Sketla Segobrani vol2/Rann 39

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 71)


Douar an Impalaerdedou.


« Pelloc’h er c’hreisteiz, en arvoriou ha war c’hlann ar stêriou, em eus gwelet kêriou bras savet en o fez a vaen hag a bri[1]. Ker stank enno an tïez ha bili en teven-mor pe en naoz-froud ! Trec’h d’an tïez-se anneziou-meur an doueed hag ar roueed, evel krec’hiou da vein-bili ! Gand an heol e vez tommet o mogeriou d’ezo, ma teuont tomm-grizias. En diabarz-vro, war an henchou, ez eer ebiou da dud a gant ha kant gouenn, digaset di dre genwerz pe vrezel. Armeadou, enno soudarded dre viliadou a viliadou, a vez dastumet gant roueed ar c’hêriou. O beli a skignont da bell hag e savont impalaerdedou bras. En em dremen a reont da roueed ar bed[2].

  1. Petra a gave da Gelted ar Gwalarn diwar-benn an doare-savadurez-se, Gougaud, Chrétientés celtiques, eil mouladur, pp. 315-6. — Kêriou bras ar bed en eilvet milved kent H. S. : — Chouchan (Suza), Agadê, Kich, Ourouk, Babilou (Babilon), Assour, Ninoua (Niniva), e bro an Diglat (Tigr) hag ar Bourattou (Eufrat) ; — Zidounou (Sidon) ha Zourou (Tyr) en arvor an Ouazït-Oîrît (mor Kreizdouarek) ; — Tanis, Haka-Phta pe Mennofer (Memphis) ha Theba e traonienn an Nil. Sellout ouz De Morgan, op. cit. p. 286 ha passim ; G. Le Bon, les Premières Civilisations de l’Orient (Paris, 1889), p. 422-3 ha passim.
  2. Keltiek eo an doare-lavar-ze, bituriges, unander biturix. E semiteg (babiloniek) e levered sar-mâtâti « roue ar broiou », J. Halévy, la Correspondance d’Aménophis III et d’Aménophis IV, lettres babyloniennes trouvées à El-Amarna, transcrites et traduites (Paris, 1899), pp. 205, 207 ha passim ; F. Martin, Lettres néo-babyloniennes (1909), pp. 148, 157 ha passim. E phenikianeg Melek melakim « Roue ar roueed » a veze graet eus roue ar Bersed, Rev. arch. 1905, p. 3. En hevelep rannyez, Adon melakim « Aotrou ar roueed » e oa troïdigez ar gregach kurios basileiôn « Aotrou ar rouanteleziou » er reiz-lez ptolemaek. En eun enskrivadur rôet gant Seignobos e kaver implijet an daou c’her assiriek a dalveze kement ha « roue », sar ha siltan : Hanunu sar ir Haziti « Hanon, roue kêr Gaza », Sabe siltan mat Musuri « Sebecchus, roue Bro-Ejipt », Hist. narrative et descriptive des anciens Peuples de l’Orient, p. 202.