Ouz tol oa c’hoaz tud ann eureed,
Broudig ann dall p’az eo klevet,
Gand he gi ar baleer-bro
O pateri ouz ann treuzo :
— Dall ha daonet ! ann aluzon
Az po, m’ar kanez d’imp eur son. —
He skul ’n he zorn gant peb-hini, »
Krog ann diskan war leur ann ti.
⁂
Skuill ha skuill, ev da ruill ;
Chupere, n’eved re.
Mad e gwin ru d’ar Galloed,
Evel dour red d’al lapoused ;
Chupere ’n euz ar Vretoned.
Breizad a danva chupere
N’ansav da vestr nemet Doue ;
Ha kalz n’e ket Doue ’vit-he.
Ken dous eva chupere mel
Ha kemer pokik dimezel :
Diwall a gement ze zo well.
Biskoaz roue ar Vretoned
Gand ar Saozon n’oa bet trec’het,
Gand ar sec’hed na laran ket.
Eur rum daouzek a varc’heien,
’N ho zouez eur brinsez bleo-melen,
Oant o koania ’n eunn enezen.
Blondinen skuille da eva.
Gwad paün fotaz da genta
Er chupere, ’vid ho skanva.
En eil skullad gwad er-wiber :
Hag int a—greiz ebato ker
D’en em daga ’vel loened ter.
Gwad eur porc’hel er skullad all :
Ha kerkent int kouet mezo-dall,
Hi o c’hoarzin gant sello fall.
Ha krog en korn bout ar roue
Sonaz d’ar Saozon... — Hag aboe
Eman Breiz dindan gazel-ge.
Skuill ha skuill, ev da ruill ;
Chupere, n’eved re.
⁂
N’oa ket ar ganoen paket,
’Vel sonerien m’oant sklabeet,
Oant sklabeet dindan ann dol
Gant nao skullad, unan peb tol.
— Requiescant ! — eme Broudik,
’N eur voud en hent, leun he zac’hik.
|