Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 32

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 95-97)


Ar medi e Roudon.


Deut ez oa amzer ar medi. Ar rouanez o c’hasas er maeziou gant he mederien. Ar re-man a zaëas an daou baotr yaouank hag ouz an eil hag egile anezo e voe staget gand ar rouanez an teir liver-hud ; diegi, glizi, mored, evit ma vijent koll drezo. Hogen, dic’halloud outo e vanas ar strobinellou. E kement park ma labourent, ez ae Esus ha Kernunnos gand ar medi ker buan hag al luc’hed ha bep tro, da heul ar pennou-ed, pennou ar vederien eo a goueze dindan falz an daou gadour eus bro an doueed [1]. An daou-ze eo a beurvedas an eost, rak m’edo astennet en o gourvez holl vederien gêr dre ar parkou. War a leverer, e-pad m’edont o vedi an diweza park, ar rouanez o sellout, a-greiz-holl ec’h ehanas Esus hag e lavaras da Gernunnos :

« Piou a zo o heja an ed ahont e penn ar park ? »

Ha Kernunnos, hep digeina, hep astali war e labour, a eilgerias :

« Marc’h an ed [2] eo a zo o paouez gourvez ahont.

— Mont a ran d’e laza », eme Esus.

Hag hen mont er penn all d’ar park ha laza ar marc’h gand e falz. Hogen marc’h muia-karet Medua ez oa-hen, deut da dorimellat eno. Dre nerz o hud ha galloud o strobinellou o doa an daou gadour graet d’ezan dont er-maez eus e varchosi hag e zegaset di. Dont a reas ar rouanez da welout korf maro marc’h an ed hag ec’h anavezas he marc’h-hi end-eeun.

« Gwa d’in, emezi, rak setu lazet ar marc’h a oa dindanoun em holi emgannou, an hini en deus va douget a-dreuz da rouantelez ar C’hornog adaleg Oestrumnis betek Tingis ».

Tremen a reas eur sell leun a anken hag a zroug war ar gompezenn marellet a gorfou hag a bennou he mederien, war an irvi ruziet gand o gwad. E bara a reas neuze war an daou zen estren. Peurc’hraet ganto o labour, edont en o sav, o falz en o dourn, stag outi o sellou. Hag en a-drenv d’ezo an heol o vont da guz ! E ruzder an abardaez e tiskoueze d’ezi an daou baotr yaouank divarv beza bras ha krenv, garo ha kriz, eur marz ! Ha taer ar c’haerder anezo evel hini daou vab Ankavos [3]. A belec’h e teuent-i ha piou ez oant ? Biskoaz n’he doa gallet ar rouanez her gouzout. Ar gridienn-aon, evid an dro genta, a spinas gant hec’h askell zu ene dizaouzan brezelourez ar C’hornog [4].

« Rusat, gounidusat eost, o rouanez ! eme an daou ziavêziad.

— Ruz ha gounidus d’eoc’h, emezi ; ruz ha kollus din-me, avat ! An trec’h a zo ganeoc’h ; evidoun-me em eus kollet va holl vederien, ha setu astennet aze, trouc’het d’ezan e c’houzoug, va gwella marc’h.

— Founnusat eur souez ma vo an eost nesa, o rouanez, emezo, rak biskoaz ker bras lidlazadeg n’he doa glebiet a wad an douar-man.

— Ha piou a vedo aman er bloaz nesa, eme ar rouanez, pa hoc’h eus lazet kement den a oa gouest da embreger eur falz ? »

Pa zeuas an daou gadour d’he gwelout er c’hrenvlec’h en noz-se, e lavaras :

« Kerent an dud hoc’h eus lazet hizio a zo deut em bete evid azgoulenn ho pennou. Hag ho maro a zo c’hoantaet gand ar bobl a-bez ! D’ezo em eus lavaret ho lakaat d’en em ganna ouz va zirvi war leur-emlaz Tarvenna. »


  1. Diwar-benn an hena doare falz boaziet en Europ e nevez-varevez ar maen, lenn G. Bonsor, Les colonies agricoles pré-romaines de la vallée du Bétis, Espagne, in Rev. arch. 1899, II, p. 381 (skeudenn) ; A. Vayson, Faucille préhistorique de Solférino, Italie in Anthropologie, 1919 (4 zaolenn-skeudenn). War ar filzier-eost en arem hag ar binviou labour-douar all (pigellou, eler, ogedou) ma raed ganto e nevez-marevez ar maen hag e oadvez an arem, gwelout De Morgan, l’Humanité préhistorique, pp. 181-3, skeudennou 91-4 ; K. Schumacher, Der Ackerbau in vorromischer und romischer Zeit, Mainz, 1922, pp. 6-11, skeudennou 1-6. A-zivout an doare ma veded gand ar falz, o trouc’ha an tanvouezennou hepken hag o lezel ar soulennou war o zroad (Notennou diwar-benn ar Gelted koz, VII, pp. 18-9), sellout ouz an Histoire générale des Peuples, de l’antiquité à nos jours (mouladur Larousse), I, 1925, p. 6, kenta taolenn-skeudenn livet, anezi eun adskeudenn eus eul livadur-bez ejiptad eus an Impalaerded-Nevez taolennet warnan ar medi. Lenn ouspenn F. Hartmann, l’Agriculture dans l’Ancienne Egypte, 1923.
  2. War marc’h an ed, sellout Frazer, III, pp. 341-3.
  3. *Ankavos = Ankou.
  4. Diwar-benn an doueezed askellek gant Kelted Galia, sellout Rev. des ét. anc. 1911, pp. 337-8 (skeudenn).