Mont d’an endalc’had

Speret-Santel, ol ners

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Spered-Santel, holl nerz ha Spered-Santel.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 11-12)


N° 2. — Ar Veni, Sancte Spiritus.
War don : Venez, venez, Esprit-Saint, N° 2.


  1. Speret Zantel, ol ners ar bed kristen,
    Plijet genac’h enomp breman disken :
    A sklerijen karget hon sperejou
    A garante tomet hon c’halonou.

  1. An Ebestel en eur zâl unanet
    A dân ho kras ec’h euz gwejal devet ;
    Bet evidomp ar memes madeles,
    Na n-omp heb-oc’h nemet zempladures.

  2. Gwerc’hes Vari, esperans ar pec’her,
    Pedet Jezuz ho Mab hag hon Zalver :
    Obtenet d’imp kompren komjou Doue
    Ha da viken o miret goude-ze.