Sonic cawel

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sonig Kawel (1).



SONIC CAWEL
__


   Couskit buhan, ma bugelic,
Ha me a gano d’eoc’h ;
Pa deuio d’ar gêr ho mammic,
E roio bronnic d’eoc’h.

   Ho mamm a zo danserès,
Ho tad a zo mezvier ;
Ha me, ar vatès vihan,
A zo chomet er gêr.

   C’hui zo mignonic d’in-me,
Me ’zo mignonic d’eoc’h,
C’hui roio menic d’in-me,
Me dorro pennic d’eoc’h.

______________


SONIC CAWEL
____



   Toutouic la la, va mabic,
Euz da luskellad, mignonic !

   Du vamm a zo ama, coantic
Euz da luskellad, mignonic.

   Da vamm a zo aman, oanic,
Dide o canan he zonic.



   En deiz all e voèle calzic,
Hac hirio o c’hoarz da vammic.

   Toutouic la la, va bevic,
E creiz e creiz da rosennic.

   Da nizal d’ann nef, va êlic,
Na zispleg ket da askellic.


Dastumet gant ann abbad Ab-Grall.

______________