Mont d’an endalc’had

Deut me ho ped, Speret

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 12)


N° 3. — Ar memes peden.
War don : Selaouit ol gwitibunan, N° 3.


  1. Deut me ho ped, Speret-Zantel,
    Karget kalon an dud fidel,
    De ha noz dalc’het bev en-he
    An tan flam euz ho karante.

  2. Mar skuillet enomp ho krasou,
    Wardro gant ho tonezonou,
    An douar a vo neveet,
    Doue dre-ol a vo meulet.

  3. Gwerc’hes Vari, Mam hon Zalver,
    Ken galloudus ha ken tener,
    Evidomp-ni breman pedet,
    Ar Speret-Santel ho Pried.


N. B. Kantik-al d’ar Speret-Santel, n° 126.

————