Sketla Segobrani vol3/Rann 43

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 180-186)




DA REIZA
————


P. 11, staga kement-man ouz dibenn notenn ar bajenn araok : — Ne dalveze ket hepken goarivaou Galia da zisplega peziou-c’hoari savet d’an doueed ha da lida korolladou sakr. Gouzout o reomp e teue alïes, en o goueliou azeulerez pe ganv, emgannou klezeiataerien gand ar C’halianed evel gant meur a bobl all eus an Hen-amzer. Diwar-benn ar glezeiataerien c’houestlet, graet anezo trinki, en em ganne d’ar maro e goueliou zo eus Kelted Galia, sellout ouz pennad-skrid Piganiol les Trinci gaulois, gladiateurs consacrés, moulet da genta war ar Rev. des Et. anc. 1920, pp. 283-90, advoulet en e levr Recherches sur les Jeux romains, Strasbourg, 1923 (kenveria Rev. arch. 1923, 1, pp. 200-1). Tennet eo trinkos eus eur benrann trink- he deus ganet ar galian-romaneg *trincare, diwarnan ar galleg trancher. Kenveria al latin truncus, al lituaneg trinka « pilgos » ha kouna ar boaz keltiek da drouc’ha penn an enebour lazet ha d’hel lakaat a-wel e toull-dor an tïez pe en nevedou.

Eur boaz koz ez oa emgannou an Drinked e-touez ar C’halianed, gouez da enskrivadur Sevilla : veteri more. Lakaat e kemm ar boaziou-man e-touez an Dhraked ha Luzitaniz. E-touez an Dhraked, eme Herodotos, V, 8, e vez rôet er c’hoarïou-kanv ar brasa goprou d’an emgannou den-ouz-den, ken uhel-brizet ha ma ’z int ganto (kenveria D’Arbois, Droit celtique, I, pp. 37-8). Hervez Appianos, Iberikê, 74-5, pevar-c’hant a glezeitaerien a emgannas war ar c’hrug-bez nevez-savet d’ar penngadour luzitaniad Viriatthos (140 kent H. S.). War an emgannou klezeiataerien gand an Etrusked hag ar Romaned, lenn eveziadennou Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, pp. 13-4.

Daou ano all a glezeiataerien geltiek a anavezomp : andabata, eun doare klezeiataer ma oa mouchet e zaoulagad gand e dog-brezel, d’ezan d’en em ganna ez dall (kenveria sanskriteg andhas « dall », iwerzoneg uinne) ; krupellarios, eur c’hlezeiataer a oa houarnwisket penn-da-benn (kenveria kembraeg crwb « torosenn »).

P. 13, lin. 2, e lec’h « eur bellen-dan » lenn « eur bellenn-dan » ; not. 1, staga outi kement-man : Sellout ivez ouz Romilly Allen, Celtic Art in Pagan and Christian Times, p. 114 (taolenn-skeudenn) ha p. 131.

P. 18, not. 2, lin. ziweza, e lec’h « 1920 » lenn « 1911-1920 ».

P. 22, not. 1, lin. 1 ha 2. e lec’h « en o raok » lenn « en o raog ».

P. 32, 5vet dilinenna, lin. 3 kent an dibenn, e-lec’h « steredenn » lenn « sterenn » a zo reisoc’h ha gwelloc’h da lavarout étoile. « Steredenn » a vefe kentoc’h constellation ar ster anezi.

P. 35, not. 3, lin. 3, e lec’h « ar Werelaouen » lenn « ar Werelaouenn ».

P. 46, not. 3, lin. 4, etre « (engravadur)» hag « Ar Gelted » lakaat kement-man : — Ouz an hen-alamaneg-uhel sporon, alamaneg-breman sporn « kentr », kenveria an hen-geltieg sparno- (diwarnan Sparnakos « Epernay »), brezoneg spern, Ernault, Dict. étym. du br. moyen, p. 383 (moulet e dibenn e embannadur eus Buhez santez Barba dre rim ; le Mystère de Sainte Barbe, Paris, 1888). Lenn ouspenn war Rev. celt. 1908, p. 261, goulakaduriou ar c’heltiegour Hermann Osthoff diwar-benn deveradurez ar brezoneg ufern, e kembraeg ufarn.

P. 53, trede dilinenna, lin. 4, « biturix (roue ar bed, roue-meur) », intentit « roue-meur Kelted an Douar-bras ». Biturix a ziskouez beza eun ano-karg gant Douar-braziz hepken. Eus roue-meur Iwerzon e veze graet eun ano all : *rix ro-airekon, da lavarout eo « roue ar pennou-bras ». *Ro-airekon eo tro-c’henel lïes *ro-airex « penn-bras » hag an ano-man a veze graet eus an doare-roue a oa o ren war beb-unan eus pemp rannvro Iwerzon (ac’hano an ano all a rôed d’ar roue-ze en iwerzoneg : ri-coiced « roue pempvedenn »). Ar roue-meuriad a oa *rix-teutês e ano. Ar furmou hen-geltiek-man a zo goulennet en o diagent gand ar geriou iwerzonek ri-ruirech, ruire, ri-tuaithe, D’Arbois de Jubainville, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 101-5 ; Noms gaulois, pp. 90-1 ; Premiers Habitants de l’Europe, eil mouladur, II, 1894, p. 388 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, II, pp. 10-l.

P. 54, not. 2, an diou linenn ziweza : An hen-geltieg treba « ti, bodad-tïez » a zo deuet da veza treb « annezlec’h » en iwerzoneg, trev « kêr, kêriadenn » e brezoneg koz. Diwar treba ez eo : *trebami, iwerzoneg trebaim « ec’h annezan, e tiekaan, e c’hounezan douar » ; *trebarios, hen-iwerzoneg trebaire g. « penn-tiegez, tieg » ; *trebaria, hen-iwerzoneg trebaire gg. « poell, eveziegez, furnez ». D’Arbois, Et. gram. p. 108* ; Premiers Habitants, II, p. 358.

P. 50, not. 2, lin. 8 kent an dibenn, e lec’h « kontili » lenn « kontilli ».

P. 62, not. 3, lin. 3, e lec’h « Religiôes da Lusitania, pass. » lenn « Religiôes da Lusitania, II, Lisboa, Imprensa Nacional, 1905, pp. 52-67 ».

P. 65. lin. 8 eus an danevell ha lin. 1 eus an notenn 2 : Arkantodan, furm berraet diwar Arkantodanos, a lenner war beziou-moneiz arem Lexoviiz, Meldiz hag ar Vediomatriked, A. de Barthélemy, Numismatigue de la France : 1re partie, Epoques gauloise, gallo-romaine et mérovingienne, Paris, 1891, p. 16 (Kemennaduriou kaset gant « Strollad al labouriou diwar-benn Istor ha Skiantou » da genskriverien Ministrerez an Deskadurez hag an Ijinou-kaer). Arkanto- a zo, moarvat, e lec’h Arganto-. En anoiou galianek miret d’eomp gant leoriou hag enskrivaduriou an Hen-amzer, e kaver alïes al lizerennou g-k (pe c) o tont an eil evid eben : vergobretos ha verkobretos, Bitudaga ha Bitudaka, Ratumagos ha Ratumakos, Veriugos ha Veriukos. An Ao. Dottin a damall an eskemmadur-ze d’eur boaz-skriva henvel ouz hini Iwerzoniz pa skrivont gg pe c ar g nann-c’houezadennet e-pad ma vez aroueziet ganto ar g c’houezadennet dre al lizerenn g, Langue gauloise, p. 63, n. 1. Arkantodanos e oa, hervez doare, ano eun den e karg, e gefridi henvel ouz hini an triumvir monetalis gand ar Romaned : ren oberidigez moneizoü ar vrôad. Bez’ ez oa e galianeg eur ger dano- pe danno- o talvezout « judex, curator, magister » : rodanos « judex violentus » (Geriadur hen-geltiek Endlicher), platiodanni « kuratored ar plasou ? » (Corpus inscriptionum latinarum, XIII, 6776), per dannum Giamillum (id. 4228). Ouz omao- (De Barthélemy, op. cit, p. 21), kenveria ar furm hen-geltiek *omion a zo goulennet en o diagent gand an hen-iwerzoneg umae « kouevr, arem », gand an hen-gembraeg emid, breman efydd « kouevr ».

Hevelep pajenn, eil dilinenna, lin. 4 ha 5 « o klask mirout outan da gerzout », lenn « … a gerzout ».

P. 77, not. 1, lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « E-kreiz eur porz plantet a wez kerzin » lenn « E-kreiz eur porz dindan gwez kerzin ».

P. 80, trede dilinenna, lin. 1, e lec’h « da von tevid » lenn « da vont evid ».

Hevelep pajenn, 6vet dilinenna, lin. 6, e lec’h « gwazoniez-koada » lenn « gwazoniez-keuneuta ».

P. 83, e dibenn al lin. 9, e lec’h « evel eu » lenn « evel eur ».

P. 85, eil dilinenna, lin. 2 ha 3, kenveria ouz an diou linenn-ze an arroudennad-man eus ar marvailh iwerzonek Penaos e tegouezas gand Diarmuid e blustrenn : « Bez’ e teuas ar plac’h yaouank da gousket er gambr ma ’z edont hag ar gened diouti a sklerae ar speurenn evel pa vije bet eno eur c’houlaouenn », Hyde-Dottin, Contes irlandais, Roazon-Paris, 1901, p. 117.

P. 95, not. 2, lin. 4, e lec’h « Itatie » lenn « Italie ».

P. 99, not. 1, lin, 14, staga : « p. 38, skeudenn 31 ». Houman a zo eun adskeudenn eus pred ar Bez Golini, en Orvieto. Dindan ar gwele-preja, ez eus eur c’haz-antilopetaer o tibri. E ano, Kankru, a zo skrivet a-us d’ezan.

P. 100, kenta dilinenna, eil linenn kent an dibenn, e lec’h « e loskjont » lenn « e laoskjont ».

P. 103, trede dilinenna, lin. 1, e lec’h « Distremenn » lenn « Distremen ».

P. 104, not. 2, lin. 6, goude « skouadrennad-tud », lakaat « lucht (= *luktos) « sammad, kargad »,…

P. 105, not, 2, lin. 1, e lec’h « Eur c’hamm-amzeriad » lenn « Eur gamm--amzeriad ».

P. 106, not. 2, linennou 1-4 : Broga, brogi, brogilos a zo geriou diwar keltieg Galia. A-gevret gant bruig ( = brogi) ez eus en hen-iwerzoneg eur furm all mruig (= *mrogi) a zo reisoc’h ha nesoc’h d’al latin margo ha d’ar goteg marka. Sellout ouz Dottin, Langue gauloise, p. 103, n. 2.

P. 108, not. 4, lin. 3 : Bez’ez eus eur stêr Wipper all war aod mor Baltik, e Pomerania. Douret eo ganti kêriou Schlawe ha Rugenwalde. Sellout ouz Justus Perthes, Atlas général, Gotha, 1877, kartenn 9b : Allemagne du Nord-Est. Eno avat ne denn ket marteze an ano-stêr-ze d’an Hen-amzer. Degaset di e c’hall beza bet er Grenn-amzer gand Alamagniz o deus adc’hermanekaet an douarou-ze etre an IXvet kantved hag an XIIvet. War an aloubidigez-se lenn Seignobos, Histoire de la Civilisation au Moyen-Age et dans les Temps modernes, pevare mouladur, Paris, 1905, pp. 180-3 ; P. Farand, G. Ledos, ha re all, Histoire générale des Peuples, de l’antiquité à nos jours (mouladur Larousse), I, 1925, pp. 211, 238. Kenveria Herri Sienkiewicz, les Chevaliers de la Croix, troidigez c’hallek, 1901, pp. 1-13 (ar c’hent-skrid gant M. R. Skalski).

P. 110, not. 3, lin. 1, e lec’h « Pe Skuthed en Europ » lenn « Pe Skuthed an Europ ».

P. 111. Trouc’het fall eo bet an notenn e traon an enebenn. Debenni a ra war eur pik, ar pez a lez da gredi d’al lenner n’eus ken anezi. Hogen, eman kendalc’het war ar gilenn, pajenn 112. A-zivout ar fazi-man, lenn A. Cim, Le Livre, historigue, fabrication, achat, classement, usage et entretien, V, 1908, p. 399.

P. 114, lin. 3, e lec’h Brannos lenn Branos.

Geriadur, adstaga : — abegou-breutaat Zenon Elea les arguments de Zénon d’Elée (ivez daeladennou Zenon Elea) ; abegelez gg. causalité ; daelad Ainesidemos ouz an abegelez critique d’Enésidème de la causalité ; — adkounerez g. reminiscence (faculté) ; adkoun, adkounad, adkounadur g. réminiscence (effet) ; — anaoudegez gg. connaissance ; dereziou an anaoudegez les degrés de la connaissance (sellout ouz 'santout, merzout) ; — arvest ar Poell vues de la Raison ; arvestadur ar C’healiou g. contemplation des Idées ; — Aristoteles Aristote ; aristotelad aristotélicien ; — asantad g. assentiment ; — an Azi-Vihana l’Asie Mineure ; — baga mettre en barque, embarquer (ivez lestra) ; bagea, -l aller en bateau, se promener en b., conduire un b., transporter en b. ; — (ouz bangor) : kenveria ed bann blé haut, Rev. celt. 1923, p. 357 ; — berr-vuhezet éphémère (en parlant d’êtres vivants) ; — bri gg. flanc (d’une falaise, d’une montagne, ivez tor g. krap g.) ; briell gg. talus peu élevé, berge ; brienn gg. bord qui surplombe, rivage (Gwened) ; — briz-vreutaour sophiste ; briz-vreutaouriez sophistique ; — brôa retourner au pays ; s’établir dans un pays (P. Le Goff, Supplément au dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes par E. Ernault, Vannes, 1919. p. 11 ; -bro, brôel du pays, indigène (adj.) ; brôela acclimater ; — broenn an Nil, broenn-Ejipt papyrus (plante) ; paper broenn-Ejipt papyrus préparé pour recevoir l’écriture ; — buhezegez gg. manière de vivre, mœurs ; buhezegezel qui concerne la manière de vivre, les mœurs ; moral ; buhezegezour moraliste (ivez kelennour-war-vuhezegez) ; buhezegezouriez gg, (la) morale, (l’)éthique (ivez skiant ar vuhezegez) ; — buorz g. parc pour les bêtes à cornes (brezoneg koz hag anoiou-lec’hiou breman) ; buorza parquer les bêtes à cornes ; buorzlec’h, buorzva g. lieu de parcage ; — kamm-gelc’h cercle vicieux ; — kas g. mouvement rapide ; kas an dour le courant (krenvoc’h eget red an dour) ; — keal idée ; — kelc’houiziegez gg. savoir encyclopédique ; keltieger individu qui parle le celtique, celtisant ; — kempred contemporain (adj.) ; kempredad, lïester kempredidi contemporain (subs.) ; kempredaduriou g. lïes synchronismes (ivez darvoudou kempred) ; kempredelez gg. contemporanéité ; — kentaenn gg. principe, élément primitif (ivez peurgentaenn) ; Kentved g Monde primitif, antédiluvien ; kentvedel qui appartient au Monde primitif ; fossile ; skournredennou kentvedel des glaciers fossiles ; — kevrinek, kevrinel, kevrinleun, kevringar, kevrinat mystique ; kevrinelez, kevrinadelez, kevrinadegez gg. mysticisme ; — kouer, koueriad, lïester kouerien, koueriaded paysan (ivez plouezad, plouiziad, lïester plouiziz, plouizien, diwar ploue g. campagne, Gregor Rostren ; maeziad, lïester maezidi, maeziz} ; — krenn-amzeriad a. k. hag a. g. homme du Moyen-Age ; médiéval, moyenâgeux (graet gantan da ano-gwan, e vefe reisoc’h hen skriva gand eun t e lec’h eun d) ; — (an) daoudamma (la) dichotomie ; — (ouz delwenn, staga :) delwenn-harpa cariatide ; — Demokritos Démocrite ; Demokritad disciple de Démocrite ; — diogel gg. sûreté, sécurité, certitude ; a. g. sûr, certain, assuré (krenn-vrezoneg) ; diogela rendre sûr, certain ; diogeladur-kred g. criterium ; — diskejenn gg. atome (l’indivisé) ; ivez pellennel-venn, pellennig) ; — distaol g. pardon (steriou all ouspenn) ; — doubladur g. doublure ; doublet ; — (ouz dourvarc’h, staga :) avenvarc’h (diouz ar c’hembraeg) ; — doz sage (krenn-vrezoneg hag anoiou-tiegez breman) ; an Dozien les Sages (kembraeg Doethion) ; ivez ar Furien ; — Elea Elée ; Elead, lïester Eleïz Eléate ; — enbrôa immigrer ; immigration ; enbrôadenn, enbrôadeg gg. immigration (suivant la nuance); enbrôerien, enbrôïdi g. lïes immigrants ; — entanadeg, holl-entanidigez ar bed ekpurosis (stoïcisme, druidisme) ; goude flokignat, e lec’h chifloka lakaat saflika ; — (ouz germanaat, staga : ) germanekaat ; — e lec’h « goradenn brasier » lenn goradenn a dan… » ; — gra g. acte ; — gup g. vautour ; gup-erer gypaète ; ar gup-meur Europ, ar gup-penn-moal le vautour moine ou arian ; ar gup-Ejipt, gup ar Faraoned le percnoptére ; ar gup gell le vautour fauve ; gup-meur an Andou, ar gup-meur-Amerik le condor ; — gwestenn, gweskenn gg. mors (gromm gg. gourmette ; gwestenna, gromma mettre le mors, la gourmette) ; p. 164, lin. genta ; lemel « ville principale » ; p. 179. e lec’h unc’homboud lenn unkomboud.

————