Sketla Segobrani vol3/Rann 01
An daou roue kenta a ouenn Vanos a renas war enezennou Mor an Heol e voe Momoros hag Atepomaros[2], mibien Neutto. Naontek vloaz e renjont a-gevret hag e voe diazezet ganto en enezennou an drouiziez[3] evel m’oa bet degaset eus Abalos gant Vindosêtlos. En naontekvet bloavez eus o c’henrenadur e varvjont hag e teuas Livikos hag Amarkolitanos war o lerc’h[4]. Miret eo bet gant beleien Grannos anoiou ar roueed war-lerc’h Livikos hag Amarkolitanos. Setu-i ama : Britovios ha Latobios, Verleukos ha Kunokobros, Trogimaros ha Lingo, Grannikos ha Dervonos, Katurix ha Nantorix (en o amzer eo e teuas Esus ha Kernunnos a du-hont ar mor-Bras), Anextiomaros ha Komledulitavos, Leuketios ha Mogetios, Beladonnis ha Dinomogetimaros, Borvo ha Segomo, Vindonnos ha Rigisamos[5]. (Neuze e c’hoarvezas donedadeg doueed an nenv da greiz ar c’hompezennou anvet Itumagesa. Eno e savjont ar c’hrevlec’h anvet Dêvobrigula[6] hag e tiazezjont war vibien Vanos eur renadenn a dri c’hant vloaz).
Pouezusa tra a vez diskuliet gand ar veleien diwar-benn ar roueed-ze eo e renas pep daou-roue naontek vloavez hag e varvjont da benn an naontekvet[7]. Kement-man a oa espar el lidou-kanv anezo : douaret n’oa ket o c’horfou evel re an dud all, hogen lakaet war eur wrac’hell geuneud dero hag e teue tan an nenv d’o fulluc’ha gand o armou, o dilhad, aroueziou o rouelez, o c’hirri hag o mirc’hien[8]. Evel-hen eman diskleriet al lidadur-ze gant beleien Grannos : « Mibien ha mevelien an Heol ez oa ar roueed. Diwanet dioutan, e tistrôent davetan gant an tan o fulluc’he. » — « Ac’hano, emezo c’hoaz, ar boaz a zo en em skignet e-touez tud an Hanternoz da leski ar c’horfou maro e lec’h o douara. »
Diwar-benn ar roueed-ze e tezrevell ar veleien kalz a draou all a davin warno evit lakaat berr eun hir a zanevell. Em eil levr em eus lavaret eus Momoros kement a gavas d’in ez oa talvoudek da lavarout. El levr-man e lakaïn dre skrid eun dra pe dra diwar-benn e genroue Atepomaros hag e vab Sukatus.
- ↑ Kenveria ar pennad 47 eus eilvet levr Diodôros diwar-benn an Huperboreaned, an nevedenn-veur anezo hag ar roueed Boreadai « diskennidi Boreas » (avel sterenn), mirerien an nevedenn-ze. Sellout war ze Rhys, the Coligny Calendar, London, 1910, pp. 15, 79, 80-2.
- ↑ War an daou zen-ze Momoros-Atepomaros, sellout Jullian, De la littérature poétique des Gaulois, p. 17 (tennet eus ar Rev. arc'h. 1902)
- ↑ Drouiziez, er ster a rôer d'ar ger druidecht en iwerzoneg : « skiant an drouized, hudouriez », D’Arbois, Introduction à l’étude de la littérature celtique, pp. 135-9 ; P. W. Joyce, Social History of Ancient Ireland, I, London, 1903, p. 223.
- ↑ Amarkolitanos « valde equis amplus ? », Rev. celt. 1896, p. 38, Livikos, eus *livo- « liou ? », daou lesano da Apollo en enskrivaduriou. Grannos (latin furnus « forn ») a zo ivez eun doue henvelekaet ouz Apollo, D’Arbois, les Celtes, p. 55 ; Poisson, l'origine celtique de la Légende de Lohengrin, Rev. celt. 1912, pp. 182-202.
- ↑ Lesanoiou Apollo ha Meurz eo an anoiou-ze peurvuia. Diwar-benn Belisimaros sellout Rev. celt. 1913, p. 468. War Apollo Kobletudilavos sellout Rev. des Et. anc. 1915, p. 216. War Anextio- pe Anextlo-, iwerzoneg anacul « salvi », Dottin, Langue gauloise, p. 227.
- ↑ Itumagesa « ar maeziou ed », kenveria Rhys, Celtic Henthendom, p. 605 ; A. Nutt, the Celtic Doctrine of the Re-birth, P. 215. Dêvobrigula « krenvlec’hig an doueed ». Krenvlec’h houarn savet war an douar gant noueansou dreist-natur, Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, p. 161. Ren an doueed war an dour, D’Arbois, Cycle, pp. 140-219 ; kenveria Naville, Religion des anciens Egyptiens, 1907, pp. 16-9, 34-7 ; A. J. Reinach, l’Egypte préhistorique, 1908, pp. 43-7 ; Moret-Davy, Des Clans aux Empires, l'organisation sociale chez les primitifs et dans l’Orient ancien, 1923, pp. 148-9.
- ↑ Lidlaza a vareveziou rekis ar roueed-veleien, Frazer, III, pp. 88-90.
- ↑ « Tan an nenv », Frazer, III, p. 497 ; keuneud dero, id., pp. 532-3.