Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 10

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 21-24)


Adaqi, merc’h Noux.


Gwall-harzadennou ar c’hi a lakae da dregerni an nenv hag an douar. Hogen ar ramzez ne zistagas ket anezan, hag e sellas ouz ar roue hag ar plac’h yaouank o tremen hep ma tiskouezje he dremm levenez pe zilevenez. Pelloc’hik, en dourn dehou d’ezan, e welas Atepomaros eun eil keo ken ec’hon hag ar c’henta. E doun ar c’heo-ze eun eil ramzez en he c’hoazez. Melen-gell ez oa bleo houman, loued ha flour he daoulagad, gwenn, kaer ha hegarad he c’hroc’henn war he divrec’h a liou gant bleunv an avalenn. Gwisket ez oa e krec’hin arzed gwenn ha ganti en-dro d’he gouzoug ha d’he divrec’h kelc’hiennou goularz. En he zreid pevar arz all, kenliou d’ar re genta, o c’hoari hag o c’houren kenetrezo. Ar plac’h a zalc’has a-zav an daou varc’h, hag Atepomaros ha lammat d’an douar ha mont tre e-barz ar c’heo. Dre ma tenesae, e vihanae ment ar ramzez, ha, p’en em gavas en he c’hichen, edo deut d’eur vaouez kaer n’oa ket he ment en tu-hont da vent brasa maouezed a ouenn Vanos. Ha n’oa ket an daou arz en he barlenn, ar pevar arz ouz he zreid brasoc’h eget kizier, pe eged ar c’houn bihan-ze a vez a-wechou gand ar rouanezed etre o divrec’h.

« Deut-mat ra vezi, va mab bihan, eme ar ramzez deut da vaouez.

— O maouez, o rouanez, piou out-te ? eme Atepomaros.

— Adaqi ez oun-me, emezi en eur wenc’hoarzin. Noux, va mamm, eo ar bikolenn a vaouez zu emout o paouez gwelout er c’heo ahont.

— Pe vro eo ar vro-man ma vevez enni, o mamm, o rouanez, eme Atepomaros.

— Ar rouantelez, emezi, ma ren Ogros ha Noux [1]. Di eo e teu an dud o deus torret al Lezenn. Emout o vont da welout pe donkadur eo o hini ha pe gastiz a gouez ganto.

« Kenta kastiz a gouez ganto eo pa vezont flemmet gant naered al lestr du a skuilh en o c’horfou hadenn an holl glenvedou. An eil kastiz eo pa zouaront ha pa vezont aroueziet gant ar paotr e horzenn houarn, ha gouestlet da c’halloudegeziou an Islonk. An trede kastiz eo pa renkont trement etre krabanou ha karvanou an arzed ramzel ha beza plaouiet ganto. Ar pevare kastiz eo, goude d’ezo bout dislonket gand an arzed ha deut an dismantrou anezo a-benn d’en em anaout ha d’en em adstrolla d’ober adarre gwazed ha merc’hed, pa zeu ar c’haouenned-erc’h da ziskarga o fank war o fenn ha da ziregi a-daoliou pigos o dremm hag o diouskoaz. Ar pempet kastiz eo, e toull-digor ar ganienn denval, pa zeu ar guped da gluda war o fenn ha da sanka o skilfou en eskern o c’hlopenn, pa doullont d’ezo o daoulagad, ma krignont gand o figos kamm e poullou leun-wad an daoulagad anezo beteg an empenn. Neuze o gweler, dallet hag en eur yudal dre o foan, o tiskenn diwar red ar ganienn denval hag int en em steki ouz ar rec’hier, streboti er berniou erc’h, rikla war ar glerenn, koueza hag en em c’hloaza a-hed an hent, heb gallout, eur predig ha na ve ken, diheja an evned kriz en em staget ouz o fennou. Ar c’houec’hvet kastiz eo p’en em ziskouezont dirak va mamm ha m’en em daol outo, dichadennet ganti, ar c’hi arwenn trifennek d’ober kofad gand o c’hig, ar gwad hag an eskern anezo. Ar seizvet kastiz eo, eur wech ma vezont bet c’houedet gand ar c’hi, pa ’z eont ebiou d’am c’heo ha ma laoskan outo va arzed. An eizvet kastiz eo, da zifourk ar meneziou, pa zegouezont gant armead an êrevent, o vrev a daoliou hag o zreant gant o armou, ma stlejont war an douar o izili drailhet ha ma savont d’an nenv o dremm disleberet ha gwad-holl. Hag an navet kastiz eo pa dremeneont er stêr. Hiroc’h avat ne zezrevellan ket d’it. Drezout-te da-unan e weli petra a c’houzanvont eno.

— Hag ar plac’h he deus va ambrouget beteg aman, piou ez eo-hi, o rouanez ? eme ar roue. »

Adaqi a respontas :

« N’eman ket da glemm ar c’hadour a zo o paouez ober eun hir-varc’hekadenn skoaz-ha-skoaz gand eur seurt plac’h yaouank. Bez’ ez eus e Dêvobriga [2] nao c’hoar peur-henvel, holl-gaer, ma tasorc’h bep beure an anal glan anezo ar flamm-tan en oaled an doueed [3]. Ar plac’h ouz da c’hortoz ahont war he marc’h ruz a zo unan anezo. Aventia he c’hleze eeun-gwirion eo hec’h ano. Hi eo a vez beb abardaez en tu kleiz d’am fried war an traez-meur [4]. Hi hag he c’hoar — Viriona [5] en em zalc’h en e du dehou — eo an diou vaouez n’eus nemeto ma c’hellan hep gwarizi gouzout emaint ouz tu va roue, e keit ha ma vezan dalc’het aman pell dioutan. Rak, ker yaouank ha ker kaer bennak ha ma ’z int, gwerc’hezed int hag e vezint da viken. Ar garantez a roont, ar garantez a enaouont a zo dibar an doare anezi, ha dibaot hini a oar e gwirionez petra eo.

— Eur goulenn adarre, o mamm, eme Atepomaros. Perak ez oun bet degaset aman ?

— Mennet en deus va roue e c’halljes diskulia d’an dud tonkadur torrerien al Lezenn. Diwar ar pez a weli aman e teski petra az pezo da lavarout. Hag ar plac’h yaouank ouz da ambroug a zisklerio d’it kement tra ne vi ket evit her meiza. »

Kent pellaat da bignat war varc’h e lavaras Atepomaros c’hoaz :

« Mamm-goz, ker koz ha padal bepred yaouank, kaer ha karadek, bevet ganez tri oadvez ar bed ha diguz ouzit pep tra en nao bed [6], va lez d’az koulennata eur wech c’hoaz. Ha pell amzer e ranki chom aman disrannet diouz da bried ?

— Lavarout a fell d’in peur e vezo diwez d’hon disrann, Atepomaros, eme Adaqi. Pa vo an heol hag al loar plaouiet gand ar bleizi ha saotret ganto an nenv a wad-den eo e vezo. Ha p’en em genziouenno an doueed hag ar ramzed en emgann diweza. Neuze e teuin en-dro daved va fried, nemet evid eun amzer verr ne vo ken. Rak e skarro an douar dindan hon treid ; koueza a ray an nenv war hor penn hag e vo ar bed-holl peurlosket dre an tan. Diwez a vo da bep tra ! Hogen, pedennou an drouized holl-bad a lakay da zont eus doun an doureier eur bed all gwelloc’h ha kaeroc’h. Adc’hanet ne vezo ken gouennou du ha milliget an douar koz nag ar ramzed drouk ganet dioutan. Hogen, adc’hanet e vezo Manos ha Bena, leun a gened, a yaouankiz, a garantez. En em unani a raint ouz skleur ruz ar c’henta goulou-deiz, e lezenn ar c’hoad glas. Ha genel eur ouenn c’hlan ha kadarn a boblo an douar-holl hag a reno warnezan penn-da-benn. An doueed vat a vezo en-dro ; adkavout a raint rodou aour al Lezenn hag en em advoda e Dêvobriga adsavet [7]. »

  1. An iwerzoneg uar, kembraeg oer « yen » a rank beza en o raok eur furm geltiek ogro-. Noux « noz ». Kenveria e deiziadour Coligny Ogronios, ano miz (here ?) hag Atenoux « noz-veur ? » (noz al loar-gann ?); Rev. celt. 1898, p. 220. Diwar-benn eun diskleria-all eus atenoux lenn Dottin, Langue gauloise, p. 229. Kenveria Rhys Coligny Calendar, p. 53. An iwerzoneg adaig « noz » a c’hallfe beza diwar eun hen-furm adaqi.
  2. « Krenvlec’h an doueed. »
  3. Gwerc’hded red d’ur plac’h yaouank da zasorc’hi tan (Galia), Fraser, III, p. 469, notenn 6. Nao flac’h yaouank a laka an anal anezo da virvi kaoteriad Penn Announ (bro-Gembre), Rhys, Celtic Heathendom, p. 256, 373.
  4. Iwerzoneg trag-mar, unan eus anoiou bro an doueed hag an anaon. Aventia « eeunded ? », sellout ouz Dottin, Langue gauloise, p. 229, ar ger avento-.
  5. Virionia deut da firinne en iwerzoneg, gwirionez e brezoneg.
  6. Anderson-Leclercq, p. 32-3.
  7. Jullian, Histoire de la Gaule, II, p. 175-6 ; Imram Brain, I, p. 306-7 (eus ar mouladur gant Kuno Meyer hag A. Nutt).