Arabad eo klask gouzout ann traou huel a zo dreist hor spered hag ive barnedigesiou ann Aotrou Doue | Trede levr - LIX | War Zakramant ann Aoter ► |
1. — Ann ene mad. — Va Doue, peleac’h ec’h hellinn-me lakaat va fisians er vuez-man ? Peleac’h ec’h hellinn-me kavout ar peoc’h brasa e-mesk ann traou holl a zo dindan ann env ? Ha ne d-eo ket enn-hoc’h-hu eo, o va Doue, c’houi a zo trugarezuz-meurbed ? Peleac’h ounn-me bet eaz hep-z-hoc’h ? Peleac’h ounn-me bet diez gan-e-hoc’h ? Gwell eo gan-en beza paour gan-e-hoc’h, eget beza pinvidik hep-z-hoc’h. Gwell eo gan-en mont d’hoc’h heul war ann douar, eget kaout ann env bep-z-hoc’h.
El leac’h m’emoc’h, ema ann env ; el leac’h n’emoc’h ket, ema ar maro hag ann ifern. C’houi hep-ken eo a fell d’am c’haloun da gaout ; dre-ze n’ounn ket evit miret da zevel war-zu enn-hoc’h va huanadou, va daelou ha va fedennou. Oc’h-penn-ze, ne hellann lakaat va holl fisians e nep den nemet enn-hoc’h ; ne hellann kaout skoaz digant den emm poaniou gwelloc’h eget digan-e-hoc’h, o va Doue ; c’houi zo va ged, va fisians ha va dizoan, c’houi zo feal-meurbed e pep tra.
2. — Ann dud holl a glask ho mad ho-unan, c’houi avad ne fell d’e-hoc’h nemet va silvidigez hag ar pez a ra d’in mont war wellaat ; dre-z-hoc’h pep tra a zeu d’in da vad.
Oc’h-penn ze, pa zigasit d’in temptasionou hag enkresiou stank, evit va mad eo e rit kement-se, o veza m’oc’h boaz da lakaat ho mignouned da c’houzanv kalz a boaniou. E-kreiz ar poaniou-ze, eo rankout d’in karet ha meuli ac’hanoc’h, evel pa zigasfac’h d’in euz ann env frealzidigesiou e-leiz.
3. — Enn-hoc’h eta, va Doue, enn-hoc’h e lakaann va holl fisians, c’houi a zo va holl nerz, c’houi a zo va dizoan em enkresiou hag em foaniou, o veza ne gavann, er-meaz ac’hanoc’h, nemet sempladurez er vuez bresk-man.
Anez ma teufac’h d’am skoazia, d’am c’hennerza, da rei kuzul d’in, d’am frealzi, d’am c’helenn ; anez ma teufac’h d’am difenn hoc’h-unan, ne dalvezfe netra d’in kaout kalz a vignouned ; ne ve den galloudek a-walc’h evit va difenn ; ne ve den fur a-walc’h evit rei aliou d’in ; ne ve leor e-bed, peger mad-bennag e ve, evit va frealzi ; ne ve tenzor braz a-walc’h evit va zenna a boan ; ne ve leac’h distro a-walc’h evit va diwall.
4. — Rak kement tra a zigas ar peoc’h hag ann euruzded, war menoz ann dud, kement-se holl ne d-eo netra hep-z-hoc’h, hag e gwirionez ann traou-ze holl ne hellont ket hor lakaat da veza euruz. Enn-hoc’h eta ema ann holl vadou, enn-hoc’h ar gwir vuez, ar gwir wiziegez. Ar frealzidigez vrasa euz ho servicherien eo kaout enn-hoc’h muioc’h a fisians eget e kement tra zo.
Va daoulagad a zo savet war-za enn-hoc’h, enn-hoc’h ema va fisians, o va Doue, Tad leun a drugarez ; grit ma vezo va ene santel, ha binnigit anezhan gant ho pennoz a skuillit euz ann env, evit mac’h hello ho tigemeret evel ma’z eo dleet, evit ma teuio da veza ann tron euz ho kloar da viken. Grit ann dra-ze evit na gavot em ene netra a gemend a oufe displijout d’e-hoc’h, rak great eo bet va ene evit mac’h hello Doue choum enn-han.
Sellit a druez ouz-in hervez m’eo braz ho madelez hag ho trugarez, selaouit peden ho servicher paour, rak bez’ ema aman pell diouz-hoc’h e-kreiz tevalijen ar maro. Diwallit ha mirit ive ho servicher paour e-kreiz ann enkresiou braz euz ar vuez bresk-man ; ra vezo ho kras gant-han evit ma’z ai, dre hent ar peoc’h, da choum e-kreiz ar sklerijen a bado keit ha Doue. — Evel-se bezet great.
Goude m’hon euz redet e kement leac’h zo, goude ma vez bet gwelet ha klevet pep tra, ez eo red d’e-omp kaout sonj euz ar c’homziou-man a zo enn-ho pep furnez ha pep mad : Doue hep-ken. Eur manac’h euz a urs sant Fransez, den izel he galoun, a lavare : « Likit enn ho spered emoc’h dirak eunn niver braz-meurbed a grouadurien gwelloc’h ha kaeroc’h, ken enn ho c’horf, ken enn ho ene, eget ar re a vev breman. Goude-ze, likit enn ho spered emoc’h dirak daou c’hemend all a grouadurien hag oc’h-penn c’hoaz. Sellit piz petra eo, e skoaz Doue ann envou, ann holl grouadurien-ze peger mad-bennag ec’h hellfent beza. Neuze e welot ne d-int netra. Eunn dudi oa evid-oun, eme-z-han, kreski em spered ann niver euz ar grouadurien-ze, ha gwelet anezho, ker kaer ha ma’z oant e-kreiz ho holl c’hloar, o vont buan-buan da netra, rak-tal ma teue Doue d’en em ziskouez dira-z-ho. Hag o welet ez oa Doue enn-oun muioc’h c’hoaz eget na oann va-unan enn-han, e tridenn holl gant eul levenez dreist pep levenez ; ne oann ket evit lakaat em spered ec’h helle eunn den sonjal enn traou krouet pa oa Doue enn-han hag e pep leac’h er-meaz anezhan. Eunn dudi oa evid-oun anaout n’euz nemet Doue a zo a viskoaz hag a vezo da viken ; anaout n’euz nemet Doue a vezo bepred ann hevelep hini, anaout n’euz nemet Doue a zo braz-meurbed. E gwirionez pa lavarann : Em Doue pep tra a zo Doue, neuze kemend a zo enn-oun a ioa entanet gant eur garantez ker braz ma kave d’in e tec’he-kuit a-zira-z-oun ann holl grouadurien ; neuze e kave d’in n’am bije mui hiviziken sonj all e-bed nemet e Doue hep-ken. Ne oufenn ket lavaret petra oa va levenez, pa welenn peger mad eo Doue e pep tra. Ha pa welenn, siouaz, peger braz eo ive, ha pa welenn ne d-ounn netra, netra nemet distervez ha paourentez, neuze e welenn ne oann ket evit dont d’he garet kemend ha m’am bije bet c’hoant. Kement-se am lekea nec’het enn tu all d’ar pez a oufenn da lavaret, rak seul vui ne oann ket evit karet Doue evel ma kar ac’hanoun, seul vui a ze va c’harantez a greske em c’haloun. Neuze va ene a ioa mantret gant ar c’hlac’har ha leun a garantez, neuze ne ouienn ket petra a reann, haff e klaskenn enn-oun, peger bihan dra-bennag ma’z oann, petra rajenn-me evit dont da garet Doue. Souezusa tra, e-pad ma stourme va ene evel-se, tan ar garantez a groge enn-oun hag a zeve ac’hanoun ker flamm oa. ».