1
Petra zo ’neve er c’harter,
Pa vrall ken laouen ar c’hleier ?
N’oc’h ket, marvad, eus ar c’hontre,
Pa ne oaret ket an doare ? (bis)
2
Ne glevet ket mouez ar biniou
O tisrevel ar goulennou ?
E vouez en avel o nijal
A lak yaouankiz da dridal.
3
Pignomp aman war ar garrek ;
Klevet a ran trouz ar c’hezek :
Sell int du-hont o tiflukan ;
Yannig ar Mestr ’zo da gentan !
4.
Eun dek pe daouzek ahendall,
War ar rubaniou o poanial ;
Hag erfin mab ar c’hemener
Bet eilpennet war al leur-gêr…
5.
Setu breman ar c’harr eured
Livet en fresk ha rubaniet ;
An dud enor, ar zonerien,
Ha gante ar c’houlennerien.
6.
Ar meliner koz en eun tu,
Gant baz valan ha lêrou ru,
Hag ar c'hemener en tu all
Prest da ganan ha da zansal.
7.
O c’harg, betek varc’hoaz vintin,
Eo lakat an dud da c’hoarzin,
Ober jolori hag ardou,
Pa vo « dro-zans an askorniou. »
8.
Nag a c’hrizilhen o tintal
Ha nag a girri o ruilhal !
An nec’hamant hag ar vizer
A zo ankoueet ’barz ar gêr.
9.
O pegen lorc’hus ar Breizad
Gant e « charban » hag eur jo mad
War henchou e vro o vale,
Dishual evel eur roue !
10.
Bombard, biniou, c’hoarz ha dudi
Ha gwiskamanchou o skedi :
Ma c’halon a drid ’barz ma c’hreiz
Dirak tolen eured a Vreiz !