Mont d’an endalc’had

Son ar gevier (M. Abgrall)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar gewier.

Feiz ha Breiz, 1935  (p. 86)


SON AR GEVIER


Biskoaz ne c’hoarzis kement all
Evel am oa grêt en deiz all !
O welet ar bleiz o prena per
Hag al louarn o werza yer.

Me ’m eus gwelet eun ounner vloaz
A zouge Kemper war he skoaz
Brest ha Rekourans, war he lost
Ha c’hoaz ez ae ganto d’ar post.

Me ’m eus gwelet eun ounner vriz,
O kas ar bed-man war e giz.
Me ’m eus gwelet eun ounner zall
O kas ar bed-man d’ar bed all.

Ha me ’m eus gwelet eur goukouk
Eun daboulin stag ouz he chouk.
Me ’m eus gwelet eur c’heveleg
O planta fa en eur garreg.