Sketla Segobrani vol3/Rann 38
Pa voent deut war-hed eun hanter-zerveziad hent diouz harzou ar Vebrulandon e rejont eun ehan hag ez eas an teir doueez, Bodua, Nemetona, Rigantona [1], e spez evned, d’en em ziskouez d’an dud. Lavarout d’ezo a rejont anoiou ar re a oa o tostaat. Ha setu kerkent o c’hrounna eun engroez pobl evid o degemerout ha heta d’ezo donedigez-vat. Gwrezek degemer o devoe dreist-holl digand ar merc’hed yaouank. Barrou glas a-bann ganto en o daouarn e teredjont en eur youc’hal d’ezo. War freuzi e voe bolz an nenv ha war frailha leur an douar gant kement e voe youchadeg ar merc’hed yaouank. D’o zrugarekaat eus o degemer hag eus an enor a raent d’ezan e kanas Kernunnos kement-man :
« Goude hir-ergerzout douarou gouez, goude hir-venel e-touez merc’hed du Roudon [2] c’houek ganeomp gwelout ho sellou sklêr, ho moueou melen, merc’hed yaouank. Petra eo merc’hed kaer ar gouennou estren e-skoaz ar re a welomp en-dro d’eomp ? Aman e weler o vont keit-ha-keit e peb-unan kened ha glanded, kadarnded ha furnez, eveziegez hag eeunded. Bevet ar gwerc’hezed o rodelladou-bleo aour, bras, neuziet-kaer, dremmet-koant, hegarat, gwirion ha fur, bevet gwerc’hezed ar Seiz-bagad ! »
Esus d’e dro a ganas kement-man :
« Ganet eo merc’hed ar C’hornog eus pri ar geuniou, douar an havregou, mein ar meneziou. Ha d’ezo gant-se, ment teo ha torgosok, kroc’hen melen ha kramennek, bleo peurzu, ene divalo ! C’houi a zo bet krouet, en nevez-hanv, eus eon ar c’hoummou, fulennou erc’h an nenv, glaz an oabl, aour an heol, hag ho taoulagad, ho pleo, ho korf gwenn ha lank o testenia hoc’h orin. Degemerout a reot en ho metou evel eur c’hoar an hini a zo ken henvel ouzoc’h, ar verc’h bet engehentet war glann an tonnou gant Kantamos Lïes-lenvet : Alaba. »
Ar gaera eus gwerc’hezed ar Seiz-bagad d’ar mare ez oa Leukimâra, merc’h Nantorix, roue bagad ar Marc’h. Kernunnos a deneraas e galon outi hag he c’hemeras da bried. An daou gadour a gimiadas, goude, ganto o gwragez hag o c’houn. En tu-hont d’an Albis ez ejont war an harzou reterel d’o difenn.
E-kenver d’an harzou-ze eo en em gav bro ar Vured (Buri) [3], ar Skired [4] hag ar Skoloted [5] ma ra anezi ar C’hresianed Skuthia. Ha kement-man a laka anat ar vro-ze : goloet a goadou tenval eo en hanternoz hag, e-pad c’houec’h miz, e weler enni ar stered da greiz an deiz. Sklêr ha dizolo eo diouz tu ar c’hreisteiz.
- ↑ Ar c’hembraeg Rhiannon a c’houlenn en e raog eur furm hen-geltiek *Rigantona. Diwar-benn Rhiannon hag he zri evn o c’han burzudus, lenn Loth, Mabinogion, I, kenta mouladur, p. 43, n.2, ha p. 93.
- ↑ Diwar-benn eun neuz-den morianhenvel e-touez gouennou an Europ da hen-vare ha da nevez-vare ar maen, sellout Déchelette, Manuel, I, pp. 289-96 ha, d’an diweza, Marcellin Boule, les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine, eil mouladur, Paris, 1923, pp. 283-5. Kenveria W. Z. Ripley, the Races of Europe, London, 1900, pp. 457-61. Roudou en deus lezet an neuz-tud-ze er pobladou deut warlerc’h, dreist-holl er C’hresteiz : Bro-C’hres, Itali, Spagn. Scymnus a Chio, diouz hen-skridou hervez, a ra meneg a Ethiopiz ar C’huz-heol, Aethiopes Hesperii, e kornad-bro Gadira (Cadix), Philippon, les Ibères, p. 49, notenn.
- ↑ War glann ar Vistula uhela, Tacitus, Germ. 43.
- ↑ Etre ar Vistula hag an Dnieper, Bulletin de Correspondance hellénique, 1910, p. 258.
- ↑ Pe Skuthed en Europ, D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 223-64 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 172-80 ; Minus Scythians and Greeks, Cambridge, 1913 ; Rostovtzeff, Iranians and Greeks in South Russia, Oxford, 1922. Gwelout ivez Kondakof, Tolstoï ha S. Reinach, Antiquités de la Russie méridionale, Paris, 1892 ; Tallgren, l’Age du Cuivre dans la Russie centrale, Helsingfors, 1920 ; l’Epoque dite d’Ananino dans la Russie orientale, Helsingfors, 1919 ; (kenveria Anthropologie, 1923, pp. 556-61).