Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 23

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 117-124)


Ermaeziadenn strollad ar Marc’h hag aloubadenn Baltia gant Momoros. Argadenni ouz enez-Vreiz.


Ar vro douret gant stêriou Stura ha Dravinna ha bevennet er sav-heol gant mor an Heol, er c’huz-heol gant mor ar Goularz hag an Albis, setu eta al lodenn-zouar a voe entrevadet gand ar c’henta eus ar rummadou gwirion ; hounnez eo ar rann-dir ma renas Kintus, mab Aedoviros, hag an diskennidi anezan, an darn-ved ma kreskas ha ma reas berz, e-pad meur a gantved, poblad an Alc’houeder. Er mare-ze, er vro-ze, ha gand an dud-ze end-eeun eo e voe savet ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou a anver Sonnodunon « kastell an Heol » hag Aloudosedon « annezlec’h an Alc’houeder » war vor an Heol, Suviktodunon « kastell ar Ged mat » war stêr Stura, Kintuialos « frankizenn Kintus » war ster Dravinna, Briga « ar C’hrenvlec’h », Verona « ar Stêr vras » ha Derkenna war riblou an Albis [1]. Setu breman penaos e reas mibien Vanos da berc’henna ha da bobla an douarou en-dro d’ar re-ze.

Bez’ e teuas eus koadou ar Sav-heol eun eil bagad. Renet e oa gant Momoros, mab Neutto, douaren Kavaros [2], roue ar vro-Wenn, hag e oa ouz hen ober seiz mil den eus an eil reiz hag eben, da lavarout eo tri mil pemp kant a baotred ha tri mil pemp kant a blac’hed yaouank. Gant Rânakos, ar marc’h kalloc’h e dailher ledan [3], e voe henchet ar bagad-ze a-dreuz da c’houelec’hiou koadek an Europ war-du ar c’huz-heol beteg an Albis. Tremen an Albis diwar neunv a reas ar marc’h, war-hed eul leuga bennak a-is d’al lec’h ma kej an dour anezan gant douriou ar Sala [4]. El lec’h-ze, a-bouez emwazienna a bep tu a-dreuz d’ar gompezenn, e ra an Albis eun niver gwazredennou bras pe vrasoc’h oc’h enkelc’hia en o douriou enezennou ec’hon gwezek ha raosklek. Frouezus kenan eo ar gompezenn en tu anezi en em astenn er c’hornog d’an Albis. Er gompezenn-ze, dic’hounid d’ar mare ha hir-c’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gand o c’hirri hag e tiyeojont o ejened. Distroueza al leur a rejont, stumma logellou-annez ha sevel eun difenn a voe graet anezan an ano a Vanobriga « krenvlec’h Manos ».

Eur bloavez e chomjont eno. Diwar-ze o devoe dalc’hmat da herzel ouz argadennou dibaouez bleizi, moc’h-gouez, arzed hag Erkuniz, da lavarout eo menezidi an Erkunia [5]. Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueou, o ebeulien, moch-gouez da duriata o zrevadou, arzed da daga o c’houn, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed. Dilezel a renkjont peurvanou ha difraostegou ar c’hlann gleiz, kerkouls hag o c’hrenvlec’h, evit dont d’en em repui gand o chatal en enezennou kreiz ar stêr. Beteg el lec’h-se e rankent beza noz-deiz bepred war evez, rak, dre en em sila a enezenn da enezenn war o bagou pilprennek, e-kuz an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skei outo o daredou.

Evel-se edo ar bed ganto pa zigouezas da Vomoros, eun nozvez, kaout eun hunvre. Dre an hunvre-ze en em welas o kerzout war-lerc’h ar marc’h kalloc’h Rânakos e-pad seiz nozvez ha seiz devez, ma verze al loar hag an heol o sevel dalc’hmat d’e zourn dehou hag o vont da guz d’e zourn kleiz. D’an eizvet deiz diouz ar beure, ec’h ehanas ar marc’h en eur c’hornad-bro etre daou vor, sklerijennet gand an heol-sav. Kaera bro ar bed ez oa da Vomoros da welout. Fao, tilh, dero, bras-divent o c’hefiou, bodennek o c’herniou, a waskede tonnenn c’hlas an douar. Du-man, du-hont, etre ar gwez, en em lede tachennou digoad, pradou geotet-stank, edegou melen o c’houeza warno an aezenn-vor distan. Brini a goage er c’hoadou ; skraved-mor ha gwennelied a gelc’hiate a-us d’ar geotegou ha d’an heizegou ; c’houiboned, diouaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preiz a nije a denn-askell dindan tor ar goabrenn. Hag, e frankizennou ar wezeg, ken war an douar-bras, ken en enezennou, marellet ganto ar mor, e welas Momoros eun engroez-tud, paotred ha merc’hed, o poania start da vernia mein ha douar. Krugellou a savent ha war al leinou anezo e stumment peb a azeuldi, sked-holl gand aouradur ha livaduriou. A bep tu e tregerne son skiltrus hir-gorniou aour kizellet. A-ziwar lein pep krugell e save en oabl war-du ar c’houmoul moged ar predou sakr. Bouc’hal-laza an doueed a drouc’he kostezennou ar c’hezeg gwenn, ar c’hezeg ruz, kezeg al lidlazadenn [6]. E-tal ar relegou gwadek anezo e lugerne kouevr ar c’haoteriou, arem ar beriou. Tro-dro edo gwazed ha merc’hed grounnet stank-diniver en emstumm pedennerien. Ar wazed a oa anezo brezelourien uhel, bras, yaouank, krenv ; ar merc’hed a bare warno kened ha sked an tan-flamm. Setu aman al liviou a oa war an eil re hag ar re-all : gwenn an erc’h war o c’hroc’hen, aour an heol war o bleo, glas an nenv war o daoulagad leun a bedenn. Ha war an tonegou hag ar mantilli anezo c’houec’h liou an dud nevet (nemeti) [7].

Ambrouget e voe Momoros gand ar marc’h beteg an tevenn, war eur beg-douar, hag hen ensouc’het e-kreiz ar c’hoummou rag-eeun d’an heol pa darz. Eno e save eur grugell-vez, hag en-dro d’ezi seiz paotr yaouank leun a nerz ha seiz plac’h yaouank leun a gened. N’oufe geriou distaget gant genou mab-den, ne vern e pe yez, peurskeudenni kened, nerz, haelded, enor ar pevarzek den yaouank-se. Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzadenn a-dreuz da seiz koad an oadvez, war da hent a-grap ouz menez an devez, war dour sioul keinvor an abardaez, ez trôad war-du glann al Luc’h peurbad [8]. Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouz dremm-den ken ma n’houljent flemma eur c’har d’ezo pe eur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiad, akuit en emgannou, ampart el labouriou-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran ! Evid ar seiz plac’h yaouank, a-youl e vefe da c’hoarezed, da verc’hed, da c’houhezed henvel outo ! Ra c’hellfec’h, te ha da vreudeur, e nevez-amzer ho puhez, war henchou ar bed, kavout da geneilezed, da garezed, da briedou, maouezed evelto ! Rak bez’ ez oa enno nerz ha brud tiegez an doueed. E pep-hini anezo e skede en eur gevred an nao ferlezenn a ra lorc’h kurunenn an doueed, an nao zalvoudeka tenzor eus lez Dêvobriga : Ogia « gwerc’hded », Glania « glanded », Uxellia « uhelded », Dagia « madelez », Karantia « karantez », Virionia « gwirionez », Aventia « lealded », Lania « leunded (a gened, nerz, skiant ha furnez) », Lovania « levenez » (Ar re-ze eo anoiou an nao gwerc’hez nenvel, merc’hed da Velenos) [9].

Ar seiz plac’h yaouank a ginkle gant rodou bleunv ha garlantez ar grugell-ganv. A-vriadou e taolent war he gorre kenin [10] nevez-kuntuilhet. Ar seiz paotr, o c’hleze noaz en o dourn, a bede tro-dro d’ar bez, a rae evadkinnigou hag a gase da benn eul lidlazadenn.

Dalc’het m’edo gant kened ar pevarzek-se hag an uhelded-ene a lenned war o dremmou hag en holl emstumm anezo, e vane Momoros paret e sellou outo. Neuze a-greiz an dervenneg eur vouez-doue a savas hag a c’harmas : « Setu aman an douar rôet da Vomoros, mab Neutto, gant doue Manos. Setu aman ar boblad wenn a savo eus bagad ar Marc’h hag a roio an diskennidi anezi rouanez da C’halia ha da Vrittia. Ha setu aman ar vibien hag ar merc’hed en devo Momoros eus Meduna, merc’h Krixos. » Momoros a evesaas neuze ez oa steuziet ar marc’h hag e klevas eul laouenedigez vras en e greiz, rak brao ez oa ar vro ma ’z edo, stank ha disi ar boblad anezi, ha diouz e c’hoant ar vibien hag ar merc’hed. Dihuni a reas ha trugarekaat doue Manos.

En deiz-se end-eeun e tanzee bagad ar Marc’h mont en e raok. Tri devez goude, e tistremenent an Albis hag e kemerent penn o hent war-du ar Sterenn. En eizvet deiz e tigouezjont er vro a oa bet gwelet gant Momoros dre e hunvre. Aod bro lenn an Heol ez oa, en hanternoz d’an douar a oa bet poblet gant bagad an Alc’houeder. Momoros gand e vrezelourien a embregas meur a stourmad ouz ar Skaled hag ar Sitoned [11], o faezas hag o c’hasas war-du an hanternoz hag ar c’huz-heol. En emgannou-ze Dubis, roue ar Skaled, ha Roudos, roue ar Sitoned, a gavas o maro [12]. Eur bras a vrud a zeuas da Vomoros diwar e furnez, e gadarnded, e drec’hiou-brezel. Kent mervel, e tastumas e vibien, e gerent all ha renerien ar vrôad hag e lavaras d’ezo :

« Setu deut evidoun deiz ar c’himiad ! Va selaouit ha sentit ouzin, rak eno eman mad an holl hizio hag en amzer-da-zont. Pa vin maro, trouc’hit va fenn diouz va c’horf. Ra ’z ay va c’horf dibenn da c’hourvez e-touez ar spezou, en askre Andelitana Amlavar. Gand e wiskamant brezel en e gerc’hen, e gleze en e zourn dehou, e zaou c’hoaf en e zourn kleiz, e skoued dirazan, e c’hourgleze en e c’houriz, savit va c’horf sounn en e sav, trôet e vrennid war-du ar Sterenn, war-du bro an Hud, douar al Lennou, tir ar Sitoned bleo-ruz. Ouz strobinellerez mibien ar gwez, ouz ar wall-avel o c’houeza a-ziwar ar vro anezo, ouz o garmou-hud ha trouz o zaboulin-huda, daspugnerez êrevent, saverez arneou, e vezoc’h, c’houi hag ho kourvibien, gwarezet gantan. A-ziabarz e gledour douar ha mein, e vezo d’ar vro-man eun arc’houere-gwarez [13]. Keit ha ma vezo evel-se en e sav ha gantan e armou, trec’het hag aloubet ne vo biken gand enebour ebet ! Evit va fenn, mirit-hen en ho touez. Balzamet gant preder, ra chomo gand ar re veo, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantan ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h ! Dre benn Momoros, mab Neutto, e komzo furnez an doueed vadelezus, peur-ouiziek, holl-c’halloudek. »

Marvet Momoros, ar seiz mab hag an nao douaren ha daou-ugent anezan a astennas, a-ziwar goust tir ar Skaled hag ar Sitoned, an douar perc’hennet gant poblad ar Marc’h hed-ha-hed da holl aod reterel lenn an Heol. Gounezet e voe ganto dre an armou holl zouar Baltia, diouz ar c’hornog betek mor ar Goularz ha, diouz an hanternoz, beteg ar rannvro goadek ha bras-lennek dalc’het gand ar Sitoned. Ar vro-ze d’ar Sitoned (Sitolandon) pe bro al Lennou (Lukolandon), eo a anver breman Skandia pe Skandinavia, diouz an ano a vez graet anezi en o yez gand ar « Gutoned », an « Teutoned » hag ar Semnoned. Tule a raed anezi gwechall, ha kosoc’h eged egile eo an ano-ze en hor yez, pa her c’haver en hen-ganennou [14].

Da heul ar gwall-gollou-ze d’ezo, eun niver Skaled ha Sitoned ha sevel en o bagou ha treuzi ar mor da vont da ziazeza o annez en enez Albio. Nemet ez oa deut mibien ha douarened Momoros da vailhed war ar sevel-bigi hag al levierez. Dastum a rejont eur strollad eus ar skafiou bras-se a reer anezo « elerc’h », dre ma ’z eo ar staon hag an aros anezo e stumm gouzougou ha pennou elerc’h. Hir ha moan, n’o devez ar bagou-ze na gwerniou na goueliou ; mont diwar roenv hepken eo a reont, hag int buan-tre. C’hoaz e vez graet ganto breman, en enezennou an Hanternoz, war-dro ar roenvadegou sakr hag al lidou-azeuli. Savet war an elerc’h ec’h argasas mihien Vomoros o enebourien a-dreuz d’ar mor, beteg en enez Albio, ma tiskennjont enni ha ma kemerjont kêr Sitomagos [15].

Etre an holl ouennou roueel deut eus ar vro-Wenn, gouenn Vomoros he deus en em ziskouezet dreist dre he doujans ouz an doueed. Hi eo he deus golôet Baltia hag an enezennou er reter da Valtia gand an nevedou ker brudet, red ha ma ve ez eus ano anezo en hen-zanevellou hag a oa dreist da re brôadou all Keltia dre o niver, dre binvidigez o listri aour, o arouezintiou aour, o c’horniou aour hag o arrebeuri. An anavezeta eus an nevedou-ze ez oa an hini a oa bet savet e Sonnobriga. Eur grec’hienn uhel ez oa-hi, graet a vein hag a zouar bet krugellet en o fez gand ar baotred hag ar merc’hed digaset di gant Rânakos, ar marc’h kalloc’h. Teir savenn a oa war ar grec’hienn-ze [16]. En drede, war ar gern uhela anezi, e save ti ar santual. Bez’ e weled ennan, e-touez meur a dra all dedennus d’ar sellou, penn balzamet Momoros, e gaoter hag e delenn. E-harz ar grec’hienn e tarze eun eienenn, en-dro d’ezi bodou kelvez ruz-moug a zouge, war eun dro, bleunv, frouez ha deil. Dibaouez e koueze an deliou diouto en dour sioul ha splann, o wiska anezan en eur vantell-roue. Neb a eve eus dour an eienenn, ar ouiziegez hag an awen a zeue d’ezan [17].

Sonnobriga « krenvlec’h an Heol », Sonnonemeton « neved an Heol », Devovidus « gwezeg an Doueed », Markobriga « krenvlec’h ar Marc’h », Vindokladia « ar C’hleuziou gwenn », Dervomagos « tachenn an Dervenn », Roudion « glad Roudos », ar re-ze eo anoiou ar c’hrenvlec’hiou hag ar c’hêriou a zo bet savet gant Momoros hag ar vibien anezan e Baltia hag en enezennou er reter da Valtia.

  1. An anoiou kêriou ha krenvlec’hiou meneget aman hag er pajennou da heul n’eus ster ebet anezo e skridou an Hen-amzer.
  2. Momoros, Jullian, De la littérature poétigue des Gaulois, p. 17 (tennet eus ar Rev. arch., 1902, I, pp. 304-27 ; Neutto « Skedus » pe « Brudet ». Tourneur, Musée belge, 6vet bloavez, N° 4, p. 12-3. Kavaros « ramz » pe « brezelour-meur », aet da caur « brezelour-meur » en iwerzoneg, cawr « ramz » e kembraeg, keur-, ker- e brezoneg (el liesgeriou keureuk, kerlus. Keferata ganto ar geriou kembraeg cawrddelwyn « delwenn ramzel », cawrfil « olifant », hag ar c’herneveg caurmarch « kanval », a vefe e brezoneg, ger-evit-ger, keurzelwenn, keurvil, keurvarc’h). En enep d’ar pez a zo bet lavaret en Notennou, XI, p. 6, n. 1, Kaourantin n’en deus man da welout gant Kavaros. Kaourantin a zo diwar an hen-vrezoneg Kobrant, Kovrant, ha heman a zo da geferata marteze gand an iwerzoneg cobair « skoazell », hengeltieg kobro-.
  3. Rânakos « reunek », diwar râni-, râno-, breman reun e brezoneg.
  4. Sala, hizio ar Saale, adstêr an Elbe (Albis). Sala a zo, ouspenn, hen-ano : 1° ar Saale, adstêr ar Main (Moenos) ; 2° ar Saale, is-adster ar Weser (Visuria); 3° ar Selle, adstêr ar Somme (Sumina). Salia, ger diveret eus Sala, eo hen-ano ar Seille, adstêr ar Saône (Saukona). Rev. celt., II, pp. 437-445. Evid ar ger Albis « Elbe » bez’ e voe ivez ano an Aube, adstêr ar Seine (Sequana).
  5. Ano hen-geltiek an aradennadou-meneziou koadek en hanternoz d’an Danuvios.
  6. Diwar-benn al lidlaza-kezeg gand Europiz, S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), p. 124-40.
  7. Nemetos, iwerzoneg nemet, brezoneg nevet, a zo unanet ennan talvoudegeziou ar geriou gallek « saint, sacré, tabou ». Tud nevet a veze graet en iwerzoneg koz eus ar rouanez, an uhelidi, ar veleien, ar ouizieien, ar benvicherourien, ar werzaouerien, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, IV, p. 23, n. 1 ; D’Arbois, Droit celtique, II, p. 82. C’houec’h liou gwiskamant an dud nevet, Joyce, Social History, II, p. 192.
  8. Keferata gand Immacallam in da thuarad (Emzivizadenn an daou zen fur), embannet ha trôet e saozneg gant W. Stokes, Paris, 1905, pp. 18-9, 26-7, 28-9.
  9. Ogia, iwerzoneg oge, diwar og « gwerc’h, divoulc’h » ; uxellia, iwerzoneg uaisle ; lania, iwerzoneg lane, D’Arbois, Grammaire celtique, pp. 23, 115.
  10. « Asphodèle » e galleg, Rev. celt., 1909, p. 343.
  11. Ar Sitoned (Sitones) a ziskouezfe a-walc’h beza ar Finned (Kiepert-Ernault, Manuel de Géographie ancienne, p. 321).
  12. Dubis « du », Roudos « ruz».
  13. Joyce, Social History, II, pp. 551-4.
  14. Anat n’eo ket e ve Tule eun ano keltiek.
  15. Henchadur Antoninus Augustus. Hizio Dunwich, Suffolk, D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 268.
  16. Montelius, Temps préhistoriques, pp. 120-121. Arrebeuri aour santualou an Hanternoz da vare an armou arem, ibid., pp. 120-1, 192-3 (skeudennou).
  17. Bodley Dindshenchas, Nn. 20, Rev. celt., XV, p. 457.