Studi var an astrou/Ar firmanant, — Ar pevar Boent Carinal. — An Telescop

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 5-6)




Ar firmanant, — Ar pevar Boent Cardinal. — An Telescop.


————


Anaveout a reomp gallout ha madelez Doue, netra nemet dre ar pez an-eus crouet er bed-ma ; dre an attantion en-eus quemeret evit na vanqfé netra deomp, quement evit om ezomou evel evit om agremanchou : oll ar pez so crouet var an douar a zervich d’an den directamant pe indirectamant, ha ma sonj deomp avichou en-eus Doue crouet loenet noazus eb pere ec’h aljemp tremen, en-em dromplomp, rac al loenet-se a zistruj loenet ha traou noazussoc’h c’hoas evidomp ha d’eus pere e vefe diessoc’h deomp en-em dioual evit d’eus ar re guenta a gomzan.

Ma c’hadmiromp labouriou hor c’hrouer netra nemet d’eus ar pez a velomp en dro deomp, peguement ne admirfemp-ni quet davantaj e buissanç ma c’houfemp petra eo ar steret, al loar hac oll ar pez so er firmamant !

Evit reï an anaoudeguez-se quement a ma ê em gallout am eus grêt al leor-mân.

Aroc commanç da explica dec’h composition hac march an astrou ac ho distanç d’eus om bro e rancan disqui dec’h ar pêvar boent cardinal, rac eb an anaoudeguez-se ne alfemp quet en-em gompren.

Ar poentchou-se ê ar sao-eol, ar c’hréis-dé, ar c’huz-eol, hac an anter-noz.

Evellen ho c’haver : en miz Even troït ho faç d’an eol pa vo o sevel hac o po dirazoc’h ar sao-eol hanvet ive an Oriant ; adreg ho quéin e po ar c’huz-eol, a c’halver ive an Occidant ; ho torn deo e vo er c’hreis-dé hac ho c’hini cleïz en anter-noz.

Dalc’hit-mat sonj anêzé rac alies e vont mantionet.

Ret ê ive din lavaret dec’h eur guir d’eus eun instrumant hanvet télescop, d’eus a behini an astronomet en-em servij evit sellet d’eus an astrou. Dre ennan o guelont calz brassoc’h ha tostoc’h dêze ; hac eun infinité a steret hac ha blanédennou a ne allomp quet guelet gant om daoulagat noaz, na echapont quet dèze dre sicour an intrumant-se.

An télescop so composet d’eus eun duozen hac a zo strissoc’h d’eus eur penn evit d’eus ar penn all. En peb penn eus an duozen-ze zo eur veren ac a zo teo er c’hreïz ha plateet betec mont da netra varzu ar bordou.

Al lagat e ve placet d’eus gueren ar penn moan. Pa ve braquet an instrumant-se var eun tour a eul leo distanç pe ouspen e seblant an tour bea stog er penn all an duozen hac e c’halfer conta ar meïn benerez ennan.

Dre an télescop ive ez-eus gouet just pegueit e ve eur blanéden ec’h ober e zro annuel ; cetu aman penos en-em guemerer evit-se : placet ve an instrumant varzu an astr ; quemer a rer merq d’eus an dé, an heur hac ar minut, hac e condaoner an télescop da non-paz bouj d’eus e blaç. Compren e rêr penos pa ve êchu tro ar stereden e tigoe d’ei en eur gaout adarre crag en beg an telescop, ha neuze e êz goût pet dervez, heur ha minut e ve bet oc’h ober e zro.