Sketla Segobrani vol2/Rann 12

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 37)



Merdeadenn Vindosêtlos[1].


Eur beurevez, war-dro kreiz an hanv, edo Vindosêtlos dirag an ti-kegin o tigroc’henni eur maout da bred e dad hag e vamm. Ha Vissurix dont war e dro ha lavarout :

« En ouf-mor eus an aod-kornog a reer anezan « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » ez eus, war ar sec’h, eur vag diwern ha diouel, hag enni eur roenv hepken. Mont a ri ganti en dounvor oc’h ober hent ez-eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezi gand eun douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouz tu ar mor gant tornaodou maen du, uhel, serz, heb ouf, na traez, na nep doare porz ouz o zreid. E-kreiz an tornaodou-ze eo e tigor aber stêr Dumnissa[2]. Er stêr ez i da guz-heol hag e vageï a-eneb d’ar red beteg ar penn anezi. »

Vindosêtlos a dreuzas an enezenn. En ouf an aod-kornog anvet « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » e kavas ar vag. He mora a reas, lammout e-barz ha pellaat affo o paolleviat a-dreuz d’ar mor glas ha kompez evel eul lenn. Ha steuzia Abalos a-ziwar wel, ken, etro an abardaez, edo e-unanik gand an heol e-kreiz ar mor bras-divent !


  1. Bag an Heol, Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, oadvez an arem, p. 418. Kenveria G. Poisson, l’origine celtigue de la légende du Graal (diwar ar Rev. d’Auvergne) Clermont-Ferrand, 1920 ; Rev. arch. 1921, I, p. 183. Cf. ivez A. Nutt, Studies on the Legend of the Holy Grail with especial reference to the hypothesis of its celtic origin, London, 1888 ; Archaeological Review, 1889, pp. 257-71.
  2. Kenveria Dumnissus, ano stêr e Mosella, pez-barzoniez Ausonius (8vet gwerzenn). Diwar dumno- « doun ».