ez eo red d’in beza kreveet ha frealzet gan-e-hoc’h. Deut eta aliesoc’h daved-oun, deut d’am c’helenn hervez ho lezen zantel. Va mirit dioc’h ann drouk-ioulou, pellait dioc’h va c’haloun pep karantez fall hag ive ar gwall dechou, evit ma vezo va ene iac’h ha neat, evit mac’h hellinn ho karet evel ma’z eo dleet, evit ma vezinn kalounek oc’h ar poaniou ha stard er mad.

3. — Jezuz-Krist. — Ar garantez a zo eunn dra vraz hag eur mad dreist pep mad ; dre ar garantez hep-ken eo e teu da veza skanv ar pez a zo pounner ; dre ar garantez e teu ann den da c’houzanv, keit-ha-keit, kemend a c’hoarvez gant-han, rak ar garantez a zoug he beac’h hep poan e-bed ; dre-z-hi e teu da veza c’houek ha mad ar pez a zo chouero.

Karantez Jezuz a zo huel-meurbed hag a laka ann den da ober traou kaer ha da c’hoantaat bepred ann traou santela. Ar garantez a fell d’ezhi sevel, d’ann neac’h ; ne fell ket d’ezhi beza sparlet gant netra zo dister hag izel. Ar garantez a fell d’ezhi beza diere a-grenn ha beza distag dioc’h pep karantez er bed-man, gant aoun na ve luiet he ners enn-hi he-unan, eun aoun na ve sparlet gant madou ann douar, enn aoun na ve trec’het gant eur boan-bennag.

Enn env kouls ha war ann douar n’euz netra dudiusoc’h, netra krevoc’h, netra hueloc’h, netra brasoc’h, netra c’houekoc’h nag a bep hent netra gwelloc’h eget ar garantez, rak dont a ra digant Doue, rak ne hell nemet e Doue hep-ken kaout he diskuiz dreist kement zo krouet.

4. — Redek ha nijal a ra ann hini en deuz ar gwir garantez ; euruz eo, distag eo dioc’h pep tra, netra n’hen dalc’h. Rei a ra pep tra evit pep tra, ha pep tra en deuz e kement zo, o veza n’en em harp nemet war ar mad dreist pep mad, ar mad-ze a zeu hag a zired pep mad anezhan. Ne zell ket oc’h ar pez a vez roet d’ezhan ; en em zevel a ra, dreist ann holl vadou, etrezek ann hini a ra vad d’ezhan.

Ar garantez, gweach zo, ne deuz na kemm na ment, birvi a ra dreist he barr leun. Ar garantez ne gav netra pounner, ne zell ket oc’h ar poaniou ; muioc’h a fell d’ezhi da ober evit na hell ; ne ra nep digarez e ve netra dreist he ners, o veza ma kred ec’h hell pep tra ha n’euz netra miret out-hi.

Dre’n abek-ze, ann hini en deuz ar gwir garantez a hell ober pep tra ; dre’n abek-ze e ra meur a dra hag e kas anezho da benn kaer. Ann den avad n’en deuz nep karantez, ne d-eo ket evit ober evel-se, o veza ma teu da zemplaat ha d’en em zigalounekaat. Ar garantez a zo bepred war vale, dre ma kousk ema dihun, evit labourat ne skuiz ket ; hag hi enk war-n-ezhi, war-n-ezhi ne ket striz ; ne d-eo ket reustlet hag hi er spount. Hevel eo oc’h eur flamm beo, oc’h eur c’houlaouen sklear, e sao d’ann huel hag en em strink war-eeun.

5. — Ann ene mad. — Ann hini en deuz ar gwir garantez. hen-nez a gleo mouez ar garantez. Eur griaden skiltr eo, eur griaden a ia bete diskouarn ann Aotrou Doue, pa lavar ann ene gant eur garantez birvidik : Va Doue, va c’harantez, c’houi a zo d’in ha me a zo holl de-hoc’h. Grit ma kresko va c’harantez evit ma teskinn gouzout beteg e gweled va c’haloun, pegen dudiuz eo ho karet, pegen dudiuz eo beza teuzet enn ho karantez ha beza war neunv enn-hi.

Ra vezinn tennet dre ar garaatez, ra vezinn savet dreist-oun va-unan dre eur garantez hag eunn estlamm braz-meurbed. Ra ganinn ar ganaouen zantel euz ar garantez, ra’z inn d’hoc’h heul d’ann env, o va muia-karet ; ra zeuio va ene da dridal gant ar garantez, ra zeuio da gana ho meuleudiou keri na fallaio. Grit ma ho karinn muioc’h eged-oun va unan, grit n’en em garinn va-unan nemet evid-hoc’h-hu hep-ken, grit ma karinn enn-hoc’h kemend hini ho kar e gwirionez, evel ma’z eo gourc’hemennet dre lezen ar garantez a zeu digan-e-hoc’h.

6. — Jezuz-Krist. — Ar garantez a zo buan, leal, leun a zoujans Doue, c’houek, kre, gouzanv a oar ; ar garantez a zo feal, fur ha kalounek ; n’en em glask morse he-unan. Rak, dal m’en em glask he-unan, ann den a voug ar garantez enn he galoun.

Ar garantez a zo evesiant, izel ha gwirion ; ne d-eo na laosk nag edro, ha n’en em ro ket d’ann traou goullo ; dalc’h a zo enn-hi, glan eo, stard ha sioul ha war evez oc’h ann holl skianchou a-ziaveaz.

Ar garantez a bleg d’he mistri hag a zent out-ho ; kavout a ra d’ezhi ez eo dister he-unan hag hevel oc’h netra ; bez’ ez eo leun a feiz, bez’ ez eo anaoudek e-kenver Doue. E Doue ema bepred he fisians, ne deuz ken gortoz nemet-han, er mare zo-ken ne d-eo ket tennet war-zu Doue, o veza ma oar ne heller ket beva er garantez hep eur boan-bennag.

Ann hini n’ema ket e-tal da c’houzanv ha da ober pep tra hervez ma fell d’he Vuia-Karet, hen-nez ne dle ket beza hanvet miguoun da Jezuz. Ann hini en deuz ar gwir garantez a zo red d’ezhan en em starda kalet hag a galoun vad oc’h ann traou diez ha c’houero dre garantez evit he Vuia-Karet ; arabad eo d’ezhan pellaat dioc’h Jezuz, n’euz fors petra a ve o stourm pe oc’h enebi out-han.


EVIT HOR C’HELENN.


Doue a zo karantez, hag ann hini a zo er garantez a zo e Doue ha Doue a zo enn-han. Ar garantez, sonjit ervad, n’ema ket heb he foan, na peb eil tro, heb he dudi. Er vuez-man, hed-da-hed, ann den a dle en em rei holl d’ar garantez, da lavaret eo, dilezel pep tra hag ive ar pez a zo karet muia gant-han. Mar gra enn doare-ze, e vezo digollet dre eur vuez a bado keit ha Doue, ha dre eur garantez ne dremeno biken. Kement tra a lavar ann Abostol sant Paol o komz euz ar garantez, a ziskouez kement-se d’e-omp ; ha karantez Doue, ar garantez-ze dreist-holl, ne d-eo bet ive evit en em ziskouez d’e-omp, nemet dre eur zakrifiz ker braz n’euz bet biskoaz evel-d-han : Doue en deuz karet kemend ann dud, ma en deuz roet d’ezho he Vap, he Vap n’en doa, nemet-han.

Hor c’harantez evit Doue ne hell ket en em ziskouez nemet ober a rafemp evel-d-han. Petra lavarann-me evel-d-han ! Dreist hon nerz eo ober enn doare-ze. Roomp eta d’ezhan kemend a zo ac’hanomp, plegomp hor c’haloun, hor spered hag hor c’horf hervez ma plij d’ann hini en deuz bet kemend a garantez evid-omp. Neuze e c’hoarvezo hervez ma c’houlenne Jezuz digant he Dad, enn he vare diveza, o pedi anezhan evit ann den prenet gant he c’hoad ; neuze e vezimp da vad a-unan gant Jezuz-Krist. Keit ha ma’z eo ar c’hik beo-buezek enn-omp, ne d-omp ket, siouaz d’e-omp, evit tostaat oc’h Doue nag oc’h Jezuz-Krist. E keit se, karantez Jezuz a stard war-nomp da gas da benn ar zakrifiz ha da lavaret ar ger diveza-man ne oar ar bed petra eo, eur ger eo a ra d’ar re euruz tridal enn env : Peur c’hreat eo pep tra.