Sketla Segobrani vol2/Rann 20

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 51-52)


Maouez Vras ar Menez.


Raktal ma voe krog da grozal an daboulin-vrezel, eus troad pep gwezenn, eus pep bodad geot, eus pep roc’hell, eus pep toull en douar, e tilammas êrevent morlivet, êrevent du, êrevent ruz, êrevent melen, a rae ged war an draonienn. Diredek a rejont er ribl en eur deurel o garm-emgann. Ha setu ar saeziou, ar goafiou kontammet o teraoui nijal evel kazarc’h a-us d’an douriou. Hep benveg ebet da eilstourm, hep tog-brezel, na skoued, na hobregon d’en em warezi, e zivrec’h hag e ziouhar ez noaz, hep ken kabell nemed e vleo melen hir, hep ken gwiskamant nemed e doneg wenn bevennet a limestra, faezet ez oa Vindosêtlos panevet da groz an daboulin, a ise outan enebourien a-vordilh, beza dihunet war eun dro eur geneilez c’halloudek. An dourni he zennas eus ar vougeo e-lec’h m’edo kousket e lein ar menez. Vindosêtlos, savet e zaoulagad d’ar mare, a welas, e-touez ar gwez-pin, eur vaouez vras he fenn blevek a stoue da sellout outan. Dam-c’houde e voe dazroudennet an oabl gand ar glao, hag ar pil-dour o koueza en-dro d’ezan a guzas outan ar vaouez hag ar menez. Ar rouanez avat he doa bet amzer da welout ar paotr yaouank gwenn e-unan war ar stêr. En arbenn ez oa aet he sell-hi d’e sell-hen glas ha glan evel ar beure. Ar gwel-ze a zihunas enni koun he fried[1]. Al le a reas na c’houzanvje ket gwall-donkadur an Evn. Kaset ganti he daouarn d’he genou, e taolas eur c’harmadenn gourskiltr, lemm, taer, a drec’has war tourni an daboulin ha war garmadeg an armeadou. Ha kant meuriad he foblad, o paouez war ar skourrou pe dindan an deliou, o peuri er frankizennou, o c’hoari war glann an dour, a voe tennet eus o dibrederi. Eilgeria anezi a rejont, pep-hini en e yez, eus raosklegou ar stêr, eus poullou ha lennou ar c’hlann, da geviou ar menez ha da wezegou avelet ar c’hribennou[2].


  1. An Nenv, pe doue an nenv, pried doueez ar glen, Rhys., Celtic Heathendom, pp. 111-6, 645, 669-70.
  2. Kenveria doueez ar glen, « itron ar miled » (potnia therôn) gand ar C’hresianed. War hec’h ano keltiek, Litavis, par d’ar sanskriteg Prithivi, sellout Rev. Celt. 1895, p. 116. Roudou an azeulerez anezi e Galia d’ar marevez kelt-ha-roman, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2. War doueez ar glen en Iwerzon, Tailtiu, Trogan, Rev. archéol. 1914, pp. 205-27.