Sketla Segobrani vol2/Rann 02

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 7-13)



Skrapadenn Vindosêtlos.


D’e c’hanedigez Vindosêtlos a voe anvet Tekos [1] gand e gerent en abeg d’e gened. Gwenn evel blenchou-gwriziou edo neuze ar bleo anezan. Dre-ze e felle d’an doueed diougani e furnez. Gand ar miziou ez ejont war alaouri, ken na voent deut a liou hag a sked gant bleo e dad hag e vamm [2]. Eur bugel peur-habask ez oa-hen : biskoaz ne voe gwelet pe droug ennan pe vouzet ; biskoaz ne voe klevet o c’harmi pe o lenva, ma oa sot e vamm gantan.

Kamula a zigouezas d’ezi beza glac’haret-bras pa voe deut ar bugel d’e vloaz leun. Dianka a reas eun nozvez diouz ar c’hroc’hen-bleiz blevek m’edo kousket ennan e-tal skoaz ha dremm e vamm. Setu penaos e c’hoarvezas an taol. Da greiz-noz an doue Kênos, aet e c’houibon, a oa diskennet el logell dre doull-moged an dôenn. Edo Kintus ha Kamula morvitellet en o c’housk, ha hunet ivez ar mabig dindan eur c’hroc’hen kaz etre penn e dad ha hini e vamm. An doue e gemeras en e veg ; eul lamm-treuz a reas war-du an oaled, digeri e ziwaskell ha mont er-maez dre an hent ma ’z oa deut [3]

Hag hen treiza ar mor a-denn-askell ha diskenn en enez Abalos. Didud edo Abalos d’an amzer-ze, hep ken hentadur nemed an doueed. War an aod anezi en doa savet Moritasgos eur c’hrenvlec’h bras anvet Moridunon. Ha setu pe neuz a oa d’ar c’hrenvlec’h : eur voger-dro vras kelc’hiek gwennet gant raz[4] hag, en diabarz anezi, eun niver kloziou o terc’hel peb a di-annez gand an adtïez anezan [5]. Er c’hloz ma veve Vissurix [6] ha Velia [7] eo e voe digaset ar mabig gant Kênos. Anat-spis eo kement-se diouz ar peder gwerzenn-man diwar Gweledigez Samala :

« Vindosêtlos a zo bet savet en eur geoded illur, froudou-mor en he zro ; maget eo bet gand ar wella doueez, kelennet gand ar gouizieka doue. »

Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’houibon hag addeuet d’e neuz reiz. E den eo, hag o terc’hei ar bugel etre e ziouvrec’h ez eas tre e-barz an ti.

Velia a sellas piz ouz ar bugel a zigased d’ezi. Kavet mat e voe ganti : dinamm ez oa a bep si, a bep mac’hagn, a bep gwan. Dellezek ez oa da astenn ar Ouenn, dellezek da greski e-unan ha da engehenta mibien. Velia a reas d’ezan tremen dre an dour ; hag ar bugel a zeuas gantan da vat an tremen-ze[8]. Neuze e tenereas kalon an doueez hag ar garantez d’ezan a enaouas enni. He dremm kaer, habask, a stokas ouz e zremmig-hen. Ma teuas d’en em veska o anal. Hag ez oa anal an daou-ze, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skanv ha ker skanv, ker kunv ha ker kunv. Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeri brennidenn he zoneg a eure ha dizoloï hec’h askre d’e vronna.

Ha Kênos neuze en e raog ! Ha damc’houdé Vissurix o tont en ti. Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e venniga a eure hag e lavaras :

« Bravat skor e vo ar bugel-man d’an doueed en o stourmad ouz ar ramzed du ! »

Hag hen o kana :

Deut-mat ra vezo an ostiziad
A zo digouezet hizio,
Ar c’hrouadur
Ganet gant Kamula,
Ar mab engehentet
Gand an den hael Kintus.

Meuleudi d’ar re
O deus sevenet piz
E-kenver ar bugel-man
Holl lidou ar c’hanedigez :
Da goll ne day ket o foan,
D’ar bugel e talvezo !

Debret en deus an aval :
Ne vo digantan ger dizereat
Nag ouz den nag ouz loen[9].
Poket en deus d’ar c’hleze :
Bez’ e vezo eur c’hadour kadarn[10].
E dreid en deus stoket
Ouz brennid e dad :
Finvez mat en devezo[11].

Dibabet adalek kof e vamm
Gant Tad ar Ouenn
Da guzulier holl-boellek
D’e ziskennidi,
Da rener peur-spis-weler
D’e vibien ha d’e verc’hed,

Da gelenner holl-ouiziek
D’ar vugale anezo ;

Digaser pep nevezenti dalvoudus,
Bevaer pep boaz mat en argoll,
Nersaer peb eneberez,
Reisaer leun a skiant hag a boell,
Hoaler pep lagad dre e gened,
Pep kalon dre e vadelez,
Pep spered dre e furnez,
Peb ene dre e nerz ;

Hudour-meur a zigas en-dro an heol,
A ra d’an douar adc’hlaza,
D’an evned geiza,
D’an dour redek,
D’an ed diwana,
D’ar glao koueza[12].

Skoazeller a laka an Trec’h da drei
E tu an doueed,
Frealzer mibien ha merc’hed e Ouenn,
Yac’haer pep korf ha peb ene,
Peoc’hier ar bodadegou,
Ambrouger ar re grenv, ar re gadarn ;
 
Barnour-meur ar Bagadou sakr,
Pulluc’her ar fallakred,
Kadour dihun atao, o varc’hegez
War an harzou, tokhouarnet e benn,
Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed,
Hennez e vezo an ostiziad a zeu hizio !

Deut-mat ra vezo an ostiziad
A zo digouezet en ti hizio,

Ar c’hrouadur
Ganet gant Kamula,
Ar mab engehentet
Gand an den hael Kintus !


— A zo mat, eme Velia. Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizeur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep ranna ger ouz hini, hep dihuni den. Mat e ve kemenn da Gamula eman he mab yac’h ha salo etre daouarn tud vat.

— Hag e ve ! eme an doue.

E Kintuialos, e logell ar roue, n’oa ken nemed ar vamm yaouank, beuzet en he daerou, pa zigouezas eus Abalos kannad Vissurix, da lavarout eo an hena eus e advibien, Vebrullos, mab Vebro[13]. Kamula a glevas al leuriad broen o straka dindan treid ar c’hannad, e zourn o steki d’he skoaz, e vizied o sacha war he bleo melen. Neuze, distoûet ganti he fenn, e welas en he c’hichen eur c’hrennard na anaveze ket. Heman a oa gantan en e gerc’hen eun doneg verr lïen gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre eur gouriz a liou gand an doneg. Noaz ez oa e ziouhar hag e zivrec’h ; melen-bleun-balan ez oa e vleo en e benn, gwenn-bleun-spern e groc’hen ha glas-glizin kreizig e lagad. Karadek e tiskoueze beza hag e skede e zaoulagad evel daoulagad eun naerig endra ma c’hoarze outi. Lavarout a reas n’he doa ket abeg d’en em drechala, ez oa yac’h he mab hag hen etre daouarn mat hag ez adgwelje anezan eun deiz da zont.

« Kênos eo, eme ar c’hrennard, en deus lemet da vab, ha kement-se n’en deus graet nemet war c’hourc’hemenn Bodiakos[14] a venn m’en defe ar bugel ar gelennadurez a rôer da vugale an doueed. Moarvat, mennadou-meur en deus savet an Tad war da vab, o Kamula. »

Pa zeuas en-dro d’e di, e klevas Kintus e bried yaouank o kana en diabarz. Diredek a reas davetan ha teurel he divrec’h a-dro-vriad en e gerc’hen. Pokat-dibokat d’ezan a eure hag e c’hlebia gant he daerou. Neuze e tezrevellas d’ezan petra en doa lavaret ar c’hrennard. Ha levenez a voe leiz an ti e Kintuialos en deiz-se. Bet c’houero an noz d’an daou bried yaouank, c’houek e voe d’ezo an dervez.


  1. Kenveria ar c’hembraeg tec « kaer ». Evit Vindosêtlos lakaat e kemm Vendesetli war eun enskrivadur a Vreiz-Veur eus ar Vvet-VIvet kantved goude H. S. An ano eo a zo deut da Gwennhoedyl e kembraeg, Gwennhoal e brezoneg. Sêtlo-, hen-vrezoneg hoetl, brezoneg hoal, a gaver c’hoaz e Sêtlokenia, ano eun doueez war eun aoter eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e Breiz-Veur, Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, Vvet mouladur, p. 352.
  2. Kenveria bleo gwenn ar bugel Tages, e-touez an Etrusked, hag ar pez a veneg Diodôros eus bugale ar C’halated : « Bez’ e vezont, emezan, d’o c’hanedigez peuz-wenn o bleo ; nemet, gand an amzer, e teuont da liou o zad hag o mamm. » (v, 32).
  3. Kenveria ar c’houiboned o tigas bugaligou er c’hredennou-pobl breman, Rev. arch. 1902, p. 379 (Alzas, Alamagn) ; Tour du Monde, 1902, p. 147 (Danmark). Kênos a zo aet en iwerzoneg da Cian « Pell », tad Lug (Lugus).
  4. Joyce, Social History of Ancient Ireland, II, p. 63. Kenveria Vindokladia « ar c’hleuziou gwenn », kêr a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman, Loth, Chrest. bret. p. 37. Moritasgos a zo eun doue henvelekaet ouz Apollo, e Galia, d’an hevelep koulz, Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 304. Diwar-benn Moridunon, sellout ouz Rhys, Celtic Heathendom, p. 160. Abalos a zo breman Heligoland an ano anezi.
  5. En Iwerzon ar c’hae-tro savet e douar, (lis pe rath), a veze en e ziabarz eun ti-annez, kelc’hiek peurliesa hag an adtïez anezan, anezo kel lïes a savadennou distag : 1) eur gegin (kelc’hiek) ; — 2) eur fourn (kelc’hiek) ; — 3) eur c’hraou-denved (kelc’hiek) ; — 4) eur c’hraou-moc’h(kelc’hiek) ; — 5) eur c’hraou-leueou (pevar-c’hognek) ; 6) eur c’hardi (pevar-c’hognek). Ar buoc’henned hag an oc’hen a oa evito eur c’hloz d’ezo o-unan hag hen eur pennad diouz an ti-annez (Joyce, II, p. 40-2).
  6. « Roue ar Ouiziegez ». An hen-iwerzoneg fiss, fius, « gouiziegez » a c’houlenn en e raog eur ger keltiek *Vissu-, D’Arbois, Noms gaulois, pp. 16, 186. Visu-, gand eun s hepken, a zo anezan eur ger-all deut d’an iwerzoneg fiu, kembraeg gwiw « dellezek, dereat », brezoneg gwiou « seder, lirzin ». Kenveria ouz Vissurix al lesano a « Aotrou ar Ouiziegez-Veur » rôet en Iwerzon d’an doue Dagde, D’Arbois, Introduction a l’étude de la littérature celtique, p. 282-3.
  7. Iwerzoneg fele « onestiz, dereadegez, emzalc’h », kembraeg gwyledd, d’Arbois, Noms gaulois, p. 219.
  8. En e « Vrorenerez », VII, 15, 2, e lavar Aristoteles (IVvet kantved kent H. S.) ez oa gand ar Gelted ar boaz da souba e dour yen ar stêr ar vugale nevez-c’hanet (Cf. Claudius Galenus, Diwar-benn ar yec’hed, 1, 10). Diouz ma kav aman da oberour ar Sketla, e tenne ar boaz-se d’ober a-douez ar vugale eun doare « dibab diouz giz Sparta », o veza n’helle nemed ar pep krenva anezo herzel ouz eun hevelep arnodadenn. A c’hellfe beza, rak kavet ez eus meur a henvelder all etre boaziou ar Gelted ha re an Dorianed (Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn p. 637 ; Adolf Reinach, Hellénisation du monde antique, Paris, 1914, pp. 24, 49-51), hag an henvelderiou-ze o deus, moarvat, tennet sellou Gresianed-zo eus an Hen-amzer (Rev. arch., ebrel-mezeven 1921, p. 145). Evel-se, arabad hevelebekaat ar boaz-se ouz an hini a zo bet meneget, eiz kantved diwezatoc’h (IVvet kantved goude H. S.) gand an impalaer Julianus (Lizer da Vaximus, 16) ; heman a oa d’ezan dishenvel mennad, da vihana mar deo gwir diskieriadur Julianus diwar e benn (D’Arbois, Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur 1’histoire des Celtes, p. 314 ; Droit celtique, I, p. 27-30. Sellout ivez ouz Rev. celt., 1896, p. 313-14 ; Rev. des ét. grecques, 1910, p. 58-9.
  9. Ar boaz da rei da zibri d’ar bugel nevez-c’hanet eun aval poaz d’e lakaat da zont seven ha dilontek n’eo testeniekaet nemed er Grenn-amzer hag e Bro-C’hall, Rev. arch. 1914, p. 276.
  10. Hervez Solinus (IIIvet kantved goude H. S.) e kinnig an Iwerzoniadezed d’o bugale nevez-c’hanet o c’henta paskadur war veg eur c’hleze, evel evid o gouestla da zoue ar brezel. Cf. Joyce, Social History, I, p. 72 ; A. de Préville, les Sociétés africaines, leur origine, leur évolution, leur avenir (Paris, 1894), p. 26.
  11. Eur boaz testeniekaet e Bro-C’hall hepken hag er Grenn-amzer, Rev. arch. 1914, p. 277.
  12. Frazer, le Rameau d’Or, I, pp. 137-70, 171-7.
  13. Kenveria ar ger kembraek gwefr « goularz », Loth, Rev. arch. 1921, p. 118-9.
  14. « An Trec’hour », lesano Belios el levr-man eus ar Sketla. Bodiakos (diwar bodi- « trec’h, gounid ») a zo deut da bûadach en iwerzoneg. Cf. Rhys, Celtic Heathendom, p. 678.