Sketla Segobrani vol3/Rann 44

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 186-188)


DA REIZA ER GEVRENN GENTA
————


P. 11, not 1, Lin. 1, e lec’h « diveret » lenn « deveret » ; an hevelep reiza a zo da ober not. 5, lin. 3, hag e meur a lec’h eus ar genta hag an eil kevrenn ; — not. 2, lin. 2, e lec’h « en e raok » lenn « en e raog ». Ober an hevelep reiza e meur a lec’h all.

P. 14, lin. 7, e lec’h « henchou » lenn « hentou » ; — lin. 11, e lec’h « a zigouez » lenn « a zegouez ».

P. 15, lin. 2, e lec’h « digaset » lenn « degaset » ; — lin. 4 hag ar re war-lerc’h : ouz an arroud-man eus ar Sketla, kenveria e Levr John Earle, Anglo-Saxon Literature, London, 1884, pp. 140-2, ar werz anvet gantan the Ruined City, a zo an diou werzenn genta anezi

Wraetlic is thes weal stan
wyrde gebraecon !
Stupendous is this wall of stone,
Strange the ruin !

Hevelep pajenn, not. 2, staga outi kement-man : Marvailh ar roue e ziskouarn-marc’h, -azen, -bouc’h zoken, a gaver neket hepken etouez ar Phrugianed gwechall hag ar Gelted (Iwerzoniz ar Grenn-amzer ha Breiziz-vreman), hogen e-mesk ar Rusianed hag ar Vongoled. (Gédéon Huet, levraouegour e Leordi broadel Paris, les Contes populaires, 1923, p. 45). Arabad dastum diwar se n’eo ket bet Midas anezan, pa ’z eo gwir ez eus meneg dioutan en enskrivaduriou istorek an Assiriaded (A. Reinach, Hellénisation du Monde antique, pp. 35-6). Nemet staget eo bet ouz e ano gand ar Phrugianed marvailh etrevroadel ar roue e ziskouarn-loen evel ma ’z eo bet staget diwezatoc’h ouz anoiou Arzur ha Charlez-Veur marvailhou ledan-skignet all (Gédéon Huet, op. cit. pp. 144-8). — Doue gant diskouarn-karo en e benn, Renel, les Religions de la Gaule avant le Christianisme, 1906, p. 246, sk. 18.

P. 16, lin. 10, e lec’h « a ganchou » lenn « a gantou ».

P. 87, lin. 3, lakaat e notenn ouz traon ar bajenn : Lïes skouer a c’heller da rei eus poblou bet sevenet hag a zo distrôet, da heul reuziadou bras, d’eur vuhez dizeven pe hanter-c’houez zoken : Kambodjiz ha Tsiamed an Indez-Sina (Anthr. 1921, pp. 306-9 ; Deniker, Races et Peuples, 1900, pp. 455-7, 461 ; J. Leuba, Un royanme disparu : les Chams et leur art, Brussel, 1923 ; S. Lévi, H. Cordier, C. Maître, ha re all, Histoire générale des Peuples, de l’Antiquilé à nos jours, l, 1925, pp. 380-1) ; Lolôed ar Yun-nan hag ar Setchouen e Bro-Sina (D’Ollone, Derniers Barbares, 1911, pp. 106-8, 145-8) ; pobladou mesaerien geotegi meur an Azi (L. Cabun, Intr. à l’hist. de l’Asie, 1896, pp. 48-56) ; Andaloussed hag Imohared pe Touareged ar Sahara (F. Dubois, Tombouctou la Mystérieuse, mouladur ar Figaro, 1897, pp. 252-61 ; Letanant-mor Hourst, Sur le Niger et au Pays des Touaregs : la mission Hourst, 1898, pp. 190-237) ; E. F. Gautier, le Sahara, 1923, pp. 100-6, 158-65 ; Febvre ha Bataillon, la Terre et l’Evolution humaine, introduction géographique à l’histoire, 1922, pp. 204-25 (a bouez bras), 342-5.

P. 111, adober an notenn evelhen : — Lakaat e kemm gand ar pennad-man eus ar Sketla diweza gwerzennou ar c’han gresianek da heul bet savet en VIIIvet pe er VIIvet kantved kent H. S. hag a zo gouestlet da Apollon Delos (Rev. arch. 1908, pp. 77-8) : « E Delos eo e kavez gwella dudi d’az ene, o Gwelevus. Eno en em vod evidout Ioniz o hir-donegou ha ganto o bugale hag o gwragez. Ouz da gounaat en em laouenaont en o c’hoarïou dre emgannou-emzournata, korolladegou, kanadegou. Ma tegouezfe unan bennak e keit m’eman Ioniz bodet evel-se evidout, e kavfe d’ezan ez int kel lïes-all a Zivarveled gwarezet ouz ar gozni. Estlammi a rafe ouz o neuz-vat d’ezo holl hag eun dihued e vefe d’e ene arvesti ouz ar wazed hag ar gwragez gouriziet-kaer, ouz o listri-mor skanv hag o finvidigeziou stank, ha dreist-holl ouz eun tredemarz, na vo ehan d’e veuli, gwerc’hezed Delos, mitizien d’ar gwareger Apollo ». Kenveria ouz « gwragez gouriziet-kaer » ar c’han-ze ar gouriz-ler ledan, outi laonennou kouevr pe arem kizellet, a veze gwisket gand ar maouezed a Geltia d’an hevelep mare end-eeun, 700-500 kent H. S., Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, pp. 831, 856-61.

————