Mont d’an endalc’had

Eurusted (yez Leoun)

Eus Wikimammenn





XXIX


EURUSTED


(Sonet)


――――――


YEZ LEOUN


Cum dederit dilectis suis somnum,
ecce hæreditas Domini, filii.

(Psalm 126.)

Pen devo an Autrou roet

Ar c’housk d’e re vuia-karet,
O bugale, frouez e vennoz,
A zalc’ho leac’h ar c’herent koz.


Pa vez achu an deiz hag e bennad labour
Ar pen-tieg laouen a zistro en e di,
Ha seder en em ro d’ar c’housked flourik-flour
O c’hortoz an heol kaer da zont d’hen dihuni.

E vuez c’hlan a red evel eur oazig-dour ;
Sonj ar maro a zo evitañ eun dudi :


N’en deus ket aoun da gaout dirag an Enebour,
Ha gant e vap hena ’lezo e vereuri.

En ti m’eo bet ganet e tremen an den koz,
Doue e yaouankiz p’her galv d’ar baradoz
En ehan gwenvidik ar zent hag an elez ;

E baotred a garo ivez parkou e dad,
A boanio kalounek evel kristenien vad
Hag o vont d’an iliz a bedo war e vez.