Hunvre

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 130-134)



HUNVRE
————


Awalc’h drida, ma c’halonik !
Taw, paourik kez, kousk ha taw mik...



Kelo ’meuz bet deuz ma c’hoantiz,
Zo et eunn devez gand he giz,

Ha war-ma-lerc’h deut d’ar Ger-Vraz
Ouz ma c’hlask pe d’am gwelet c’hoaz.

Tost d’ann iliz, ’vid hi c’hortoz
Oann o vale, ’vel renn bemnoz ;

Hag hi da dremen : Doue oar
Eur plac’h a sell ien pe glouar.


Na gir ’tre omp ; nemet raktal
Kuzaz en iliz ’vel gweohall.

Gortoz oa d’in diwar ann hent :
Mouchet eo d’in Doue ha sent ;

’Boe ’meuz kollet ar garante,
E losket baradoz Doue.



’Vid ann noz-ze oann dihunet
O klevout goel ouz ann oaled,

’Korn ann oaled eunn elik gwenn,
Eunn alc’houez aour enhe gerc’hen,

M’oar vad alc’houez ar baradoz,
Lec’h a nijaz d’ann anternoz,

Nemet oa deut, ’vit kimiadi,
Eur verc’hik ker evel lili...



Chetu vo ugent bla breman,
’Noz eo maro ’m euz ’nn huvre-man.


Tud vad, p’em kavfed ma-unon,
Vin o lenva d’am anaon ;

N’am dalc’hed ket, m’ac’h euz true :
War zeulio ma dous vin neuze.