Mont d’an endalc’had

Stourm an tri breur

Eus Wikimammenn
R. Prud'homme, 1903  (p. 223-245)





XXVIII


STOURM AN TRI BREUR


――――――


En envor d’am mignon gwechall G. Milin, a zo keuz d’ezañ gant neb a gar Breiz hag ar brezoneg.


Eur stourmad berr, mes kriz ha tenn.
G. M., Argad Abervrac’h.



I

’Tre ’n tri breur Horas, Romaned,
Hag an tri C’hurias, Albaned,

Pautred a ligneou uhel,
Brudet kaer en triouec’h brezel.


A drid kalonou kri ’n o c’hreiz,
’Zo bet tonket eun emgann reiz ;

Eun emgann reis zo divizet
"Wit diroestla eur skoulm kalet ;

’Wit diroestla eur skoulm kalet
Gant an dir, ous e droc’hañ net :

Ewit gout piv o daou roue
A zeuy da zujed d’egile ;

’Wit gout pini eus o diou vro
A roy d’eben he lezenno,

A roy he lezenno d’eben
A oad da oad, da virviken.



Da zellet emgann an tri breur
Ar rouane, tudjentil-veur,

Soudarded, ha tud an diou bobl,
Re zister kouls hag ar re nobl

Tro-war-dro zo bodet, ken stank
Evel ar yeod war lez ar stank ;

Hag i goasket gant hir anken,
O c’hortoz pez ’ya da dremen ;

O c’hortoz pez ’j’a da dremen…
Pa deu ar c’houec’h war an dachen.

Gante peb a skoed d’em zifenn,
Peb a dok-houarn war o fenn,



War o fenn peb a dok-houarn,
Ha klezeier en o daouarn,

Klezeier lem, blerimet splam ;
Hag en o daoulagad tan-flam,

A ziskuilh youl-grenv o c’halon
Da laza pe mervel heb aon

’Wit rei dismantr d’an ermeziad,
Ha da dud o bro kelou mad !


An tronpilh skiltr o tregarni
’Ra lammet ar vrezelidi



’N eil ous egile ; o daou rum
En eur strollad en em zastum,

’N em juntr a-herr ’n eur c’hrogad ter ;
Hag i c’hoari o c’hlezeier ;

Hag i ’n em sko, ’n em zrailh, ’n em fust
Adreus, ahet, gant tauliou rust,

O klask ’n em zispenn a beziou
Pe torri ’n hent d’o c’halonou ;

O skoejou arem stag-oc’h-stak
A daul fulennou, hag a strak ;

O zreid ponner o tankeal
Lak endro d’e da c’hournijal



Eur goumoulen denval a boultr
’Zo enni trouz ha luc’h ar foultr ;

’Weler ken ’met ar goabren-hont
War maez ar stourm o vont, o tont ;

War maez ar stourm o vont, o tont,
Ken a gren an holl gant ar spont.


II

Eur barr-avel en deus c’houeet,
Skubet ar plas, ha diskoueet



Doareou ar oall-veskadeg :
Daou Horas ’n o gourvez, goadeg,

Hep buez war an douar dru
Glebiet, pell, gant poulladou ru ;

Glebiet, pell, gant poulladou ru ;
Hag ar C’huriased, a bep tu

’Oaskañ tenn war ’n Horas a chom
E-unan da zioall tud Rom.

Kri joa re Alba ’zav en nenv,
Gant stad ’reont deus o zud krenv ;

O youc’hadeg d’an nenv a zav,
Ar Romaned nec’het a dav.



Hogen, goasoc’h ewid an nec’h,
Goas ’wid ar c’heuz da goll an trec’h,

’N o eneou leun a enkrez
’Tisken eun dra c’houerv-put : ar vez,

Pa welont, ’rauk teir laoñnen c’harv
Horas ’dec’h, d’achap eus ar marv !


III

Setu aze ar c’helou fall
’Zo kaset d’Horas kos raktal :



— Lazed e ho taou vap hena,
Tec’het ’n eus ’n hini yaouanka ;

Tec’het ’n eus ’n hini yaouanka,
Ken a renk Rom senti d’Alba !

— Eur mab d’iñ tec’het ! lazet daou !
Rom plegañ d’Alba ! ze zo gaou !

Pe hon mam-vro n’eo ket trec’het,
Pe an tri Horas zo marvet ;

Ha pa ve e zaou vreur lazet,
Hini ’bet ’ne n’en deus tec’het ;

Hini ’bet ’ne n’en deus tec’het,
Me oar pe voad ’verv ’n o goaziet !



— En em dronplañ a rit, siouas !
Ouspen triouec’h mil hen gwelas ! —

Dal ma ’n deus klevet, an tad kez
A zav ennañ eur goall-vroez ;

Gant eur vouez spontus, an den kos
A daul war e vab mil mallos :

— Koll omp ’ta gant e boeltroniez,
Tra didalvez, kalon heiez !

Den lausk, dizenor d’am bleo gwenn,
Mar teu d’em ziskouez d’iñ biken

Me lammo gantañ ar vue
En deus hirrat dre ’r goall-daul-ze ! —



An tad konnaret a skrije,
Ne gave den hen frealsje ;

Ne gave den hen frealsje
’Met e vignon : hennes a re

Gant komzou flour, deus e wellañ :
— Pesort ’raje ’r pautrig, ’meañ,

E-unan-pen, a-enep tri ?
— Mervel, kentoc’h ’wit ’n em zaotri !

Da viret dinam e han’ glan,
Stourm bete ’r fin, ’vel gwir Roman !

’Vez ket pep kaloneg trec’heur ;
Ma vije kouet ’vel e vreudeur,



Oant laket o zri ’n eur beiad
Enoret gant ’n holl vroiz vad ;

Ha bremañ !… Keit ha ma vevo,
Mez warnañ ! ha pa vo maro,

Mez er bed-mañ war e eskern,
Mez war e ine, en ifern ! —



IV

Kannad ar roue a lere,
’Ti Horas kos pa zigouee :

— Salud, autrou ; demad ha joa,
’Wit kement hag e hall beza !



Kased oñ digant roue Rom
D’ho konforti… — N’eus ked ezom :

Va mibien hena zo maro
’Vel ma tlient, ewid o bro ;

’Oelañ ket d’o c’holl enorus…
— Ar yaouankañ, ’vat, zo eurus !

A drugare Doue, ar paut
En deus bet eur chans-vat dibaut ;

Mi ’maes demeus eur risk ken bras,
Deus e vreudeur e talc’ho plas.

— Ayoul ’ve marv gant an daou all,
Araug ober eun taul ken fall !



— Ganec’h oñ souezet, avat !
Evelse eo e komz e dat

Deus eur pautr yaouank a veuler
Hag a garer dreoll en ker ?

— Perak eta e teu e vrud
Da nijal stank dre c’heno ’n dud ?

Dre ’n eus tec’het, an traïtour,
O lezel trec’h gant ’n enebour ?

— Penaus ! n’ouzoc’h ket ? Ni zo trec’h !
— Ma Doue ! n’eo ket bet en tec’h ?

— Tec’het ’n eus ’wit mad e vroïs,
Neket d’ober d’e taul traïs



Na da zilezel an emgann.
Chomet dirak tri e-unan,

E dec’h na oa nemet gwidre
Da glask dispartiañ ane,

Ha, laket ’treze disparti,
Ober oute hini ’hini !

E dec’h a oa eun ijin fur
Da drec’hi ’ne muioc’h assur ;

Rak ne oa ket ewid an tri,
Krenv e oa, ’vat, dious pepini ;

Heñ a oa krenv dious pepini :
O zri tizet, heñ dic’houli.



Gant e droidel touellet,
War e lerc’h int a zo lampet.

O hast d’e dapout oa hanval,
’Met o c’hamejou dizingal ;

Dizingal oa o c’hamejou,
Dispar o nerz hag o blonsou.

Ho mab, pa wel emaint pellik
’N eil dious egile, a chom pik ;

Ar C’hurias henañ, a oa ’rok,
A zailh warnañ ’vel eur c’hilhok ;

’Met e nerz a oa disterat
Gant poan, skwizder, ha koll e voad.



An Albaned, a zouj goall-eur,
A gri : « ’N em zikouret, breudeur ! »

Kaer ’n oa hastañ an eil Gurias :
E vreur oa marv pa harrïas.

Stourm eure gant kalon ’n e blas,
Hag heñ semploc’h ha skwisoc’h c’hoas…

An Albaned, ’oa nec’het meur,
’Gri d’an drede : « Sikour da vreur ! »

Re ziwead ! trec’h c’hoaz, Horas
D’an hini ’oa warlerc’h ’droas :

« Ma breudeur ! ’meañ, venjed oc’h !
An enebour a chom pelloc’h



Da berachui ar gonid,
M’hen lazo, Rom, en enor d’id ! »

Hag en daou lam e oe arru,
Ha gorroet e gleze ru ;

Gorroet e gleze ru-glaou,
Ha diskaret ar C’hurias traou !… —


V

Kri vije ’r galon na oelje
En ti Horas kos en de-ze.



O welet e zaou vab maro,
’N o daouarn deou o c’hleveio,

’N o daouarn deou o c’hleveio,
Hag ar bleuñ kaera war o zro ;

O zad, hag e vab yaouankañ
Kurunet a lore gantañ,

Gantañ a lore kurunet
Hag a bokou hanter-vouget ;

Ma lare o poket d’añ stard :
— Hini va mibien n’eo trubard !

Ewid o zri oe strif ha bec’h,
’Wid unan levenez an trec’h ;


’Wid unan trec’h ha levenez,
Ewid hon holl vroiz ivez ! —


VI

Kri vije ’r galon na oelje
En kaer Alba neb a vije,

O welet ’n hini ’oe roue
Ha na oa ken netra neuze

Pleget dindan eur zam glac’har,
E benn stouet da gae ’n douar ;



Stouet e benn gant an den paour
Tioueri e gurunen aour !


Unan ’oa muioc’h c’hoas da glem,
Keu ’n he c’halon ha broudo lem,

Unan ’oa muioc’h da glem c’hoas
E ’r ’reg kos, mam an tri C’hurias.

Honnes a oele he-unan
Hep kaout den da rein d’ei dizoan

En he zristidigez diroll ;
Tec’het a rae diouti an holl,



Pe zoken ober d’ei, meur ’wech,
Bepret an hevelep rebech :

— M’ho pije laret d’ho pautred
’N em glevet da chom unaned,

’N em glevet da chom unanet,
Ind ha ni ’vijemp ket trec’het ! —

Goude ober kanvou en de,
Trei-distrei ’rae war he gwele ;

Trei-distrei war he gwele plun,
Oc’h hirvoudi ekreis he hun ;

Rak en noz e wele arre
Stourm he zri mab ’bars he hunvre ;



Tousmac’h ar c’houeac’h, dispac’h ha freuz,
Goad, ha tauliou ahet, adreuz ;

Ken a zave he bleo gant heuz ;
Ha d’he mibien en o goall-reuz

E youc’he-hi dre he c’housket :
— Breudeur ! breudeur ! ’n em zikouret ! —



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8*1
    g'8 c4 d8 e([ d]) c | d4 e8 d4\fermata g,8 | \break
    c4 d8 \acciaccatura f e([ d]) c | d4 e8 \acciaccatura d c4\fermata \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    ’Tre’n tri breur Ho -- ras, Ro -- man -- ed, Hag
    an tri C’hu -- rias, Al -- ba -- ned.
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }