Sketla Segobrani vol2/Rann 21

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 52-53)


An evned kornek[1].


Ar c’henta rummadou a zigouezas en emgannlec’h e voe al loened-nij a rae o neiziadur er gwez e strad an draonienn. Eus ar gwez haleg, elo ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o flunv a liou gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanou. Dre nijal a-zioc’h ar vag e reas d’ezi an torkad evned, evit he goudori, evel eun andorenn pe eur stel-gwarez. Leuskel a rejont da goueza warni bodadou uhel-varr ha blenchou elo-gwenn[2]. Lammat a rejont gand ar saeziou hag ar goafiou, o flaouia diwar nij en o figos hag o derc’hel en o c’hrabanou, terri an herr anezo, o distrei diouz o hent hag o lakaat da goueza er stêr, dinoazet ha brevet.


  1. Evned kornek e skeudennerez ar c’henta oadvez-houarn ; lakaet a-wel eo bet an diskleriaduriou war ze gant S. Reinach, Bronzes figurés, p. 194, n. 4.
  2. Diwar-benn nerz gwarezus ar blenchou elo-gwenn (leukê), hervez ar C’hresianed, hag ar gouestla ganto eus ar gwez-se da Herakles, gwarezour-meur ar c’hourenourien hag ar vrezelourien, sellout Rev. arch. 1908, II, p. 180. Kurunennou elo-gwenn (leukinoi) rôet d’ar c’hobrsoudarded kaloneka, ibid. ; graet ganto er goueliou lidet en enez Rhod en enor da Helios, S. Reinach, Phaéton, p. 2, n. 2 (tennet diwar Rev. de l’Hist. des Religions, 1908).