Sketla Segobrani vol3/Rann 04
Eun hent ledan — kel ledan ma hanvale beza graet da rei tremen da amheuliadeg eur roue-meur — a dreuze ar vro. War an hent-se eo e rede an daou varc’h ruz, ha distera souezenn ar roue n’edo ket gwelout, e penn pella hanternoz ar bed, en eur vro c’houez ha peur-zigenvez, eun hent ker bras, ker plên, dalc’het e kerkouls ratre. Hag hen goulenn ouz e ambrougerez pe ano a raed eus an hent-se, pe zoare tud a c’halle e zerc’hel e ratre ha da belec’h e kase.
« Ramedon [1] eo a reer eus an hent-se, eme ar plac’h he c’hleze noaz hag hec’h aval-tan. Ar re hen dalc’h e ratre eo an engroeziou tud o tremen drezan noz-deiz dibaouez. Gand o zreid e rimiont kement torosell a ve ennan ouz hel lakaat ker kompez ha kel lenkr ha kroc’henn eur silienn. Sell ha selaou piz. O gwelout hag o c’hlevout a ri da-unan evel ma ran-me. »
Dre youl an doueed e tigoras daoulagad ha diouskouarn Atepomaros d’an traou kuz, hag hen o klevout dezrevellerez moueziou, pilpaserez kammedou, chourikerez kirri, o verzout a-zehou hag a-gleiz war an hent spezou gwazed, merc’hed ha bugale oc’h amheulia spezou kirri stlejet gant spezou ejened ha kezeg. Seul ma kerzent war-du an Hanternoz e teue ar spezou-ze stankoc’h-stanka. Eun dibunadeg a oa anezo na weled d’ezi na penn na dibenn. A-vec’h ma lezent dre greiz an hent eun tremen d’an daou varc’heger.
« Da belec’h eman o vont an holl dud-se ? eme ar roue d’e ambrougerez.
— Her gwelout a ri da-unan, eme ar plac’h yaouank. D’al lec’h ma 'z eont ez eomp ni ivez. »
- ↑ Kenveria, en iwerzoneg, ramut, ramat, an hent bras ha ledan a rene da grenvlec’hiou ar roueed ha, diwar ledan ster, moarvat, pep doare hent bras, Joyce, Social History, II, p. 394. Beza a-walc'h e ve ar brezoneg ranvet andoniet ouz an hevelep mammen, Dottin, Langue gauloise, p. 280.