Zon ar rossignolic

Eus Wikimammenn



ZON AR ROSSIGNOLIC
____


— Canet, canet, rossignolic ! Beure mad a canet !
— Ken beure ha c’hui, den iaouanc, mar ê d’ar chasse ac’h et !
— Salut d’it-te, camaradic, me na n’an ket d’ar chasse,
Me zo ’fonet da Gerlosket, da welet ma c’harante.
Hac hen o c’houlen digant-han, dre ma oa habil a vec :
— Cals a die zo ’n Kerlosket, da bini an-he ac’h et ?
Nac heman o respont d’ehan, dre ma oa he wir vignon :
— Salut d’ite, camaradic, n’on ket en covizion...
Na war benn eur pennad goude, hen o remerq he vestrès,
Deuz he liw ha deuz he bisaj a welas oa clanvourès.
Hac hen o c’houlen diouthi, na p’hi gwele contristet :
— Pe c’hui a zo clanv a galon, pe c’hui zo clanv a spered ?
Hac hi hac o respont d’ehan, gant eun airic grasius :
— Na n’on ket sujet da glenved, nann, a drugare Jesus !...
— Caer a deveuz ar genvniden dont da steui he gwiad,
Dont d’hi steui ha d’hi ledan, ha d’hi zec’han war ar prat,
Eur bar awel ac’h erruo hac hi zavo ac’hane :
Ha calono an dut iaouanc a zo memes-tra ’vel-se.


Marc’harit Fejer. — Plourio.

______________