Sketla Segobrani vol2/Rann 13

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 37-39)


Enezenn al Lenverezed.


Neuze e welas eun enezenn bihanik a-walc’h, kompez ha digoad, na save en he c’hreiz nemed eun ti hepken, kelc’hiek e voger. Tôenn grennbikernek an ti-ze n’eo ket soul a oa anezi, hogen plunv-evned a bep liou. Eur c’harz a beuliou kilviziet-mat ha kunvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a beb eil, a rae tro an ti. Evel m’edo o heda glann an enezenn, e welas Vindosêtlos eun ambrougadenn-ganv o tont er-maez eus an ti. En he fenn eur c’harr war beder rod stlejet gant daou varc’h gwenn. Eun den penn-tarvoal[1] gwisket e du[2] a gerze e-tal ar c’hezeg, eur garzou gantan en e zourn. War ar c’harr, dic’horziaouet, korf sounnet-maro eun den yaouank kaer e vleo rodellek[3]. Peur-henvel ez oa ouz Vindosêtlos, ma kavas da heman ez oa hen e-unan a oa eno en e c’hourvez war ar c’harr. Daouzek plac’h yaouank, dispak o bleo war o diouskoaz, a gerze war-lerc’h ar c’harr ; hag e ouelent, e lenvent, e skôent o daouarn an eil ouz egile gant kement a nerz ma ’z oa burzud na vrevent mellou o bizied[4]. Ouz o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes ranna, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da goueza war an hent.

An ambroug-kanv a ziraezas an aod m’edo eur vag moret en e gichen. Mont a reas ar c’harr er mor beteg an ahellou-rod anezan, ha setu hen a-stok tu-ha-tu gand ar vag. An daouzek plac’h, kaer o devoe kregi e skinou ar rodou hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner d’ezo striva da zerc’hel ar c’harr war an aod. Paotr e zilhad du a reas d’ar c’horf rikla eus ar c’harr e-barz ar vag, daoust da zaerou ha da merc’hed a glaske stourm ha herzel ar c’horf da vont-tre. Goude-ze, ec’h enaouas an den du eun eteo, ha lakaat an tan er vag, ha bouta houman gand e skoaz daved an dounvor[5]. Gand an herr a oa bet lakaet enni e pellaas ar vag diouz an aod, goustad da genta, buanoc’h da c’houde. Eeun-tenn ez ae war-du ar c’huz-heol ha d’he heul ez eas Vindosêtlos en e vagig. P’edo o vont war-raok, e welas-hen an den du o tizoura ar c’harr hag ouz hen deren en-dro d’ar gêr. Kerzout a rae e-tal e loened hep sellout en a-drenv. O-unan e vanas ar merc’hed yaouank war an teven. Hag e lenvent, e tifronkent, eun druez ! O diouvrec’h a astennent etrezeg ar paotr maro o vont diouto war e vag entanet, hag e c’harment : « Tekos ! Tekos ! » Evel-se ez anavezas Vindosêtlos ez oa ar paotr yaouank hevelep ano gantan...

War devel ez eas garmadeg ar merc’hed, hag e steuzias an enezenn en dremwel. Trôet gantan e benn en a-raok, e welas Vindosêtlos e tec’he buanoc’h-buana bag an hini maro. Pell-pell araozan edo breman, kelc’hiet-holl a flammou, ha war-nezik en em unani gand an heol, a oa aet traon ar gantenn anezan stok ouz ar mor. Lagad an Deiz[6] o vervel a denne davetan an den maro. A-vec’h ma c’helle Vindosêtlos diforc’ha an eil diouz egile.

Ar vag en em gollas e kannder al Lagad. Ha setu Vindosêtlos adarre e-unan-penn war ar mor divent, Edo e genveajour, n’en doa bet nemetan a-hed an devez-se, war vont da gimiadi. Hag etre hiraez an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosêtlos eur vras a anken o voustra e galon, rak seul roenvadenn a rae, e pellae diouz an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantan evel eun diougan a varo.


  1. Kenveria penn tarvoal an doueed war gaoter Gundestrup, penn tarvoal an doue Lug, Rev. celt. 1909, p. 79.
  2. Kenveria dilhad du Enezidi-ar-Staen, Strabon, III, 5, 11.
  3. Kenveria an ambroug-kanv skeudennet war lestr Dipulon (1.200-800 kent H. S.), A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 165- 167 ; Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, p. 519-21, 747-54 (les sépultures à chars), 637 ha 832 (henvelderiou etre al lida-kanvou gand an Dorianed ha gand ar Gelted e marevez Hallstatt).
  4. Eur pennad henvel a-walc’h a zo er Mabinogi Owen ha Lunet, Loth, les Mabinogion, II, p. 21 (eus ar c’henta mouladur) : « War-lerc’h ar strollad tud-ze e teue eur plac’h he bleo melen a-fuilh war he diouskoaz... Burzud n’oa ket kignet d’ezi he bizied, gant garo e skôe he daou zourn an eil ouz egile. »
  5. Lakaat e kemm kanvou Balder, Rhys, Celtic Heathendom, p. 531 ; Anderson-LecIercq, Mythol. scand., p. 113-4 ; Frazer, III, p. 458 ; D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331-2, 342.
  6. Kenveria al lagad skeudennet war ar peziou-mouneiz keltiek, ag an iwerzonek suil « lagad », brezoneg heol.