Son ar baourentês

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 254-256)



SON AR BAOURENTÊS
____


Tostaët, compagnonès, ha gant patiantet
Deut da glewet eun disput, a zo newez zavet,
’Zo grêt ’tre ar baourentès hac ar binvidigès,
’Clasq goûd pini anezhe c’honeje ar procès.

Da genta, ar pinvidic a zerr he hol voïenn,
Ha gant eur sertenn maliz, diwar goust ar bewienn.

Monet a ra ar paour-ma ’n tal dôr ar pinvidic,
Mont a ra d’hen zaludi, gant eur vouez manific :

— Demad d’eoc’h, ma faeron, setu me deut d’ho ti.
— Na deu ket d’am zaludi gant seurt effrontiri !

Carget ez eo ann hentchou anoc’h, a vandenno,
Ha mar carfenn lodenni, mann ganin na vâno !

Kerz a lec’h-se, emez-han, p’ôtramant m’es casso,
Gant ar vaz a zo em dorn, ha keit ha ma pado !

Kerz a lec’hse, emezhan, dimeuz a dro ma zi,
Pe me a leusco warnout ma c’hi braz, d’es tibri !

C’hui ouiè ’walc’h, emezhan, ewit comer maouès,
C’hui ho pije bugale, ha calz a baourentès.


— Mar am eus-me bugale, ho ’m eus digant Doue,
’Wit lacad ar pinvidic da zalwi he ine.

N’oc’h eus ket sonj, ma faeron, ar pez a c’hoarveze
Na gant ar fals pinvidic, o tastnm he danve ;

Na gant ar fals pinvidic o tastum he voïenn,
Ha gant eur sertenn maliz, diwar goust ar bewienn ?

— Distro ama, ma mignon, ha me a raï dide
Nac eun draïc bennaket brema da gass d’ezhe ;

Ha ped Doue ewit-on, ma ’z amb hol da repoz,
’N eur veuli ’n otrô Doue, en gloar ar Baradoz !


Eur baourès coz.


____________