Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 39

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 110-113)


Difenn an harzou reterel.


El lec’h-se eo en em ziazezjont, eta, diouz am eus klevet, war hed nao derveziad kerzed diouz Treva [1] er gevred, ouz troad ar meneziou [2] war an hent a gas d’ar porziou-mor [3]. Kleuzia fezier a rejont eno, bernia savadennou-douar ha mogeria krenvlec’hiou a zo anezo c’hoaz ha ne deus ket bet paouezet d’ober ganto abaoe. Da warezi o gwragez, o zenzoriou, o zropellou, o micherourien ampart eo e savjont anezo. Neuze e taoljont o garm-emgann ha mont er c’hompezennou a zo e reter ar bed. Ken euzik ez oa o garm-emgann ma tiforc’he diwar he frouez pep gwreg estren deut d’hec’h amzer, kerkent ha ma skôe he diskouarn ; ma varve he frouez enni, ha hi war eun dro gant he frouez, kerkent ha m’her c’hleve, pep maouez estren o tougen abaoe c’houec’h miz.

Evel ar barr-amzer, ar balvent hag an ankou, e teuas eta eus ar C’hornog Esus ha Kernunnos war ar poblou o veva e kompezennou ar Reter. Argadennou taer a renjont outo. Leur an douar a strewjont a zispennou o c’horfou, o c’hlopennou, o eskern. Bouta anezo war o c’hiz a rejont a gompezenn da gompezenn, a stêr da stêr pelloc’h dalc’hmat war-du ar reter. A-hed nao bloavez e rejont d’ezo eur brezel diouennus.

Trec’h da goun an dud koun an doueed ! Nepred ne gollont envor an torfedou koz. Ano an dorfedourien ne da nepred diouto. Er c’hourvibien e kastizont gwall-oberiou an tadou. N’eus ganto na digarez na distaol. E-pad an nao bloavez-se eo e peurwalc’has an daou zoue deut a Argantomagos kanv ha dismantr bro an Hanv. Pemp oberenn gasaüs a oa bet kiriek, gwechall, da varo Broïz-Wenn : lazidigez ar wazed, merzeridigez ar mammou, sklavedigez ar vugale, saotridigez ar gwerc’hezed, terridigez al lezennou. D’ar bemp gwall-oberenn-ze, setu ar c’hastiz a voe talvezet gant Esus ha Kernunnus : etre an Albis hag an Taranis e lakjont an holl stêriou-dour da stêriou-gwad, an holl gompezennou geot da gompezennou korfou maro, an holl grec’hiennou mein ha pri da grec’hiennou pennou-trouc’het. Ar gwerzennou-man a voe kanet gant Bodua [4] :

« Feur-eskemm an Droukrans — Gand Esus kadarn : — Evid eur berad gwad — A ouenn Vanos — Ez a gantan kant kelorniad — A wad estren ; — Evid eun daerenn lintrus — E laka da redek — Kant kelorniad daerou — Dilintr ha louan. »

C’hoaz e kanas :

« D’am evned — Esus kadarn — Gwellat pourvezour ! — Kig klezeiatêt, — Goafatêt, — Kontellatêt, — Karnflastret ; — Korfou maro a-vern, — Pennou trouc’het, — Pred d’ar brini ! — D’am evned — Esus kadarn — Gwellat pourvezour ! »

« Esus, eme ar Vastarned, a dremenas war vrôadou ar Reter evel eur gorventenn wall-amzer war eur c’hoadad gwezigou tener er goanv, evel eur flamm-tan en eur pradad geot sec’h en hanv. Mouga tan o oaledou a eure ha lakaat diberc’henned o biou, diezec’h o gwragez ha didadou o bugale. Dismantret-holl, o meuriadou a voe argaset dirazan ken na vijent pellaet war-hed tri-ugent derveziad-kerzed diouz harzou ar Vebrulandon. Hag eno c’hoaz e kendalc’has da skei ganto. Kant ha kant gwech e lakeas da dremen ha da zistremen warno e virc’hien bras, krenv, pounner, karnet-ledan. Diou rod e garr-emgann arem bras a roudennas en engroeziad stank ar c’horfou anezo diou sodell doun o flokignat enno gwad e-leiz. Gand ar sodellou-ze oc’h en em astenn skoaz-ha-skoaz eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz, eus ar reter d’ar c’hornog, e voe laket henvel ar gompezenn ouz eur pez-gwiad ruz-karezennet. Skei ganto a reas Esus ken na chome diwar pep miliad nemed eun den en e zav, ken na grede mui ar re vanet e buhez teurel o garm-emgann, na marc’hegez war ar maez digor, nag enaoui tan nemet e kuz dindan ar strouez, er stanka brouskoadou. Gand o c’hontilli e kleuzjont toullou evel broc’hed ha kuzat dindan zouar evel merien [5]. Krouga o c’houn ha spaza o mirc’hien a rejont rag aon na dennje ar garmadennou anezo taol ar maro warnezo o-unan ha war o zud [6]. Ker paot e voe neuze ar c’hezeg dianket, lazet ar vistri anezo gand Esus ha Kernunnos, ma rejont bagadou, a zo diwarno an holl gezeg gouez a gaver er c’hompezennou reterel, etre an Albis hag an Tanaïs. »


  1. Treoua, Ptolemaios, II, 2, 12. Hambourg marteze ? C. Jullian, Rev. des ét. ant., 1915, p. 124.
  2. Menez Karpis, ar C’harpatou hizio, henvel a-walc’h.
  3. Moarvat ar porziou bet krouet gand ar C’hresianed en arvor ar mor-Du, Olbia en o zouez, Bulletin de correspondance hellénique, 1910, pp. 255-8. Diwar-benn an hent meneget aman hag an dalvoudegez anezan en Hen-Amzer, sellout ouz Jullian, Rev. des ét. anc. 1915, p. 124 ; Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, 2vet mouladur, p. 165, notenn 1 ; H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, pp. 3-9.
  4. E-touez Douar-braziz, er Ia kantved goude H. S., e kaver an ano-doueez Katubodua pe Atubodua war eun enskrivadur eus an Alpou. Gand eneziz Iweron, er Grenn-amzer, Bodb « branez » (= *Bodua) a zo eun doueez eus an emgann. Hervez eur skrid ez eo gwreg Tethra, unan eus doueed ar Bed-all, a zo e ano hini eun doare bran (D’Arbois, Cycle, pp. 195-6 ; Civilisation, pp. 197-200). Skridou all he laka, a-gevret gant Nemon (*Nemetona), da wreg da Net (*Nentos) pe Neit (*Nentis), mab Indu, douaren De (*Dêvos). Eun doue eus ar brezel eo Net hag e talv e eil ano kement ha « kann, gouli ». Taolennet d’eomp eo Bodb gand an Tain bo Regamna « Skrapadenn buoc’hed Regamain » evel eur vaouez ruz, diouabarant ruz en he fenn, eur vantell ruz hag eun doneg ruz en-dro d’ezi (D’Arbois, les Druides, p. 165). Diou c’hoar he deus : Macha ha Morrigu. O zad eo Buan « Peurbadus » hervez skridou-zo, Ernmas « Houarnlaza » hervez skridou-all. Eun trede rummad leoriou a lavar ez eo Macha merc’h Mider (*Medros) ; Grian Banchure « the Sun of Womanfolk » a zo neuze he les-ano (the Edimburgh Dinns-henchas, war Folk-Lore, IV, 1893, pp. 62-3). Meur a Vacha all a gaver e lennegez koz Iwerzon hag a zo, gwirhenvel, doubladuriou diwar houman : — Macha Mong-ruadh « He Moue ruz », merc’h Aed Ruadh « Tan ruz », roue meur Iwerzon war-dro ar bloaz 400 kent H. S. ; eur vrezelourez vrudet a oa anezi a lakeas sevel e Bro-Ulad ar c’hrenvlec’h meur anvet Emain-Macha diouz hec’h ano ; — Macha, gwreg Nemet (*Nemetos), mab Agnoman ; — Macha, gwreg Crunn, mab Agnoman ; eur rederez dispar ez eo houman : eviti da veza ac’hub, e voe trec’h en eur redadeg da gezeg roue an Uladed.
  5. Kement-man a denn da dïez dindan-zouar ar Skuthed, S. Reinach, l’Origine de la civilisation aryenne e levr A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, p. 318.
  6. Strabon, VII, 4, 8, a laka ivez war ar Skuthed ar spaza-mirc’hien.