Sonic amourousted

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sonig amourousted.

1890  (Levrenn I, p. 134-136)



SONIC AMOUROUSTED
____


   Pa edon en ma studi, o confempli ar bed,
Me a remerquas eur poent a droublé ma speret :

   Seblantout a re d’in hi c’hlevet o parlant,
Ma mestrès, gant eur vouez a ioa melconiant.

   Na pa ve ma mestrès o canan eur chanson,
Ann ecleo er menez a repete ann ton ;

   Ar pesqued ouz ar mor a em rejouisse,
Hac ar martoloded war ar pont a danse.

   Ar rec’hel, er menez, dre ’n hanter a ranne,
O elevet he mouez, hac o velet he gened.

   Pa dolan ma daoulagad da gontempli ma mestres,
Me a zeblant d’in guelet rouanès ann hol verc’hed.

   He daouarn a zo mesket gant ar ruz hac ar gwenn,
He daoulagad ’zo brillant evel diou steredenn ;

   He diou-jod a zo ruz hac a denn d’ann natur,
He muzellou a zo douz evel ar mel pur.

   — Debonjour deoc’h, ma mestrès, diwar bennou ma daoulinn,
Ho pennoz a c’houlennan ’vit mont da gabucinn ;

   Ho pennoz a c’houlennan da vont da recollez,
Da gouent Sant-Frances, er gêr a Vonlroulès.

   — Oh ! recollised awalc’h a zo eu Sant-Frauces,
Ha bêleienn awalc’h a zo en Montroulès ;

   Beleienn awalc’h ’zo na partout dre ar vro,
Eureujet d’an-neb ho car, ha Doue ho câro.

   Mar d-it da Recollet, da gouent Sant-Francès,
Me ielo d’ar C’halvar, ’vit beza leanès ;


   Ac’hane ni a glevo cleier hor c’houenchou,
Eno ni a gâno da Doue melodiou ;

   Eno ni a gâno gant ar vouez huëlla :
Ar Gloria in excelsis, ha Salve, Regina !


Canet gant Marianna Ar Berr, kemenerès en
Plouguerneau, scrivet gant L. Sauvé,
mis eost, 1871.

______________