Sketla Segobrani vol3/Rann 05

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 15-16)


Al Lestr du.


E penn pella an douar-ze eus an Hanternoz e tegouezas an daou varc’h dirag eur mor dianav. Bez’ e oa eno meur a draezenn-vor, d’o disranna steudadou kerreg du hag izel o vont tre en dour, henvel ouz kein loened hanter-veuzet. A-zav dirag ar vrasa eus an traezennou-ze, ma tibenne an hent enni, edo eul lestr iskis. Dic’houel, diwern ha diroenv ez oa hep merdead na loman en e vourz. Ha graet ar c’houc’h anezan en e bez a naered du kenweet, tro o fennou en diabarz [1]. War ar c’hlann en em stankae engroez ar spezou. Bountet gand ar re war o lerc’h e tiwiskent prim ar spezou dilhad en o c’herc’henn hag, en noaz-dibourc’h, e savent el lestr. Atepomaros a gleve c’houibanadeg an naered ouz o degemerout, lenvadeg ha droug-pedadeg ar spezou a oa flemmet ganto. Ar spezou tud hepken a save er vag. Evid ar spezou kirri ha loened, eilpennet e vezent er mor gant niver an nevez-degouezidi, hag i o tiskenn hag o steuzin er c’hoummou an eil war-lerc’h egile. Pa voe barr al lestrad, e teraouas an holl naered c’houibana a-gevret, hag al lestr mont buan diouz an aod hag ober hent en dounvor.


  1. Anderson-Leclercq, p. 285.