Mont d’an endalc’had

Son ar vergerennic

Eus Wikimammenn



SON AR VERGERENNIG
____


O retorn deuz ar chasse,
   Me a gavas (bis)

Eur plac’hic he blew melen,
   Daou-lagad glaz (bis)

Hac ar plac’hic a ganè
   Ewar al lann, (bis)

Gant eur vouez skeltr ha gê
   Son he dous Iann. (bis)

Me o c’houlenn digant-hi,
   Dre ma oa coant, (bis)

Ha hi a bocje d’in-me,
   Ewit arc’hant ? (bis)

— Me n’ bocan ket, emez-hi,
   Ewit arc’hant ; (bis)

Ewit neb-tra, a wechou...
   Ia, p’am be c’hoant. (bis)

Me n’ risquan ket ma c’hroc’hen,
   War ar ieot glaz ; (bis)

War ar plun pe ar pell,
   N’laran ket c’hoas. (bis)
. . . . . . . .

______________