Mont d’an endalc’had

Son ann Nevez Amzer

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 136-138)



SON ANN NEVEZ-AMZER
————


Moualc’hik-noz, pa glevan da son — o son
A sav ann anken em c’halon ;
’Vel eul lestr war ar mor, d’ann noz — bemnoz
On ma-unan e-kreiz ar groz.

Daro el lanneg ar bleunio, — daro
Gwisket a nevez ar c’hoajo ;
Ar pardonio a zo digorz : — digor
Deut ’ta, merc’hed, war doul ho tor.

Ann nevez—amzer c’hoarvezet — abred,
’Man daou ha daou al lapoused,
Al lapoused o klask eunn neiz — ho neiz
’Vel er pardon tud iaouank Breiz.

Tomder ann env hag he vammik — mammik
’Meaz he blusken tenn ann evnik ;
Ouz ar ganfarded re garo, — garo
Evnigo, Doue d’ho miro !


Pa vo kresket ho diou-eskel, — eskel
’N eur gana tarnijfont huel ;
Al lapoused ’zo da Doue, — ’vel me,
’Vel on dalc’het d’am c’harante.

Ann nevez-amzer zo joaüz — joaüz
Nemed d’ar re karantezuz,
D’ar re ’zo pellet d’a viken — biken
Ha gwestlet ho daouïk zoken.

Taw da c’houistellat, moualc’hik-noz, — bemnoz
N’on ken, siouaz ! Ouz hen gortoz ;
Troc’het e ma nevez-amzer, — a-verr :
N’euz den ouz ma c’hortoz er ger.