Mont d’an endalc’had

Sonic cawel (Toutouic la la, va mabic)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Toutouig la la, va mabig.


SONIC CAWEL
____



Toutouic la la, va mabic,
Euz da luskellad, mignonic ! [1]

Du vamm a zo ama, coantic
Euz da luskellad, mignonic.

Da vamm a zo aman, oanic,
Dide o canan he zonic.


En deiz all e voèle calzic,
Hac hirio o c’hoarz da vammic.

Toutouic la la, va bevic,
E creiz e creiz da rosennic.

Da nizal d’ann nef, va êlic,
Na zispleg ket da askellic.


Dastumet gant ann abbad Ab-Grall.

______________

  1. Fazi moulañ. Ret eo lenn :
    Toutouic la la, va mabic,
    Toutouic la la.
    (Notenn gant Wikimammenn).