Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 11

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 25-26)




Ar pontou-klezeier a-dreist d'ar stêr Zu.


P’edo o tont eus ar meneziou e welas ar roue o sevel dirazan en oabl eur bomm bras a uloc’h evel morlusenn. Eus eur gompezenn ec’hon e teue ma tregerne enni an aer gand aroun armou ha garmadeg c’haro emgannerien. Eno e tizas ar roue treizidi al lestradou en e raog, hag e kavas anezo dalc’het en eur c’hrogad ouz armead an êrevent. Ar re-man o diskolpe a daoliou kleze, o zreuze a daoliou goaf, o flastre a daoliou bataras hag o argase da benn kuz-heol ar gompezenn. Eno e red ar stêr Zu [1], uhel ha serz an daou ribl anezi, hag o veriena e douriou he naoz naered, baoted ha gurlazed ker mentek, ken euzus ha ker fero hag ar re a zo o pobla stêriou an Azi hag an Afrik. E douriou ar stêr-ze hag e kerreg an diouc’hlann anezi e kaver kement amprevan kontammus, kement gwall-loen-stlej a vez o founna e kevrenn c’hrizias ar bed. An dud n’oant ket evit tizout ar pontou a veze taolet diwar an tornaod er stêr, hag e lamme an holl loened-euz ganto d’o flaouia. Evid ar re a dize ar pontou n’oa ket nemeur o flanedenn da veza aviet war hini ar re-all, rak pep pont n’oa anezan nemed eur c’hleze bras war e led a-dreuz d’ar stêr eus an eil glann anezi d’eben, ha gant laonenn lemm-skejus ar c’hlezeier-ze e veze trouc’het o zreid beteg an askourn [2]. Meur a hini, pa n’oant ket evit padout gand ar boan, a goueze er stêr kent diraez an tu-hont.

Ar plac’h yaouank a reas da Atepomaros peur-redek an holl dachenn-emgann eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz hag eus ar reter d’ar c’hornog. E gas a reas war glann ar stêr ha diskouez d’ezan an daouzek pont-kleze en em astenne a-dreist d’he douriou skrijus. An holl droiad-ze a rejont hep poan nag arvar, rak ne harze netra ouz bountad araogenn an daou varc’h ruz. Pep tra a ziskarent dirazo o flastra a-gemmesk dindan o c’harnou kalet an dud hag an êrevent. Ha n’helle an eil re nag ar re-all o gloaza na gloaza ar re a oa war o c’hein.

P’en devoe Atepomaros arvestet ouz ar gwel-ze piz hag a bep tu, e terenas ar plac’h yaouank an daou varc’h e-harz ar meneziou.

« Stard mat da varc’h gant da ziouhar ha krog da zaouarn er moue anezan, emezi. Emomp o vont da lammat dreist ar stêr. »

Ar plac’h a reas eur youc’hadenn a voe klevet e bed ar Sav-heol kouls hag e bed ar C’huz-heol [3], ha kerkent an daou varc’h en o raog evel eur barr-avel. Treuzi ar gompezenn a rejont dre o daoulamm krenv, galloudek, gouez, kounnaret, diboell. Diwar an herr-dreist a oa aet enno nijal eo a rejont a-us d’ar stêr evel daou evn ha plava war ar c’hlann-hont.


  1. An ano hen-geltiek e vije Dubis e keltieg Galia (ac’hano ano breman an « Doubs », stêr a Vro-C’hall), ha Dubos e keltieg enezennou ar Gwalarn, Dottin, Langue gauloise, p. 253.
  2. Rev. celt, VI, p. 269-70.
  3. Dottin, Contes irlandais, p. 199.