Son ar patatês
Mar aljenn goûd ar fesson, am bije composet
Eur chanson ’vit elogi ann trevad binniget
Pehini doug ann hano dimeuz a batatès,
Recour ar bopl en entier, en kêr ha war ar maës.
Gant-ho e larder mooc’h, ar saout hac ar c’hezec,
Ann dud diou wez bemdez ’vit pansion reglet.
Enaouet em gavfemb, gant deizio meurlargez
Tremen hep patatès, da noz ha da greiz-de.
Em gonzoli a allomp, rac pa vô tremenet,
E teuio ar c’hoaraïs, hac e vefont peillet,
Diou wez bemdez, en plasou, ha ter, en plasou all :
Pasq d’he goulz a arruo, en amzer ordinal.
Eun amzer a blijadur ’r chenchamant soubenn,
Hac eur foeltrenn kig-sal gant eur batatezenn ;
C’hui rei nerz ha courach d’ar paour keiz labourer
Da labourad ann douar, ma vô patarès caër.
Netra na eus en douar a brodu evel-t-he ;
’Benn ma van ar re goz, hec’h arri ’r re newe.
Na ouffenn reï d’ez-he a gaeroc’h elojou,
P’ê gwir lacan ’nezhe mestr ann trevad er vro.
Gwez-all oa ar gwinis estimet ar muian ;
Breman ê ar patatès a c’hone warnezhan.
Araoc ve mad ar gwinis, a renker hen crazan ;
Ha pa rafe glao, awell, pa ve ’r c’houlz d’ho zennan,
Hech aller ho fare ha dont d’ho sovetad,
Hac ann ed, pave gloebiet, na ra ket a voued mad.
Me ’m eus clewet eun den en hent o lavaret
Hen doa laket patatès, bars en plass eur c’hant ed,
Pa deuer d’ho zenna, lacad ho charread,
Hen eus bet da denna nao dumporellad vad.
Mar caret, e lavarfet e contan marvaillou ;
Hol dud ma zi ’zo contant da vonet da destou,
Hac am eus tri mevel hac ive diou vatès,
Hol ho deus zicouret lojan ar patatès.
Lezomp ar batatezenn da gomer he repoz :
Euz ar beure hi boazer, da greiz dez ha da noz,
Ha lâromp ’wit hon ricour, en kêr ha war-ar-maës,
Ann hol a vô maleurus, mar manq ar patatès.
Ar baysanted gant ho leas ho lonq tout tomm-scod,
Pez ha pez, bars ’n ho c’horf, ar-re ’n nezhe ’zo commod ;
Ann dudjentil, er c’hêriou, ho frepar dilicat,
Ho c’hass d’ar forn da boac’had, mès gant eun tam kig mad.
Canomp a vouez huël: Enor d’ar patatès,
A laker war ann daol a-raoc ar plad crampouès ! —
Canet gant Mari-Jann Marzinn, Pédernec, Gwengolo, 1888