Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 33

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 97-99)


Emgann-loened Tarvenna [1].


Neket tirvi evel ar re-all eo ez oa seiz taro Medua, hogen seiz arc’houere, aet e tirvi. Dre-ze n’en doa den gallet o zrec’hi. Evito eo ez oa bet savet er c’hrec’hiennou goariva-meur Tarvenna. Eun derez warn-ugent, kleuzet e tor ar c’hrec’hiennou er roc’h veo, a enkelc’hie leurenn ar c’hoariou. War al leurenn-ze e tegased an dorfedourien, al laeron, ar vuntrerien, ar saotrerien-zoueou, ar brizonidi paket er brezel, an diavêzidi a oa bet dismeganset ganto ar rouanez. D’ar maro e vezent lakaet gand an tirvi dirag ar bobl en em vodet eno.

Esus ha Kernunnos, o-daou war al leurenn-emlaz, a stourmas ouz ar seiz taro. C’houec’h anezo a lazjont. Evid ar seizvet, e nachas mont d’ezo. An taro Donnos an hini ez oa. Chom a-za dirazo a eure, turia douar gand e gerniel, roudenna al leur gand e droad. Neuze e roas eur vlejadenn hag, o trei kein, ez eas er-maez eus al leurenn. Den ne gredas e zizarbenn. Hag hen en-dro d’e beurvan.

Ar bobl a c’harmas war he c’herseenn o welout ar seizvet taro o vont kuit hag an daou gadour diavêziad o chom, hep gloaz na gouli, mestr war an emgannlec’h. Neuze e voe sonet o c’horn-boud arem gand an daou gornour e-tal ar rouanez ha spiset gand ar pevar bannour anezi e teuje, e-lec’h ar seizvet taro, ar c’hi-emgann a veze o virout ar c’hrenvlec’h.

Albios « Bed » [2], mab Mâros « Meur », eo a raed eus ar c’hi-ze. Nerz ar Bed a oa ennan pa’z oa gouest, hen e-unan, da herzel ouz armeou ar bed a gerzout war-raok ha d’o derc’hel a-zav beteg an deiz diweza. War c’hourc’hemenn ar rouanez e lammas ar c’hi en emgannlec’h, hag hen, digor e c’heol, mont a-razailh d’an daou gadour. Esus eo a zegemeras an argadadenn anezan. Esus a stourmas outan hag e lazas.

Ar rouanez ha gervel neuze ar c’haz a oa bet roêt d’ezi gant Nabaros, roue Olisipo [3]. Battus « Maro » [4], mab Agra « Lazadeg » [5], a raed eus ar c’haz-se. Ennan ez oa nerz ar Maro : etre daou guz-heol e c’hallje astenn en o gwele-gwad a varo armeadou ar bed. Floura e benn d’ezan a eure ar rouanez ha kuzulikat e pleg e skouarn. Hag hen o c’hourlammat skanv el leur-emlaz hag en em ruza etrezeg an daou gadour. Kernunnos eo a zegemeras an argadadenn anezan. Kernunnos a stourmas outan hag e lazas.

Hag ar sklerijenn o tont e spered ar rouanez, ha teuzi al lusenn-hud a oa etrezi hag an daou gadour. Ha hi dont da c’houzout piou ez oant. O anaout a reas an eil hag egile anezo :

« Tud n’oc’h ket c’houi, emezi, hogen doueed. Neket Nertos ha Galatos eo a zo hoc’h ano, hogen Esus ha Kernunnos. »


  1. Emgannou-tirvi e Kret ar rann-amzer minoel, Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, pp. 71-2, 394-6 ; en Iberi, livadur-war-roc’h kledour Cogul, e traonienn an Ebr, S. Reinach, Répertoire de l’Art quaternaire, kenta mouladur, Paris, 1915, p. 56. Diwar-benn oad gwirion livaduriou-war-roc’h kledour Cogul, sellout ouz De Morgan, l’Humanité préhistorique, kenta mouladur, 1921, p. 265, ha kenveria C. Jullian, Rev. des ét. anc. 1922, p. 180-1.
  2. *Albio a zo aet da elfydd « bed » e kembraeg. Kenveria Ailbe, ki-emgann brudet a Iwerzon, D’Arbois, l’Epopée celtique, p. 501. Diwar-benn ki-emgann ar Gelted, sellout Notennou, VIII, p. 26, D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 55-60. E-gaou eo ez eo bet lavaret, en daou levr-man, ez oa dianav ar c’houn-emgann da C’hresianed ar pennad-amzer homerek : skeudennou anezo a gaver en arz gresian-ha-ionian (sellout ouz ar pennad-skrid a-zivout levr D’Arbois embannet gant S. Reinach war Chronique des Arts et de la Curiosité, 1899 ; kenveria Rev. celt. 1901, p. 245). Kadgi pe aergi a veze graet eus ar c’hi-emgann e brezoneg-koz. Barzed krenn-amzeriad Kembre a ra alïes gand an daou c’her-ze da envel ar vrezelourien : yg gorun aergun « e kurun an aergoun » (ar gadourien) ; aerbost cutgun « aerbost ar c’hadgoun » (ar vrezelourien), Rev. celt. 1920-1, pp. 163, 167.
  3. Lisbonna. Diwar-benn pikolou kizier-gouez an Europ (lynx vulgaris, l. pardinus) hag an damesaat anezo, lenn Brehm, les Merveilles de la Nature, les Mammifères, I, pp. 302-8. A-zivout ar c’haz-ki (cynailurus) pe ar c’haz-antilopetaer a gaver en Afrik hag e rann vervent an Azi adal striz-douar Suez bete Bro-Indez, lenn, en hevelep levr, ar pajennadou 312-7. Ken abred hag an eilvet milved kent H. S. e veze damesaet ha desket war hemolc’hi ar c’haz-antilopetaer gand Ejiptiz ha tud an Azi. Degaset e veze e Kreisteiz an Europ, Gres hag Itali, d’ar roueed ha d’an uhelidi a rae anezan keneil o hemolc’hadegou hag o banveziou. War-dro kreiz ar c’henta milved kent H. S. e weler e skeudenn war livaduriou-war-bod ar C’hresianed ha war livaduriou-bez an Etrusked : Tomba del Leopardi, Tomba delle Leonesse, Tomba del Triclinio (F. Poulsen, Etruscan Tomb-Paintings, p. 31 ha skeudenn 24). — Diwar-benn hemolc’hadegou Mukeniz, sellout ouz Glotz, Civilisation égéenne, 1923, p. 363, hag ouz Dussaud, Civilisations préhellénistiques, 1914, pp. 160-4, skeudenn 121 ha taolenn-skeudenn livet C. War banveziou hag evadegou an Etrusked, Poulsen, op. cit. pp. 19, 29-40 ha skeudennou 23, 24, 26, 27, 30-2 ; eveziadennou mat gant S. Reinach war Rev. arch. 1922, II, pp. 197-8.
  4. War ar ger-se sellout Rev. celt. II, p. 427, ha Dottin, Langue gauloise, p. 233. Pennad damhenvel ouz heman e levr Dottin, Contes irlandais, Roazon-Paris, 1901, pp. 116-7.
  5. *Agron pe *agra deuet da aer e brezoneg.