Skeuden ar vuegez

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 58-60)



Skeuden ar vuegez


Da Fanch Kenec’hdu, « Huelvar ».


Pell dimeus ti ma zud, en bro dom ar C’hreiste,
War eul lestr a vrezel en em welchomp eun de
Goude eun nebeud blaveziou ;
Diwar neuze bepred bep beure ha bemnoz,
E vijemp hon daouïg evel mignoned koz
O konta hon zammou troïou.

Dalc’hmad vijemp seder, dalc’hmad vijemp laouen,
N’anavezemp kamet na trubuilh, nag anken,
Beva a remp evurus braz…
Hon c’halonou dinec’h ha drant evel evned
A gane hep paouez ha dudius meurbed,
Ar martolod hag ar mor glaz.


Pa goueze ar zerr-noz enpad an deïou-hanv,
Pa c’houee en dro d’imp eun ezen flour ha skanv,
E pignemp war ar wern uhel ;
Ha neuze, luskellet gant trouz ar gwagennou,
Kollet etre ar môr ha bolz kaer an Nenvou,
E hunvreemp d’hon Breiz-Izel…

Oh! ya meur a bennad a dremenemp eno,
O sonjal gant dudi en devez an distro,
Pe c’hoaz o konta goustadik
Hag o laret hon daou dirak ar mor divent,
E oa beo en hon c’hreiz, ken beo ha diagent
Karante dener eun dousik !

Siouaz ! eur c’hlenved kri a greiz holl a deuas,
Ha war eur gwele-poan didrue am stagas,
Neuze kenavo levenez !
Ma mignon a ouele, hag araok ma c’hwitâd :
— « Hepdale, emezan, en em gavi yac’h mad,
D’ez kwelet ec’h in aliez… »

Aliez e teuche, emezan, d’am gwelet…
Eiz zun a dremenas ha hen na deuas ket !
Ma c’hlenved a gouezas neuze ;
Hag e tizroïs c’hoaz dinerzet ha kasti,
Seder, rak em c’halon me a vire ar spi
Da gaout ma mignon adarre.


A boan am oa laket ma zreid war al lestrig,
E c’houlennis dustu : — Pelec’h eman Yannig,
Ma mignon koz, ma mignon mad ?
— Yannik, oa d’in laret, a zo tec’het pell zo,
Tec’het ez eo aboue eur seiz zun pe war dro,
Hag hen evurus o kwitâd…

Yannig a oa tec’het…! Ma-unan a chomen !
Eviden ar vue a oa goullou ha yen,
Karget a c’hlac’har, a boaniou !
En dro d’in an holl draou a zeblante maro ;
Digouezet miziou-du, an amzeriou garo,
War ma diouchod ’ruillhas daerou…

Ma daerou a ruilhe stank ha kri, ha poanius,
Hag em spered sonjou a dremene founus :
Gwasan dishenvelidigez !
Seiz pe eiz zun a boan a oa bet tremenet,
Hag hon evurusted en keit-se oa tec’het,
Nag eo dister ar vuegez !