Sketla Segobrani vol2/Rann 38
« Tad, eme an den yaouank, er c’hreisteiz d’ar broiou ha d’ar poblou emoun o paouez komz anezo, em eus gweladennet kalz a re-all, re hir diskleria d’it diwar o fenn. Rak, a-c’haoliad war ar bir, em eus gournijet eus mor-Bras ar Sav-heol da vor-Bras ar C’huz-heol, holl gevrenn-greiz ar bed. Enni eman o veska eun niver dreist-kred a bobladou hag a veuriadou, o prezeg en eun niver dreist-muzul a yezou. An abeg d’al lïested-ze a boblou hag a yezou, d’ar builhded-ze a dud eo klouarded an temz-amzer ha frouezusted an douar. Di e tired tud eus pevar c’horn ar bed, ma tigouez dalc’hmat da neb a berc’henn douar beza argaset ha diberc’hennet gant re-all nevez-deuet. C’hoant a-walc’h ganen da envel ar rann-ved-ze rann-ved ar brezel, rak enni, gwaz eged e nep lec’h, eman ar brezel oc’h ober e reuz. Diarzao e ren eno, hanv-goanv, noz-deiz. Envel ar rann-ved-ze rann-ved an trei-mistri a rafen laouen ouspenn. Rak d’an drec’hourien, d’an dalc’hourien hizio eman tonket beza an drec’hidi, an dalc’hidi warc’hoaz. Kerkent diskaret ha savet, kerkent savet ha diskaret ar c’hêriou eno. Eus eur rummad-tud d’egile e kemm an anoiou warno hag, a-unan gand an anoiou, stumm ha boaziou an dud o veva enno[1].
- ↑ Cf. Léon Cahun, Introduction à l’histoire de l’Asie, p. 31-2 ; H. Cordier, Aperçu sur l’histoire de l’Asie (prezegenn graet e 1904 e Diskouezadeg-Veur Sant-Loeiz, Missouri, Stadou-Unanet), pp. 4-6 ; J. de Morgan, les Premières Civilisations, études sur la préhistoire et l’histoire jusqu’â la fin de l’Empire macédonien (1909), p. IV-V ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 225-64 ; Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, p. 278.