Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 03

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 13-14)


Penaos e reas Velia war-dro Vindosêtlos.


Diouz ar c’helennadur rôet gwechall gant Belisama da verc’hed Manos eo e voe savet ar bugel gant Velia. Keit ha ma voe re wan e zivesker evid e zougen, ne lakeas Velia dilhad ebet en e gerc’hen, ha, pa zeraouas kerzout, ne rôas d’ezan nemed eur c’hroc’hen louarnig re verr ha re striz evit ma vije e gorfig peur-c’holôet gantan[1]. N’en doe ken gwiskamant beteg an deiz ma lakeas en e dro an doneg wenn bevennet a limestra. Evit se, riou n’en doa ket, rak ma veze atao finv-difinv. En deveziou glao pe latar, pe c’hoaz er goanv p’edo an erc’h o c’holoï an douar en eur denvalaat an oabl, Velia e dostae ouz flammou-tan luc’hus an oaled. Kerkent, avat, ha ma lugerne eur bann-heol er-maez, e lakae anezan war eur c’hroc’hen arz e-kenver toull-dor an ti ; azeza a rae en e gichen ha c’hoari gantan. Ha pa veze an amzer gaer en-dro, sec’het an douar gand an aezenn ha tommet gand an heol, war an donenn end-eeun, er geot e-mesk ar bleuniou eo e lakae ar bugelig[2]. Neuze e teraoue etrezo c’hoariadennou diziwez. Diouz klevout o c’hoarzadeg e vije bet diaes lavarout pe ar vamm pe ar bugel a voure ar muia. Ha beza Velia koz-koz ! Ouspenn kant tregontvedad bloaziou he doa gwelet o tremen war c’horre ar bed. Hounnez, avat, eo dreistelez an doueed : ne gosaont nepred, nag a gorf, nag a galon, nag a spered.

Pa veze ar bugel war veza skuiz gand ar c’hoari, ez ae an doueez war c’houen he c’hein hag e rae d’ezan lammat etre he daouarn. Kaerat tra gwelout Velia en he gourvez, he dremm livrin e-kreiz he bleo alaouret diskoulm, o sevel a-us d’ezi he mabig ! Karantezusa anoiou a rae anezan, hag hen a astenne e zaouarnigou daveti. Neuze e save trumm en he c’hoazez, e starde anezan etre he divrec’h hag e rôe tro d’ar pokouïgou, d’an allazigou hep ehan. O diou galon, broudet gand ar garantez, a lamme an eil daved eben ha, pa n’oant ket evit keja en unan, o daouarn, o dremm, o diweuz eo en em unane. Ar bugel a souche e brennidenn glouar ha kunv Velia evel en eun neizig, hag a-wechou e vane kousket eno o selaou marvailhou diganti. Pokat a rae an doueez d’e valvennou klos, hag i henvel ouz deliouïgou eur rozenn, hag e floure ar pennadig bleo rodellek, moan ha skanv evel neudennouïgou aour. A-wechou ivez ar bugel, goude diskuiza, a adkroge gand ar c’hoari, ha ne baoueze nemet da ziskar ar Rod. Pa veze al lusenn-noz o teraoui sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er prajeier, p’en em zastume ar brini er gwez en eur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dourn, ar c’hroc’hen arz en dourn all, hag e luske da zistrei d’ar gêr.

  1. Aristoteles a laka evez (Brorenerez, VII, 15, 2) e veze gwisket skanvik o bugale gand ar Gelted. Ar pez a lavar skrivagnerien an Hen-amzer eus kaleted ouz ar yenien ar Gelted hag ar C’hermaned, na zoujent ket en em ginnig hanter-noaz d’an avel-viz ha d’an erc’h, n’eus netra ennan ha n’oufemp da gredi. Hevelep eveziadennou a zo bet graet gant beajourien an amzer-vreman e-touez Tibetiz a ouenn wenn, Bonvalot, l’Asie inconnue, p. 240 ; d’Ollone, les Derniers Barbares, p. 264. Cf. Pro Alesia, 1908-1909, p. 552.
  2. Nerz yec’hedus ar souba ar c’horf en aer, er goulou hag en heol, a zo bet anavezet adaleg an Hen-amzer ha n’eman ket dianav zoken da veuriadou-zo, warlerc’hiet ha gouez, eus hon amzer, evel an Eskimôed, Doktor Monteuuis, la Médecine naturelle : l’usage chez soi des bains d’air, de lumière et de soleil, leur valeur pratique dans l’hygiène journalière, pp. 38-43, 88-97, 124-5, 143-51. Evit c’houez-vat ar bleuniou, sellout ouz an displega eus arnodou an Doktor Mantogazza e Pavi, war ar Rev. Horticole, 1884, p. 412. Er c’hêriou poblet-stank, ar planta bleuniou war ar prenester, el liorzigou hag er porziou, a zo, goude sevel kenliorzou ha balïou boutin, unan eus an troiou pouezusa da zigontammi an aer. Ar bleuniou c’houezvata eo a daol ar muia a aezenn-dredanet (ozon) : louzaouenn-ar-goukou, bent, lavan, tro-heol, foeon.