◄ Ann den ne dle ket en em zigalounekaat mar teu da bec’hi a-wechou | Trede levr - LVIII | Doue hep-ken a dle beza hor ged hag hor fisians ► |
1. — Jezuz-Krist. — Diwallit, va map, n’en em rofac’h da rendael diwar-benn traou ann env ha diwar-benn barnedigesiou kuzet ann Aotrou Doue. Arabad eo ’ta d’e-hoc’h goulenn perak Doue a zilez ann den-man-den, perak e ro kemend all a c’hrasou d’eunn den all ; perak e c’houzanv heman poaniou ker braz, perak ez eo hen-nez enoret kemend ha ma’z eo. Ann traou-ze a zo enn tu all da spered ann den. Kaer hon euz prezek ha rendael, n’omp ket evit anaout barnedigesiou Doue.
Mar teu eta ann drouk-spered da lakaat ar seurt traou da lammet enn ho spered, pe mar teu tud zo da c’houlenn ouz-hoc’h traou er c’hiz-ze, livirit d’ezho ar c’homziou-man euz ar roue David : Leal oc’h hag eeun, Aotrou Doue, hag ho parnedigesiou a zo ive leal hag eeun.
2. — Livirit ive d’ezho ar c’homziou-man : Barnedigesiou Doue a zo gwirion ; dre-z-ho ho-unan ec’h anavezer ez int gwirion. Red eo kaout aoun rak va barnedigesiou-me, hag arabad striva diwar ho fenn, o veza m’az int dreist spered ann den.
Arabad eo eta rendael diwar-benn ar Zent evit gouzout pehini anezho a zo ar santela pe ar brasa e rouantelez ann env. Ac’hano e sao aliez komziou trenk, komziou ne dalvezont netra ; ac’hano e teu ar fouge ha rogentez ar galoun ; ac’hano e teu ar rendaelou, ar warisiou pa vez meulet eur zant gant he-man, ha pa gav d’egile ez eo gwelloc’h eur zant all.
Oc’h-penn zo, ar c’hoant da c’honzout ann traou-ze ne zigas netra vad a-bed ; enn enep, displijout a ra d’ar Zent, va map, o veza ne d-ounn ket eunn Doue a laka drouk etre ann dud, me a zo eunn Doue a beoc’h. Ar peoc’h-ze a zo kentoc’h oc’h en em izelaat a wir galoun eget oc’h en em huelaat.
3. — Tud zo hag ho deuz eur garantez, vrasoc’h evit Sent zo eget n’ho deuz evit Sent all. Ar garantez-ze, siouaz, a zeu kentoc’h a berz ann den eget a berz Doue. Me eo am euz great ann holl Zent, me eo am eaz roet va gras d’ezho, me eo am euz savet anezho d’ar c’hloar.
Me a anavez petra dal pep-hini anezho ; me am euz tennet anezho etrezek enn-oun, o rei d’ezho va bennosiou gwella. Me am euz anavezet ha karet anezho a viskoaz, me am euz great eunn dibab anezho e-mesk tud ar bed. Ne d-eo ket hi eo a zo deut d’am c’havout da genta, me eo am euz galvet anezho dre va gras ha tennet anezho war-zu enn-oun dre va zrugarez ; me am euz digaset d’ezho poaniou a bep seurt. Me eo am euz skuillet war-n-ezho va frealzidigesiou gwella, me am euz roet dezho ann nerz ho doa ezomm anezhi evit kenderc’hel er mad ; me am euz roet d’ezho ar gurunen ho deuz gounezet, dre c’houzanv hep klemm.
4. — Ho anaout a rann holl gwitibunan, ar c’henta kouls hag ann diveza, hag ho c’haret holl a rann gant eur garantez dreist pep karantez. Me eo a zo red da veuli em holl Zent, me eo a dle beza binniget hag enoret e pep-hini anezho ha dreist pep tra, o veza m’am euz ho dibabet hag ho galvet da eur c’hloar vraz-meurbed, petra-bennag n’oa nep tra vad e-bed enn-ho araok.
Ann hini eta a zispriz ar bihana euz va Zent, hen-nez na enor ket ive ar brasa, o veza ma’z eo me eo am euz great ann hini bihan kerkouls hag ann hini braz. Dre-ze, ann neb a ra fae war eur zant, hen-nez a ra fae war-n-onn va-unan ha war ann holl Zent a zo enn env. Dre ar garantez stard a zo etre-z-ho, ann holl Zent e rouantelez ann env a zo evel pa ne vent nemet unan ; ho menosiou ne d-int nemet eunn hevelep menoz, ne fell d’ezho nemet ann hevelep tra hag enn-onn-me ec’h en em garont holl.
5. — Oc’h-penn zo, va c’haret-me a reont muioc’h eget-ho ho-unan ha mui eget pep tra vad a zo enn-ho. Rak o veza ma’z int savet dreist-ho ho-unan ha ma’z int distag dioc’h pep karantez evit-ho ho-unan, ez int evel beuzet er garantez ho deuz evid-oun, hag e kavont ar peoc’h enn-hi. Neuz netra evit ho distrei dioc’h va c’harantez, n’euz netra evit disteraat ar garantez ho deuz evid-oun, o veza ma’z int leun euz a wirionez Doue ha ma’z int entanet gant tan eur garantez ne hell ket dont da ienaat.
Arabad eo eta d’ann dud, o veza ma’z int douget d’ann drouk evel anevaled, arabad eo d’ezho prezek diwar-benn stad ar Zent, rak ne d-int evit karet nemet ar pez a hillig ho c’haloun. Izelaat pe huelaat a reont ar Zent dioc’h ma plij dezho ho-unan, o veza ma’z int tud dibreder e-kenver ar pez a blij da wirionez Doue.
6. — Meur a hini ne d-int ket desket a-walc’h, re all ne d-int ket sklerijennet a-walc’h evit gouzout petra eo kaout ar gwir garantez a spered. O veza ma karont dioc’h plegou ho c’haloun, ha ma karont e-c’hiz ma kar ann dud, hiniennou a enor kentoc’h eur zant eget eur zant all ; kavout a ra d’ezho ez eo traou ann env hevel oc’h traou ann douar. Kemm braz-meurbed a zo etre sonjezonou ann dud ne d-int ket sklerijennet, hag etre sonjezonou ar re a zo sklereet gant Doue.
7. — Diwallit eta, va map, na zeufac’h da brezek diwar-benn traou a zo enn tu all d’ho spered, o klask anaout anezho. Kentoc’h e tleit lakaat ho poan da gaout eul loden, ha pa ve zo-ken ann diveza, e rouantelez Doue. Rak, ha pa oufe eur re-bennag pehini, e-touez ar Zent, a zo ar santela pe ar brasa e rouantelez ann envou, da betra ve mad kement-se d’ezhan, ma ne zeufe dre-ze da veza izeloc’h dira-z-oun ha da veuli muioc’h a ze va hano santel. Ann den hag a ansav peger braz eo he bec’hejou, peger bihan eo ar mad a zo enn-han ha peger pell ema c’hoaz dioc’h stad huel ar Zent, heu-nez a zo karet muioc’h gant Doue eget ann hini a brezek hag a ziviz da c’houzout pe zant a zo ar brasa pe ar bihana dirak Doue. Gwell eo d’ann den pidi ar zent gant daelou hag a wir galoun, ha goulenn skoazel digaont-ho oc’h en em izelaat. eget na d-eo klask anaout ann traou ne oar nemet Doue hep-ken petra int.
8. — Euruz-braz eo ar Zent enn env, ha bez’ e vent eurusoc’h c’hoaz, kouls lavaret, ma oufe ann den beza euruz enn he stad he-unan ha tevel e leac’h rambreal. Ar Zent ne dennont gloar e-bed euz ar mad ho deuz great, o veza ne gav ket d’ezho ho defe nep tra vad anezho ho-unan, ha ma reont pep tra dre garantez ouz-in ; hag evit gwir, me eo am euz roet pep tra d’ezho dre garantez out-ho.
Ker braz eo karantez ann holl Zent oc’h Doue, ker braz eo al levenez a zo enn ho ene, n’euz netra evit kreski ho gloar hag ho euruzded. Seul vui ez eo braz ho gloar, seul vui a ze ez eo izel ho c’haloun, ha dre-ze ez int heveloc’h ouz-in-me hag e karann ive muioc’h anezho. Rak-se e lavar ar Skritur sakr : Teurel a reant ho c’hurunennou dirak tron Doue hag ec’h en em strinkent d’ann douar war ho genou, e-c’hars treid ann Oan, hag ec’h azeulent ann hini a zo beo euz a viskoaz da viken.
9. — Tud zo hag a c’houlenn piou eo ar brasa e rouantelez Doue. Ann dud keiz anezho ! Ne ouzont ket hag hi a vezo kavet mad da veza lekeat e-touez ar re vihana. Eunn dra vraz eo beza ar bihana hep-ken e rouantelez Doue, rak eno ann holl a zo braz, o veza ma vezint holl galvet bugale Doue, hag e gwirionez he vugale e vezint. Ar bihana enn ho zouez a vezo savet dreist kant ha kant, hag ar pec’her a varvo goude beva pell amzer.
Pa c’houlennaz va diskibien digan-en piou oa ar brasa e rouantelez ann envou, setu a oe lavaret d’ezho : Ma na zistroit ket oc’h Doue, ha ma na zeuit ket da veza hevel oc’h bugale vihan, ne d-eot ket da rouantelez ann envou. Ann hini eta en em izelaio evel ar bugel bihan-man, hen-nez a vezo ar brasa e rouantelez ann envou.
10. — Gwaz a ze d’ar re a zo fae gaot-ho en em izelaat a galoun vad ; rak, o veza ma’z eo izel dor ar baaradoz, ne hellint ket mont ebarz.
Gwaz a ze ive d’ar re binvidik ho deuz er bed-man pep tra dioc’h ho c’hoant ; rak e-pad ma’z aio ar re baour e rouantelez Doue, hi a choumo er-meaz enn eur grial fors. En em laouenait, c’houi tud a zo izel ho kaloun ; tridit gant levenez, c’houi tud paour, rak rouantelez Doue a zo d’e-hoc’h, gant ma heuliot hent ar wirionez.
Eunn druez eo e ve ann dud ken douget da glask gouzout traou ne dalvezont netra, hep sonjal a veac’h er gwirionesiou brasa. Bez’ e fell d’ezho gouzout pep tra, nemet ann dra hep-ken a zo red da c’houzout. Karet a reont ober traou n’euz nemet da goll gant-ho peurjiesa, pe diana traou n’int mad da netra evit ar zilvidigez, ker braz eo rogoni ho c’haloun. O klask anaout traou a zo kuzet oc’h ann holl, e faziont war ann hent ha, kaer ho deuz, e skoont war ar gaou er mare ma kredent dizolei ar pez ne oar nemet Doue hep-ken. Setu a zeu d’ezho euz ho labouriou tenn ha kalet war ann douar. Na peger fur, na peger gwirion eo ar gelenn-man euz ar roue Salomon : Na glaskit ket ar pez a zo enn tu all d’e-hoc’h, na furchit ket ar pez a zo dreist ho spered ; sonjit avad hep paouez er pez a zo gourchemennet d’e-hoc’h gant Doue ha diwallit na glaskfac’h anaout ar pez en deuz great ann Aotrou, rak ne a-eo ket red e wellfac’h gant ho taoulagad ar pez a zo kuzet.
Sonjomp enn-omp hon-unan hag er pez omp dalc’het da ober ; diwallomp na ankounac’hafemp e vezo red d’e-omp displega a-grenn hag e pep gwirionez kemend hon devezo great ha lavaret. Ha ne d-eo ket se a-walc’h evit rei labour d’e-omp hed hor buez ! Ar vuez ne d-eo bet roet d’e-omp nemet evit kement-se.