Bale Ahez

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 22-26)



BALE AHEZ
————


War Mene-Hom pa bar al loar,
Pleg Douarnenez zo dispar.

’Vel ma dosta d’ann abarde,
Ar pesketer ’traou d’ar mene

Ar pesketer tro ha distro,
A dro da sec’ha he roejo ;

Azeet goude de c’hortoz
Bete ma vo kouet ar serr-noz,

’Man o chilaou mouez ann awel
Eur vouezik-noz a sav a-bell.



— N’e ket ar goabr ’tu all d’ar mor
A weler bemnoz o tigor ?


Kuzet ann heol, n’e ket bemnoz
Digor du-hont ar baradoz ?

Ha hed ann trez piou ’ta klever,
O kana, lar d’in, pesketer ? —

Ann den-a-vor an euz laret :
— Dor vraz ar baradoz n’e ket,

Nemed eur ger sav d’ann oabl splann,
Eur ger veur euz ar poull ledan.

Sell ann ti-ker e traou ann dour,
Eunn iliz gand he geridour.

Ha sell o vond d’ann abaden
Gand hi marc’hek ar Vlondinen.

Breman chilaou ken kun a gan
War ann trez ann awelik-han,

D’ar gerek ’vel stok al lano,
’Velse se sei en ebato.

— Lavar ri d’in·me, pesketer,
Pa sked ar stered en Oabl skler,

Perag, stered krog da lugern,
Ann ebato ’koue d’ann ifern ?


— Ar ger Is zo kousket du-ze
Gand Ahez dindan kazel ge

Ar verc’h diroll ann abaden
Bemnoz evid hi finijen ;

Ha tro pleg-ar-mor gret gant-hi,
Diskenno c’hoaz d’hi finiti :

Tec’hed epad a dremeno,
Rak diou glaouen tan hi sello.

Ma na ve Doue d’am sikour,
War-hi-lerc’h afenn traou ann dour. —

Med ra sin ar-groaz ar potr kez
Pa glev o ruza broz Ahez.