Sketla Segobrani vol1/Rann 22
Gand an alc’houeder Alouda [1] e voe bleniet kenta bagad a dizas mont eus koadou ar Sav-heol da zouar ar Goularz. Renet e oa gant teir gwerc’hez o divoc’h ruz, teir c’hoar, merc’hed d’eur roue ar vro-Wenn, Matidonnos e ano, hag hen marvet divab. Ar bagad-ze a c’hoarveze a bevarzek mil penn, kement-ha-kement eus an diou reiz-den, da lavarout eo seiz mil paotr ha seiz mil plac’h yaouank a oa bet, hervez ar c’hiz emoun o paouez menegi, unanet dre lidou d’o c’heneiled gand o c’herent e frankizennou ar vro-Wenn, e deiz kenta an nevez-amzer. Goude kerzout e-pad seiz miz a-dreuz koadou, strouezegou ec’hon, geotegou ; goude treuzi eun niver gwaziou, froudou, stêriou, avenou, lennou, geuniou ; goude trec’hi war ziêsteriou, gouzanv skuizderiou ha tec’hout diouz risklou bras, e tigouezas an holl yaouankizou-ze, an alc’houeder Alouda bepred ouz o levia, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon [2]. Eno eo e paouezas an alc’houeder, eno e steuzias da vat ouz o sellou hag eno ivez e vanjont a-zav. Hag eus lenn an Heol e reer breman mor an Heol, nemet, war a lavarer, eul lenn edo c’hoaz d’ar mare, ec’hon, divent, diheverz (emaez-gwel) an harzou anezi, hep treuskiz-dour ebet etrezi hag ar mor a zo er c’hornog, da lavarout eo mor ar Goularz pe mor an Hanternoz. Lenn an Heol e veze hanvet gant mibien Vanos, dre ma welent eus ar c’hlann gornok m’o doa graet enni o annez, bemdez, en dremwel, an heol o tiveuzi diouz an dour anezi. War an tevenn-ze eo en em zastument bemdez kent skleurenn ar goulou-deiz da veuli tarz kenta an heol dre o c’han, bouderez o c’horniou hir-gamm ha hesonerez o zelennou [3].
An arvor ma tiazezjont a zo anezan c’hoaz unan eus ar re vrava er bed. Dentet eo dre eun niver oufou, dre vaeou hir, moan ha troïdellek, dre blegiou-mor diwallet-mat gand enezennou ha begou-douar e-leiz, ma kav enno ar bigi gwasked diarvar. Enno e founn ar pesked, kerkouls hag an dourgoun, ar reuniged, an elerc’h. Hogen, ar pez n’oufe disklêria geriou eo puilhded ha tevded ar c’hlazvez a c’holo an holl arvor-ze. O veza ma ’z eo douriou lenn an Heol peuz-disal, e tiskenn koadou ar vro gant dinaou sounn ar pantennou tre beteg an traez, ken e teu, d’al lanvez, an tonnou-mor da c’hlebia ar wriziennou anezo. El lec’hiou ma c’holo ar c’hoadou lein tornaodou serz, e kresk ar gwez fao ha dero e bevennig an islonk : skigna o barrou deliaouek a-us d’an tonnou a reont hag astenn o skeud war ar mor.
Ar c’horn-bro ma talv an arvor kenedus-se da vevennadur d’ezan a zo golôet a grec’hiennou dudius glazvez-holl. Hag int izel a-walc’h, e c’heller diwar hini pe hini anezo merzout, dre waskou ar c’hlazvez, en diabell diouz tu ar c’hornog, mor ar Goularz hag an arvor noaz a sav e vonnou d’ezan. Aman hag ahont, en traoniennou, en em led lennou kaer, o douriou sioul, en-dro d’ezo eur gourizad korz ma neiz enno kerc’heized, elerc’h hag eun niver gouennou all a evned-dour. Ar c’hoadou, a ra d’an traoniou ha krec’hiou eur gwiskad deil, a zo enno gwezennou ar brava holl : ar fao hag an dero a gaver ar stanka, toueziet aman hag ahont gant gwez pin ha sabr. Gwaskedi a reont kalz a girvi-meur, a girvi, a zemmed, a yourc’hed, a voc’h-gouez, hag int-i holl mentek, teo ha hevag kenan. Eun neuz-dreist d’ar c’hoadou-ze eo beza marellet beb ar mare gant letonennou ec’hon. Dre-ze, n’int nepred na tenval, na moredus, na tavedek, hogen, en eneb, heoliet-mat ha leun, e-doug an hanv, a vouderez skrilhed ha geiz evned. D’ar c’houlz-bloaz-se ivez, ar spern-gwenn, ar spern-trenchonek ha kant ha kant a wezigou golôet a vleuniou c’houez-vat a gaera lezenn ar glazennou, ar stankennou, an tevennou ha lein an tornaodou. An niver a frankizennou, a ra e-kreiz ar faoegou hag an dervennegou kel lïes a heolienn, a zo anezo peurvanou a zibab, glas, teo, tener, saourek, ma tiwan enno eur geot mat d’ar zaout ha dispar d’ar c’hezeg.
Ar vro, en he fez, lirzin, skedus, glas, bleunvek, hegarat, a zo dleet mat d’ezi an ano ma voe anvet gand an enbroidi genta : virdolandon « douar glas » [4]. Gwaziet eo gant lïes gwaz-dour. An diou penna anezo eo ar Stura, a red war-du ar c’hornog hag a gej he douriou gant re an Albis, hag an Dravinna a red war-du ar reter hag en em daol e lenn an Heol [5]. Uheloc’hik en hanternoz ez eus eun deirvet stêr, an Adrana ar Skaled, ez a an douriou anezi war-du ar c’huz-heol da ziraez mor ar Goularz [6]. An Adrana ar Skaled a reer anezi dre ma talvezas pell-amzer ar paludou war an daou ribl en he dibenn-red da repu da henvroïz, ar Skaled (Skali) bleo-du [7].
E lez ar frankizennou, war ribl ar gwaziou hag ar stêriou, e tevennou al lennou ha war lein ar begou-douar koadek oc’h ensouc’ha e-kreiz an doureier eo e savas mibien Vanos o logellou. Ha setu penaos e rejont. O veza e c’hoarveze eus ar bagad seiz mil a dïadou yaouank, tad, mamm hag eur bugel nevez-vet da bep-hini, ne rejod ket a dïez bras kilviziet-start, ezomm d’o sevel pilprennou mentek, amzer, labour ha strivadou a-leiz. Pep tïad a savas d’ezan e-unan gant prenn gwevn ha korz eul logig kelc’hiek diouz e vent hag e ezommou. Lem-laka e oa an dôenn warno, graet ma oa gant korzennou a wiskadou liammet-start ouz eur framm-prenn. Bemdez, pa bare an heol, aet he fried d’e labour, e lame pep gwreg yaouank an dôenn-ze da aveli al logig ha da rei hent da zont e pep korn da vannou glanaüs roue an Deiz. D’ar pardaez-noz ez adlakaent anezi, kent d’o c’heneiled vat dont en-dro d’ar gêr.
Ar re-man, kerkent ha peurzavet al logellou, a stagas da zifraosta an douar tro-dro, da hada, da ziskar gwez, da hemolc’hi, da besketa. Dre strolladou armet-mat ez ergerzjont ar vro pell en hanternoz, er c’hornog, er c’hreisteiz, d’hec’h anavezadenni ha da bellaat ar Skaled diouz o annezadou. Unan eus ar strolladou-ze, aet dounoc’h er c’hornog eged ar re-all, en em gavas gant ribl mor ar Goularz hag aber an aven a reer anezi Albis.
N’eo ket arvor ar Goularz ker kaer hag an arvor-Glas. Izel eo ha traezek, gwall-skubet alïes gand ar barradou-amzer ha luget gand ar morlusenn. Daz-strewet eo ar vro nesa d’ezan gant geuniou, krenegellou, taouarc’hegou, a beb eil ganto brugegou ha pinegou. E lec’hiennou, koulskoude, a-hed ar stêriou hag en arvor e-lec’h m’ez eus enezennou da andorenni ouz an dounvor, e kaver lec’hidou strujus kenan, ma c’heller gounit edeier enno e-pad kant vloaz heb ezomm ebet da demzi [8] Ouspenn, brugegou an diabarz a zo anezo peurvanou peuz-vat ha gwenan gouez a vagont a vostadou. D’an diwez, e kavas da vibien Vanos e vije talvoudus kroui war an aod-ze eun annezadenn, ha hi strollet ouz re an arvor-Glas dre eur stropad krenvlec’hiou, e doare da drouc’ha pep darempred etre Skaled an hanternoz ha re ar c’hreisteiz ha da herzel outo d’en em gevredi ouz an enbroidi deut eus ar vro-Wenn. En abeg da gement-se e teuas ar gwerc’hezed sakr, renerezed bagad an Alc’houeder, eus an arvor-Glas da arvor ar Goularz, evid evezia pe lec’hienn eus an aod a zereje ar gwella d’an annezadur nevez-man.
Gwa d’ezo ! e tigouezas, war eun dro ganto, en aber an Albis tri lestr o tont a bell-vro. Tri hir-lestr eus ar C’hreisteiz ez oant, warno peb a dri-ugent den, mentek, dremmet-kazugel, d’ezo bleo drouk-liou touz war ar rak-penn ha didouz-hir war ar c’hilpenn anezo. Renet ez oa an nao-ugent den-ze gant tri breur anvet Mandonios, Tautamos ha Siluros [9]. Mibien ez oant d’eur Morigenos a raed gantan eur roue pe eun doue e broiou ar Mervent. A vro-Spagn pe eus an Afrik, o bro c’henidik, e teuent o heda aochou Galia, ha pa zigouezjont, en abardaez da guz-heol, en aber an Albis, edont o paouez ober tro enez Iverio hag enez Albio. Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris [10] war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent a-dreuz peurvanou ar reuniged, hep ken hentadur nemet gand an evned hir-askellek, rak-kannaded ar barradou-amzer. Lerc’h-ouz-lerc’h o doa o zri lestr roget gand o staon ruz tonnou tri mor : Vergivion, mor-meur taer ar C’huz-heol a beurvevenn ar bed, Ikton, ar mor eonus etre enez Albio ha Galia, Vebrulindon, ar mor goularzus, a zirann bro ar Goularz diouz enez Albio [11].
Kerkent hag en em gavet, e taoljont an eor dirag eun enezenn e-kreiz an aven ; dilestra enni kement a oa e-barz ganto a rejont, enaoui tan ha stleja o listri war ar sec’h da sellout ouz ar c’horf anezo ha d’ober eun aoza d’ezo diouz ma vije red.
An teir gwerc’hez o diouvoc’h ruz a rene bagad an Alc’houeder a oa da ano d’ezo, d’an hena Kadra, d’an eil Daga, ha d’ar yaouanka Derkeia [12]. Peb a vloaz n’oa ken etrezo, hag int ker skiantek ha ker skiantek, ker fur ha ker fur, ker kaer ha ker kaer. Dre ma ’z oant henvel e pep tra ha na drec’he ket kened an eil war gened peb-eben-all, dre m’oa enno kement ha kement a zudi, e raed anezo al lesano a « Kassiteras », da lavaret eo ker-kaer-ha-ker-kaer [13]. E-touez an holl verc’hed yaouank digaset eus ar Sav-heol gand an alc’houeder Alouda, n’oa nemeto a gement n’o doa ket a bried. Ha pried ne dleent da gaout, difennet ma ’z oa outo anaout plijadureziou ar c’harediged na tanva levenez ar mammou, dre m’oa bet gouestlet d’an Heol gand o zad ar yaouankiz hag ar werc’hded anezo [14].
Ker skiantek ha poellek ez oant ha ma ’z oant kaer, ma kavas d’ezo na vije ket difur sevel kevredad gand an diavezidi o tont eus a bell-vro ha stumm d’ezo kaout c’hoant da chom eur pennad el lec’h-ze. N’oa ket bagad an Alc’houeder niverek a-walc’h evit ma vennjed tenna dioutan eur c’halz a dud da ziwall an drevadenn savet en aber an Albis, seul-vui ma renkfed lakaat da wardoniez er c’hrenvlec’hiou etre an drevadenn hag an arvor-Glas eur c’halz a vrezelourien. Kenskoazell nao-ugent den, hag i kadarn ha krenv da welout, n’oa ket, gant-se, da veza disprizet. Dileuri a rejont, eta, kannaded daveto ha, da heul an emzivizadennou a c’hoarvezas, e teuas an tri breur da weladenni kêriadenn vibien Vanos ha da genbrezeg gand ar rouanezed ha gand ar benvrezelourien anezo.
Tri den mentek ez oa an tri breur, d’ezo bleo du fuilh, pennou kramennet gand an heol hag ar mor ha daoulagad du ha lugernus evel an noz sterennek. Evit kenwerzi, ober sklaved, dastum ar muia ma c’helljent a vadou hag a binvidegeziou eo ez oant deut, ha neket evit sevel o annez da viken e lec’hiou a gave d’ezo ez oant treut, digevannezus ha gouez.
Disprizout mibien Vanos a rejont dre m’o doa da annezlec’h, neket tïez-maen ec’hon e-kreiz kêriou o mogeriou krenv, hogen logouïgou prenn ha raoskl war skign e-mesk ar geot bras, e lezenn ar c’hoadou ; o disprizout a rejont dre m’o doa da gemerout o c’housk, e lec’h gweleou prenn lufr, kaeraet gand arem, arc’hant hag aour, berniadou geotennou ha krec’hin ; o disprijout a rejont dre na event nemet laez ha dour ha na zebrent nemet yod heiz ha kig, dre n’o devoa ken madou nemed o armou hag o chatal [15]. Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken dishenvel diouz kened leskidik ha tenval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kenta hag o hoalas dre an nevested anezi. Kement-se a zigouez bep tro m’en em gav Kreisteiziz gant merc’hed hor gouenn, her merzout am eus gallet ober me va-unan meur a wech [16]. An tri rener a oa diwar ar gouennou-ze izel ha milliget eus ar C’hreisteiz, ha d’ezo meiz, galloudeziou-spered ha gouiziegez a-walc’h, a zo goulosk ar gwad anezo hag a vez dalc’h-mat e preiz da speredou dic’hlan an Amc’houlou. Er gouennou-ze e vez ar merc’hed gaouiad-dreist ha ganas ha n’heller ket fiziout enno dre m’o devez temz orgedus ar givri ha divezded ar c’hïezed. Evid ar baotred, henveloc’h a ze ouz bouc’hed ha chas eged ouz tud, ez int ken dibourvez a beb emzalc’h hag emziouer, ken digizidik o c’halon e traou ar garantez ken e vez pleustret ganto ar merc’hed digus-kaer a-c’houez d’an holl [17]. Hag hen bec’h her c’hredi, eman an dra anavezet-mat gant kement-hini o deus ergerzet broiou ar C’hreisteiz. P’hel lavarfen e berr-gomzou, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemed ar perziou a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perziou a zo, en eneb, uhel, nenvel, doueel, hag a zo eur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos. Int-i, hep hen diskleria, hen anzav en o oberiou. Evel-se, en o zouez, ec’h azeul ar C’hresianed doueez ar Garantez a anvont Aphroditê, nemet e skeudennont anezi e daou zoare gwall-zishenvel. Bez’ ez eus an Aphroditê-bobl, a reont anezi Pandemos, bleo-du, lagad-du, min kramennet merc’hed ar C’hreisteiz, ha hi azezet war eur bouc’h, arouez an orged. An Aphroditê nenvel, pe Ourania, a zo ivez, ha hi o tougen dre ar garantez ar baotred hag ar merc’hed d’an oberiou-kaer hag o vaga e kalon ar priedou kengarantez, gwella kred kenlealded. Hogen, dishenvel eo houman diouz eben, gant neuz eur verc’h a ouenn Vanos a roont d’ezi : mentek, ruzjod, glaslagad, aourvleo. Hag e skeudennont anezi harp he zroad war eur vaot, oc’h arouezia evid ar merc’hed buhez an tiegez hag an davedegez.
Hilliget e voe, eta, c’hoantegeziou an divroïdi gant niver bras ar maouezed yaouank e bagad an Alc’houeder ha gand ar c’haerder anezo. Hogen, kened teir merc’h Matidonnos, o trec’hi war hini o c’heneilezed evel ma trec’h sked al loar war ar stered, a entanas da vad gwad an tri rener. Evelato, o veza ma tennent d’ar gouennou-ze a zo ampart er gevierez, e c’houezjont gwaska war drivliadou o c’halon. Dirag an teir gwerc’hez e vougjont tan o sellou, e lakjont dalc’h ha poell en o c’homzou hag e voe an neuz anezo azaouezus ha sentus. Diskleria a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazeza enni, hogen evit kenwerzi ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni eur pennad-amzer hag ez oant tûet, e-keit ha ma chomjent, da rei da vibien Vanos an holl gennerz a c’hallje ar re-man da c’hoantaat ; ez oa reiz-mat d’ezo sevel kevredad hag en em skoazia o veza ma ’z oant an eil re hag ar re-all ermaeziaded war an douar-ze ma teuent di dre vor eus ar C’huz-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouspenn, pa rae d’ezo an doueed keja ker burzudus el lec’h-ze, hag int keit-ha-keit-all dioutan ar mammvroiou anezo, eo o doa, hep mar, eun dezo bennak en o c’henver. Neuze, e tisplegjont doare o bro, he ment, he strujusted, he mengleuziou aour, arc’hant, kouevr ha staen ; an tropellou diniver a oc’hen o veva enni, ar c’hêriou stank anezi ma ’z eus enno engroeziou tud mentek, nerzek, kadarn, doueüs, galloudek. Diouz klevout e vije bet o bro mammenn an doueed hag ec’h astennje ar bobl anezi hec’h impalaeriez war ziou drederenn ar bed [18].
Mibien Vanos, ha d’ezo hanter-gredi kement a zezrevelle an tri breur, a voe trôet madik a-walc’h o spered d’ezo diwar an emweladenn genta-ze. Ha, war-lerc’h houman, e teuas meur a hini-all a gadarneas c’hoaz ar stal. Rak, war gement-man da vihana ez oa deut ganto ar wirionez : eus eur vro binvidik e teuent, enni e-leiz a borziou-mor hag a gêriou bras e-lec’h e kaved divroïdi o tont eus kement brôad a zo er C’hreisteiz. An darempredou ouz an dud estren o deus krenvaet er vroïdi, dreist-holl er verdeïdi hag er varc’hadourien, ar boaz da ziguzat diwar ar c’henta sell tro-spered an dud m’o devez d’ober ganto. Ha n’o deus ket o far evit komz ouz pep-hini er stumm a zere outan ar gwella, habaskaat neb a ziskredje ha gounit ar c’halonou.
Heman e oa dezo an tri breur : kerkent hag aozet o listri, skrapat teir merc’h Matidonnos ha ganto ar muia ma c’halljent eus ar c’heneilezed anezo, adsevel en dounvor ha dont en-dro d’o bro [19]. Nemet, dre zic’hortoz e c’houitjont gand o mennad. Divarrek da waska pelloc’h war an orged a loske d’ezo o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, eun nozvez, o tigas ganto eur brokad died-kemmesk eus o bro, c’houez-vat ha mezvus. Hep gouzout d’ar c’hedourien lakaet bemnoz gant Kintus [20], ar pengadour, en-dro da dachennad al logellou, en em siljont beteg an ti-soul ma veve ennan an teir c’hoar. Dre gomz dereat e tisklerias an hena, Mandonios, ez oa deut, hen hag e zaou vreur, dre m’o doa da emguzuliata gand ar gwerc’hezed sakr diwar-benn traou a bouez red o c’hen-verat didest-kaer ; ha beza diwezat anezi, e krede na nac’hjent ket o digemerout ; o-unan ha diarm e teuent, fizius en enor hag e lealded an teir rouanez. Daga a derme, ha Derkeia, ar yaouanka, hec’h alie ma serrje an nor oc’h adprenna warni ha ma lavarje d’an tri estren dont en-dro pa vije deiz. Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zouja a-berz an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro d’eomp, d’ezo da ziredek d’hor c’henta galv, m’hor bije ezomm anezo ? Hag, a-hend-all, nac’h ouz en tri estren o digemerout ha selaou ouz o c’hefridi, ha na ve ket diskouez d’ezo e tiskredomp warno hag o feuka dibenn-kaer ? » Daga o veza deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terchel d’he meno, e voe graet d’an tri dont-tre el logell. Neuze e tennas holl boellad ar re-man d’eur mennad hepken : lakaat an teir gwerc’hez da eva eus an died-kemmesk a oa bet digaset ganto, rak gouzout mat a ouient, ma tremenjent heb eva, e vije aner dezo. Hir ha diaes e voe dre n’oa ket ar c’hiz ec’h evche ar gwerc’hezed sakr gant tud estren pe dirazo. D’an diwez, Kadra ha Daga, diwar eun damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rag anoazi an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-eva, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’houez-vat anezan dre al logell. Hanter-leunia ne rejont ken ; a-walc’h d’ezo e voe avat ! ha Derkeia, he doa nac’het eva, a welas o trei kerkent doare he diou c’hoar. Mantrusat, glac’harusat d’ezi ! diou verc’h e voe hag int estren d’ezi ha dianav a welas o tihuni hag o prezeg dirazi. Ha, bep ma trôe o doare d’an diou c’hoar e trôe kemend-all doare an tri breur. Spouronet-holl, o ruzia gand ar vez, rannet he c’halon, e savas en he sav o klask eun arm bennak. Hogen, Siluros, ar yaouanka eus an tri breur, a lammas ganti, a zalc’has d’ezi he daouarn hag he c’houenias. O voustra d’ezi he genou gand e zourn d’he herzel da grial e talc’has anezi evel-se flastret ken n’o dije e vreudeur kaset da benn o zorfed. Dont a reas ar re-man da rei dourn neuze, d’e skoazia da liamma ha da vinwaska ar plac’h yaouank. Hogen, er c’houlz end-eeun ma stouent outi, unan a-gleiz, egile a-zehou, ha m’edo Derkeia torret he c’halon oc’h anaout e rankje gouzanv pez o doa gouzanvet he c’hoarezed, e welas eun trede den dic’hortoz o sevel sounn a-drenv an daou all. Eun den mentek ez oa, e choug ledan, hag hen paket en eur vantell vras, en e benn eun hir-vleo loued, en e zremm liou gand ar maro daoulagad glas o steredenni. Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hoziad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varo bepred beo, evit savetei e verc’h vuia-karet [21]. O tarc’hoi e zaou zourn en eun taol e skôas ar roue koz en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerz ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl. Kregi a reas neuze e Siluros en e c’houzoug, ken ma vennas heman taga, hag e tiframmas anezan diouz Derkeia. Gand eun dourn e talc’has anezan a-c’hoen e gorf hag, o trei ouz e verc’h, e tiskouezas d’ezi an nor. Ha Derkeia sevel evel eun tenn ha lammat er-maez.
Redek a-dreuz d’an noz a eure ha mont da skei ouz logell Kintus. Heman a zeuas da zigeri. O welout ar plac’h yaouank liou ar maro en he c’herc’hen :
« Ha c’hoarvezet ez eus eun taol bennak, emezan, ganez pe gant da c’hoarezed ? »
Derkeia ne rannas ger. Deut-tre e-barz al logell, ez eas beteg an oaled. Eno, o treala, e lavaras distreset-holl he mouez :
« O paouez gwelout va zad emoun. »
Kintus a voutas an nor, a brennas warni hag a zistrôas daved ar plac’h. Kamula [22], e wreg, ganti etre he divrec’h he c’hrouadur nevez-c’hanet, a dosteas ivez d’ezi. Kintus a grogas doujus e dourn ar werc’hez hag e zougas d’e dal ; Kamula, o kregi en he dourn all, a bokas d’ezan. Neuze e tisklerias Derkeia fromet-holl :
« Beo c’hoaz eo Kadra ha Daga, nemet n’o gwelot mui. Galvet int gand an doueed pell diouzoc’h, hag ez in-me d’o ambroug. A-benn arc’hoaz n’ho pezo ken en ho penn ho teir rouanez, ho kwerc’hezed sakr, teir merc’h da Vatidonnos. Te eo a gemero war o lerc’h renadur bagad an Alc’houeder. »
Hag e lavaras ouspenn :
« Galvet omp gand an doueed, nemet n’ouzomp ket da belec’h emomp o vonet ; n’ouzomp ket hag en em welimp biken ken ! Evidoc’h-c’houi, d’ar Gwenved ez eot ; va diou c’hoar ha me, avat, n’ouzomp ket da belec’h ez aimp. »
En eur gomz e selle ar werc’hez war-eeun dirazi, evel p’he dije klasket gwelout e red an amzer an darvoudou o tont. A-greiz-holl e c’hlazas he dremm d’ezi, hag e trellas he sellou evel rag eur weledigez euzik. Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gand ar c’homzou anezi.
Hogen, e gwazied glas Derkeia e rede, peur-zigemmesk, kuit a bep saotr, gwad eur ouenn uhel ha kadarn ha doueel. Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o trei ouz Kamula, bet keneilez he bugaleerez, e lakeas he divrec’h en he c’herc’hen hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneredigez. Neuze, o tenna a-dre an divrec’h anezi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezan keit hag he dremm, e pokas d’ezan ha, goude, ouz e adrei d’e vamm, e lavaras :
« Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo eun deiz da zont hag ar gwella harp anezi. »
Hogen, ar c’hrouadur-ze a oa bet rôet d’ezan da ano gand e gerent Tekos (da lavarout eo « kaer ») ; nemet Vindosêtlos e voe diwezatoc’h an ano ma teuas dindanan da veza brudet.
Merzet ganti, astennet war eun hordennad geot sec’h, gouriz arem Kintus, hag hen stag outan e c’hourgleze, e kemeras Derkeia anezan hag e lavaras da Gintus :
« Ha rei d’in a rafes da c’houriz ha da c’hourgleze ? Eur ro ha n’eo ket eun amprest eo a azc’houlennan diganez, rak da gredi eo n’en em gavimp biken nag er bed-man nag er bed-all.
— D’it eo kement a zo aman, eme Gintus doaniet-holl. Kemer kement a c’hoantaï, kas ganez kement ac’h eus ezomm ha na vez chalet gant netra. N’eus ganeomp nemed eur bedenn d’an doueed : ma aotreïnt d’eomp da adgwelout eun deiz hag, ac’hann di, m’az skorint ha ma rôint d’az kalon an holl levenez a hetomp d’it. »
Derkeia a ziwiskas he gouriz aour kizellet-ampart hag a wiskas en e lec’h ar gouriz arem.
« Ganez-te, ha gant Kamula e lezan va gouriz, en eskemm, emezi. Her mirit en envor. Ha, pa ho po koun ac’hanoun, damgounait ivez, — aman e voe he mouez trôet eur predig, — Kadra ha Daga, a zo bet, eveldoun-me, keneilezed d’eoc’h ez vugel hag ho kare evel m’ho karan. »
He daouarn a lakeas war ziskoaz Kintus hag o sellout outan e lavaras :
« A-benn arc’hoaz e vi anvet penrener gand ar vodadeg. A ze out dellezek hag evit mad an holl eo e reni ha dindan da renadur, kerkouls ha dindan renadur da ziskennidi, e kresko bagad an alc’houeder Alouda hag e teuio d’eur bobl vras ha galloudek. »
Stouï o fenn gant doujans o doa graet Kintus hag e wreg ouz diouganadenn ar plac’h yaouank. Houman, gant he biz-meud glebiet a halo, a dresas war dal an den yaouank arouez sakr ar gwarez hag an trec’h [23]. Goude-ze e pelleas. O tistouï o zal, Kintus ha Kamula he gwelas o soubla da dremen dindan an nor hag o lammat emaez al logell. Nemet, kent d’ezi kimiadi da viken ha steuzia ouz o sellou e-kreiz an noz, e-keit ha ma klaskent, en o sav o daou dirag o zi, he gwelout an hira ma c’hellent, he gweljont o chom a-zav, o talmeta gand he daouarn he gouriz nevez hag ar gourgleze stag outan ; hag e lavaras :
« N’edo ket ar boaz d’ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol dougen ar gouriz arem hag ar gourgleze. Nemet trôet ar boaz diwar an nozvez-man ! Ma vije bet ganen eun arm bennak, biskoaz ne ve c’hoarvezet ar pez a zo en em gavet henoz. »
Ankounac’haet ne voe ket gand an den yaouank ar geriou-man a Zerkeia. Hen eo hag e vab hena Vindosêtlos a c’hounezas ma vije hiviziken en o gouriz gand ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol, kerkouls ha gand ar merc’hed yaouank all hag ar gwragez a ouenn Vanos, eur gourgleze dournellet-aour. Gant-se e voe bepred en o dalc’h o buhez hag o enor [24].
P’he devoe Derkeia rannet ar geriou emoun o tisplega e steuzias diouz o sellou e tenvalienn an noz, nemet he mouez a glevjont eur wech c’hoaz o c’harmi :
« Kadra ha Daga a zo bet graet outo mezus-marvel gand an tri fenrener estren, hag en abeg da ze eo e kimiadomp. Ar gwall graet d’an diou c’hoar, d’an diou werc’hez gouestlet d’an Heol, d’ho tiou rouanez, da ziou verc’h eus ho kouenn, talvezit anezan a-benn arc’hoaz kent ar c’huz-heol. Hogen, marvedigez an nao-ugent divrôad gand an tri roue anezo, tanidigez o listri, kasidigez da get kement tra a biaouont, ne walc’hint ket an torfed a zo bet graet. »
Pa zigoras Derkeia an nor war al logell vras e kavas he diou c’hoar o-unan eno, nemet ne zellezent ken an ano a werc’hezed ruz-o-divoc’h. Striz ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en eur mor a geuz, diegus d’em skeudenni ar pez a oa digouezet ha muioc’h c’hoaz ar pez a zigouezje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwall-c’hraet ouz an daou zoue galloudusa a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Goulou. O welout o c’hoar o tont-tre en ti, e savjont en o c’hoazez hag e tirolljont da skuilha daerou puilh.
« Oh ! emezo o diou, n’oamp ken en gortoz d’az kwelout mui ! »
Hag e stagas Kadra :
« E kave d’eomp ez poa hon dilezet. »
Derkeia en em daolas ganto ez feulz ; o briata a reas hag o starda war he c’halon gant teneridigez ; poka a reas d’o zal, d’o divoc’h, d’o genou, d’o bleo ; o c’hlemmou a vougas gant hec’h allazigou.
« Ne dlejes ket dont en-dro, emezo c’hoaz gand an dispi hag o klask he fellaat. Glan out ha ne dleez ket ober da rann en hor reuz. N’houlomp ket ez pefe droug en abeg d’eomp-ni. Tec’h kuit breman ! »
Derkeia avat a zalc’has war o daouarn. Aslakaat he diweuz war o diweuz a reas oc’h ober d’ezo tevel gant he fokou. Hag e lavaras :
« Teir a zo ac’hanomp, ganet gand an hevelep mamm, engehentet gand an hevelep tad, kresket a-gevret heb en em zisranna biskoaz. Teir ac’hanomp, hag unan hepken dre ar gwad, ar galon, ar gengarantez ! Netra n’hor ranno biken ! E lec’h ez eot ez in. Hag ar boan a c’houzanvot he gouzanvin ganeoc’h ouz he skanvaat d’eoc’h, mar gallan. An drederenn, an diou drederenn, ya, an holl anezi a zougin, mar grata an doueed. »
Taget gand an difronk a waskenne o askre, Kadra ha Daga en em daolas ganti. Derkeia o dalc’has pell stardet war he c’halon ha, p’o gwelas sioulaet, e lavaras d’ezo :
« Mont kuit a renkomp breman, va re vuia-karet, ha tec’hout diouz an douar-man an trumma ar gwella. Eman buanegez an doueed war dont. Estregedomp-ni ne dle-hi tizout na diraez ar re a zo dinamm, ar bagad-tud hon eus bleniet da zont aman hag o deus en em fiziet ennomp. D’ar wazed ha d’ar merc’hed bet renet gand an alc’houeder Alouda ne ve ket hor c’haout ganto hiviziken eun eurvad, eur gwarez nag eur vennoz ; eur gourdrouz an hini ez eo deut da veza, euzusa reuz dioutan ! Mont kuit a renkomp. »
Hag e lavaras Kadra ha Daga :
« Ne dle reuz ebet a-ziwar hor c’hiriegez koueza gant hor breudeur hag hor c’hoarezed. Ra vezimp hon-unan hepken skôet, hon-unan hepken kastizet ! Ra zougimp holl bouez ar c’hastiz ha buanegez an doueed ! War-raok dioustu. Dare omp ! »
Diwiska buan o gouriziou aour, o skerbou lin hag o holl kinkladuriou a rejont, hag o lakaat en eul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezi. Derkeia a gemeras ganti eur brokad dour ha daouzek c’houistoc’henn heiz hag e tigasas he diou c’hoar war ribl an aven. Eno, war an traez, edo eun hanter-zaouzek a vagou pilprennek ha kel lïes all a vagou kroc’hen. Derkeia a lakeas war neunv unan eus ar re-man hag, o veza pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roenvat war-du ar mor. A-benn eur pennad ec’h eveseas na rae he c’hoarezed, war-bouez poania, hag i roenverezed ampart hag o roenvat reiz, nemet kas en eneb d’an tu ma strivent hag en eneb d’ezi hec’h-unan. Anat d’ezi e oa ze eur ragarouez eus brouez an doueed ha derou ar c’hastiz oc’h aoza dont, e reas d’ezo lezel o roenvou hag e talc’has da roenvat hec’h-unan-penn.
Pa savas an heol, edont er-maez eus aber an aven, hag an aod pell-pell en a-drenv. Neuze eo e taoljont er mor al lienenn m’edo o gouriziou, o braoïgou, holl aroueziaduriou o c’harg hag o galloud. Dirazo e weljont eun enezenn hir bevennet e lec’hiennou a devennou uhel gwenn-kann kurunet al lein anezo gant glazvez seder ar c’hoadou. Enez Abalos e oa a anver ivez Bononia [25]. Tostaat a-walc’h a reas o bag evit ma c’helljent merzout eun torkad demmed o treuzi goueled eun draonienn ledan geotet-stank a skôe e glann ar mor. Pelloc’h hag uheloc’h war bantennou an draonienn, e gwrimenn ar c’hoad, edo kirvi ha kirvi-meur o peuri sioul. Heoliet-skedus, glas, kenedus e oa ar maeziou-ze hag o dije c’hoantaet an teir c’hoar douara en enezenn a ziskoueze beza didud. Hogen ne voe ket aotreet gand an doueed. Sevel a reas an avel hag, o c’houeza taer, o zaolas er c’hornog. Leuniet e veze ar vag beb ar mare gand an tarziou. Kadra ha Daga a vennas he goullonder. Nemet kel lïes gwech ma strivent da stlepel an dour emaez, e teue tri c’hemend-all e-barz, ma kinnige ar vag beuzi bep taol. En eneb, p’edo Derkeia a rae, e veze goullonderet trumm hag e chome eur pennad kent leunia a-nevez. Kadra ha Daga a voe red d’ezo adarre lezel ar preder gand o c’hoar. Mantret o c’halon he gweljont o labourat a-hed an devez hag an nozvez war-lerc’h, o roenvat hag o c’houllonder peb eil tro. Bras ha krenv ez oa Derkeia evel holl verc’hed Manos ; kent-se, pa zeuas ar beure, edo asik ha disliv. He diou c’hoar, brevet a c’hlac’har, he stardas etre o diouvrec’h.
« O karedig, emezo, bet eo betek-hen an holl boan hag an holl skuizder evidout-te, ha te n’ec’h eus graet droug ebet. Na ve ket e vefe evel-se hiviziken ! »
Eur sell a daoljont en-dro d’ezo hag e lavarjont :
« Eman an avel o c’houziza hag ar mor war habaskaat. Ha setu diou nozvez hag eun devez ma roenvez ha ma c’houllonderez dibaouez. Gourvez da ziskuiza. Evidomp-ni, e veilhimp hag e poagnimp da roenvat. »
E-keit ha ma kouske Derkeia, e stagas Kadra ha Daga da roenvat, nemet e nac’he ar vag senti ouz o roenvadou, ma renkjont ehana. Dic’houest da ren ha da luska o lestrig, mantret-holl, e vanjont diloc’h, helmôet o daouilin en o barlen, o elgez war balv o daouarn, o sellout gwech ar mor, gwech an nenv, gwech all o c’hoar astennet ouz o zreid. Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnou o tarc’hoï taoliou pounner en dour gand o lostou divent hag o nesaat d’ar vag. A-walc’h e oa gand ar c’has lakaet en dour dre o lostou d’ober d’ar c’hokedig trei war e c’henou. Gand o aon e voe darbet d’an diou blac’h gervel o c’hoar ; ar gwall-viled, avat, a bellaas dinoaz d’ezo.
E beurevez an trede deiz e tihunas Derkeia. Addeut e oa d’ezi he liou hag he nerz. He c’hoarezed, avat, a gavas diviet-holl gand ar glac’har hag ar veilhadenn m’oant o paouez ren. Edont en o sav hag e sellent ouz eun dra bennak war-eeun dirazo.
« Setu eun douar, emezo, ha bremaik e touarimp, kaset m’emomp d’an aod gant nerz an dour. »
Derkeia a savas d’he zro hag a sellas. Er c’huz-heol, dindan eur bann-maen d’ar vag, e weled eun aod izel ha traezek. Golôet a c’heot bras e oa an uhela tevenn, e-lec’h n’halle ket diraez ar reverziou krenva. Nemet n’oad ket evit gwelout pelloc’h en abeg d’al lusenn.
« Pe zouar eo heman ? eme Derkeia.
— N’ouzomp ket, emezo ; nemet, abaoe ez out manet kousket, ez omp bet douget dibaouez er c’hornog gand ar mor hag an avel. »
Hogen, an douar-ze a welent e oa aod reter enez Albio ; n’helle ket an teir c’hoar her gouzout avat. Eur predig goude, e sac’he o bag en traez hag e tiskennent d’an douar. Tenna a rejont ar vagig diouz diraez al lano hag e kerzjont a-hed an tevenn, da glask eun dour-red bennak, rak sec’hedet-maro ez oant. Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gand ar wall-amzer ha kemmesket an dour-eva a oa ennan gant dour sall ar mor digaset dre an tarziou. P’o devoe kavet eur waz-dour, e torrjont o sec’hed hag, o veza diwisket o dilhad, e kouronkjont hag e walc’hjont o dremmou hag o bleo. En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet d’ezo, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-ze dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammi.
« Sell, emezo gant spouron, an heol a lavarfed a zeu davedomp ! »
Derkeia a drôas he sellou ouz ar Sav-heol hag a gollas he liou. El latarenn a c’holôe ar mor e weled evel eur voull-dan, euzus ha taer, a dostae outo a-diz. An heol a lavarjed en em zistaget diouz bolz an nenv hag o ruilha war c’horre ar mor war-du an teir flac’h yaouank. Derkeia a welas petra a oa o c’hoarvezout.
« Kalon ! va diou vuia-karet, emezi ; rak ar maro eo a zo o tont. »
Kadra ha Daga, hep huanad na daerou, a stouas o fenn hag a gouezas d’an daoulin. Derkeia, avat, a vanas en he sav ; en em lakaat dirak he diou c’hoar a reas e doare d’o diwall gand he c’horf. Difinv, trôet he dremm war-du ar Sav-heol, start ha hi disliv-holl, e sellas ouz ar maro o tonet.
Deut a-damdost ar voull-dan, e welas anezi o trei neuz : daou-hanteri a reas evel eur graonenn hag e teuas er-maez anezi eun den yaouank mentek, bleo lugernus d’ezan, kaer nemet taer e gened, a lakeas e droad er ribl-mor.
Ez-eeun ez eas war-du enni, gantan en e zourn eur wareg a ziskoueze beza graet en he fez eus eur flammenn-dan hepken, ruz, moan, gwariet, o tridal warni, evel gant mall da dec’hout ha da laza, eur saezenn stuc’hennet-ruz, hir, gourzreinek, lemm, kriz, taer, luc’hed-henvel. War-hed eun tenn dared diouz Derkeia, e vanas a-zav.
« Distro diwar hent, emezan ; ha paouez a guzat ouzin an diou reuzeudigenn a zo a-drenv d’it ; pe anez ez pezo da rann er reuz anezo. »
Eilgeria a reas Derkeia :
« Teir c’hoar omp, en em zisrannet biskoaz, ar garantez ouz hon unani kerkouls hag ar gwad. Reuz ar re a zo a-drenv d’in a vennan da gevrenna. Er c’hastiz a c’houzanvint e vennan kaout va rann. Biken n’o dilezin ! »
Ha gand he gwall-galonad, re d’ezi, c’houero ha brouezet, e stagas :
« Ar gwerc’hezed a oa gouestlet d’it, az servije leal, karantezus, hag a dleje beza ker d’az kalon [26], ha n’helles-te ket o difenn ? O-unanik ha diskoazell ec’h eus dilezet anezo, hag int yaouank, dic’houzvez eus ar bed hag eus ar brôadou anezan, dirak tud estren deut a-bell, tud hep feiz na reiz, kantreerien ar mor hag an doureier. Ha breman, p’emaint, — ya, dilezet ma voent ganez ! — kouezet e stignou ar re-ze, setu e tihunez, e tiskouezez da benn ! Emout o vont d’o gwana ! Kaera bloaveziou hor yaouankiz, hor priziusa madou, hor gwerc’hded hag hor c’halon, nann n’oa ket ar boan o gouestla d’eun doue eveldout ! »
Mousc’hoarzin a reas an doue diwar fae ha taerijenn.
« Diskiantez, emezan, a gred leuskel gourdrouzou gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzit, diboellet ma ’z out gand ar garantez hag ar glac’har. O-unanik n’em eus ket dilezet da c’hoarezed. Ha ganto daoust ha n’o doa ket al Lezenn ? P’en devez mab-den anaoudegez en daou hent : reiz ha direiz, d’ezan eo kerzout anezan e-unan, dizaon ha kadarn, en hent reiz, ha n’eo ket d’an doueed e vouta dre e gein. Al Lezenn bet rôet d’eoc’h gand an doue ho Tad, ha na zifenn-hi ket digeri re frank d’an Estren dor an ti ha dor ar galon ? Ha na zifenn-hi ket rei dezan douarou hag eun oaled ? Ha na zifenn-hi ket striz ouz gouenn Vanos en em unani dre briedelez gand ar gouennou all, keja o gwad gand o hini ha genel hironed ? M’o dije da c’hoarezed karet al Lezenn, m’o dije meizet an dalvoudegez hag ar pouez anezi, aes o dije he sevenet. Diwar an taol kenta o dije argaset gand euz an Ermaeziad, kuit a lezel da zihuni en o c’halon, e-kerz emweladennou re stank, ar fizians outo hag ar vignoniez. Dre-ze o touja da c’hlanded o Gouenn, e vijent bet skoret da virout glanded o c’horf hag o dlead d’in-me. Pe gastiz a vir outo an doue en deus ganet ho pobl, dre m’o deus torret al lezenn a zoug an ano anezan, n’ouzon ket. Ar c’hastiz, avat, emoun-me o vont da skei outo evit o dismegans ouzin, a anavezan mat. Tec’h prim a-zirazo ! »
Derkeia a hejas he fenn.
« Sko ouz an teir, emezi, pe na sko ouz nikun. »
Brouez, droug ennan, e skôas an doue an douar gand e droad.
« Klev, emezan, ha douj va zaeri, rak n’oufen gouzanv ouspenn. Diou wech ec’h eus va dismeganset. Da genta, dre na zistrei ket diouz an diou reuzeudig kerkent ha m’o devoe faziet. An eil gwech, bremaïk, pa gredjout leuskel gourdrouzou ganen-me, da aotrou ha da vestr. Diwech em eus pardonet d’am gwazez ; ar wech-man, avat, mar nac’hez senti, e vi skôet ganen a-unan ganto. »
Diwar he c’halon d’he diweuz e savas eilgeriadenn Derkeia, nemet n’he doe ket amzer d’he mouezia. Klevet e voe gand an doue, kent m’he dije tizet an diweuz. Ha gand ar Vrouez ez eas ker gwenn ha ker gwrezus hag an houarn ruz war an anne. Dre loc’ha a nerz trumm e vrec’h zehou e tennas wardrenv daved e skouarn kordenn e wareg hag e tiflipas diouti e vizied. En eur fraonval e tec’has an dared lugernus ; treuz-didreuzi a reas askre Derkeia, hag o tizout en adrenv d’ezi he diou c’hoar, o skôas o zeir war astenn er geot. Neuze, hep d’ezan ober eur sell ouz an tri c’horf, teir gwech e piklammas an doue [27] hag e steuzias e-kreiz eun hir-flammenn e-keit ma taskrene an tevenn en e boull gand eun dalm gurun a rae d’ar mor kila war-hed teir leuga en a-drenv. O tont kerkent war e giz, e peurskubas an aod gand e donnou, hag e kasas gantan korfou divuhez teir merc’h Matidonnos.
Eus al lec’h milliget-se, kent d’al lano distrei da wasta an aod-mor, o doa kemeret o nij teir alarc’hez, fromet ha nec’het-holl. Unan eus an teir alarc’hez-se a oa gwenn, ha du an diou all. A-denn askell e tizjont aod kornog enezenn Albio, an hini a sav rag-eeun d’an tir-Meur [28], hag eno, a-ziwar beg-douar Belerion [29] en em strinkjont er c’hoummou, kas mont diwar neunv beteg aochou Aballo. An avel, avat, hag an tonn o harzas a-grenn. Bagadou stank a alarc’hed gwenn a weljont o tremen ebiou, a-nes hag a-bell, harz ebet d’ezo a-berz ar mor hag an amzer. O gwelout a rejont a-ziabell o touara el lec’h gwenvidik ha, war lez ar mor, o tont e tud. Int-i, avat, n’hellent ket tostaat. E-doug an deiz e talc’hjont da strivata ha, d’an abardaez-noz, og ha divi, en em lezjont da vonet. Digaset e voent war o c’hiz gand an avel hag ar froudou-mor war aod kornog enez Albio, e beg-douar Belerion, ma ’z oant aet dioutan. Hag, a-c’houdevez, bemdez e c’heller adgwelout hevelep taol. Dont a ra an teir alarc’hez er mor, da c’houlou-deiz, o hir-striva da ziraez an aod eneb. An alarc’hez wenn, er penn anezo, a boagn da denna d’he heul he diou geneilez. Hec’h-unan-penn e c’hallfe tremen, nemet n’houl ket dilezel an diou alarc’hez du. Ha, d’an noz, o gweler, faez ha keuziet-holl, distrôet d’o c’hiz pella gand ar c’has-mor hag an aveliou.
An dud vin-du eus beg-douar Belerion ha bro ar Staen, merzet ganto troiou pemdeziek an teir alarc’hez, o spias meur a wech war o distro. Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traez hag ez oa anezo teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-maro, a gemere troad en aod, en eur waska o bleoiou melen glebiet-holl gand ar c’hoummou. O gwelout a rejont o klask kregin-mor war ar c’herreg hag er poulladou war-lerc’h al lanvez, hag en em veva diouto ; o tastum tammou keuneud diwar ar penseou taolet d’an aod gand ar gwagennou hag enaoui eun tan anezo war eur roc’h e-harz an tornaod, ha hi hepred he fenn a-us d’al lano-mor. Eno, souchet start an eil ouz eben, e tomment o izili hag e tiskuizent ken an hanternoz. Da daol hanternoz e tirede a bep tu êrevent drouk an Amc’houlou, ar speredou dic’hlan a sav eus doun an Islonk, an teuziou lik bouc’hzremmek, gavrpennek, tarvenebek, a ziskenn eus meneziou al loar [30]. O kregi en diou eus an teir flac’h e klaskent o zenna ganto. An deirvet neuze, d’ezi eur gouriz arem hag eur gourgleze, a zic’houine hec’h arm hag en em daole da skoazell he diou geneilez. O diframma a rae a-dre an daouarniou gadal o devoa o skrapet, e harze outo o embregerez hudur ; neuze o digase en-dro d’an tan hag, o warezi anezo gant he c’horf, o difenne a-hed an noz, he gourgleze en he dourn. Hec’h-unan-penn e stourme ez kadarn ouz an hedou dalc’hmat nevezet eus armead orgedus an Amc’houlou. Kerkent ha damskleur ar goulou-deiz e steuzie ar speredou o tec’hout en-dro d’o faou. An teir flac’h, gwasoc’h distronket eget biskoaz, o krena gand ar skuizder, en em vriate o divrec’hiou, hag e vanent en o gourvez e-tal an tan peuz-varo. Eun diskuizadenn verr ne raent ken rak, pa strinke en dremwel an darn uhela eus kantenn an heol, e savent hag, en eur ouela, en eur waska-diwaska o daouarn gand an dispi, e tiskennent d’ar mor. Adgwisket ganto o c’hrec’hen elerc’h e lamment er gwagennou da adkrigi en aner adarre gand o ergerzadenn boanius er C’hornog.
Meur a wech e neseas beleg-meur gourenez ar Staen d’an teir flac’h yaouank a ziskoueze dre o ment, o neuz-dremm, liou o bleo hag o gwiskamant, beza divrôadezed o tont eus ar Reter. Pedet gantan e zoueed, e tosteas, eta, hag e hopas d’ezo. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgeirjont ket kennebeut ; ne rejont van ouz e glevout, ne selljont ket outan. Azpedet gantan e zoueed d’e warezi ha d’e harpa, e teuas d’ezan herded a-walc’h ma klaskas steki outo ; hogen ne stardas e zourn nemed ar goullo. Anat d’ezan diwar ze ez oa spezou, nemet ez oant spezou dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeri emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skora kement ha ma c’hellje den krouet hen ober. Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanter-noaz ha ma krenent gand ar riou er goanv ; n’oa d’ezo, ouspenn, ar c’hregin-mor nemed eur bevans treut ha difounn, hag he devoa alïes plac’h he gouriz arem hag he gourgleze poan vras o tana, gand eur maen-kailhastr hag eun dournad bezin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar penseadou. Dre-ze, e c’hourc’hemennas ma roje hiviziken, a-vareou, tud ar gourenez profadou dilhad d’an teir c’hoar hag e lezjent bemnoz war ar garreg m’edont boas da nozvezia, boued, died hag eun tan war enaou.
Pell e padas ganto evel-se. Eun deiz, erfin, e mare an unanvet beleg-meur ha pevar-ugent war-lerc’h an hini en doa savet ar profadou d’an teir « Kassiteras », e tigouezas kemm en o stad. Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adaleg an derou-noz beteg an tarz-deiz. Nepred ne ziskennont etrezeg ar garreg m’en em zalc’h warni an teir c’hoar, ne sellont ket ouz ar merc’hed kaer o tiskuiza e-tal an tan, ne zistagont ger outo. Nemet, kerkent ha m’en em ziskouez ar speredou dic’hlan, an êrevent drouk hag an teuziou orgedus, e skoont o armou en eur strapadeg vras hag e taolont o garm-emgann, o youc’h-brezel. Ha ken taer eo ar youc’h-ze ha yudadeg tri-ugent arz feulzet o tiskenn eus ar meneziou, seiz-ugent taro gouez o tont eus ar gouelec’h, nao-ugent bleiz kriz marnaoniet o tiredek eus ar c’hoadou. D’ar youc’h-ze taer, spouronus, euzus, trec’h da drouz al lano hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredou drouk ha dic’hlan pep nerz ha pep herder. Braouac’het-holl, o krena gand an efreiz, strebotus ha trabidellus, e tec’hont kuit digempenn hag e redont en-dro d’o riboulou-kuz. Ha, dizoaniet, an teir flac’h en em astenn en-dro d’an tan hag a gousk ken na baro an deiz.
An unanvet beleg-meur ha pevar-ugent, pa c’houlenned outan diwar-benn an holl draou-ze, a zisklerias ez oa an daou vrezelour Esus ha Kernunnos, hag o doa an doueed, gant karantez, kred ha kalonded ar plac’h he gouriz arem o teneraat anezo, mennet o c’has daveti bemnoz betek fin ar bed, d’ezi da c’hallout tanva eun diskuiz bennak. Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet d’in an danevell-man, pa c’houlennen outan ha na vije ket a dermen da boan an diou c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievez ha sempladurez, torret an diou Lezenn penna e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouz merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re-all en em lezel da veza saotret gant gwazed ar gouennou all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueri pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouz skouer an nao merc’h skedus eus an Nenv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezo termen all ebet nemet fin ar bed ha maro an dud hag an doueed.
Hounnez eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war riblou glazvez-holl ar Stura bag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tïadou brezelgar ar Belgion [31] hag en-dro d’an oaledou ma tomm outo Breiziz an hen-veuriadou, o dremm vrizellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualou hag e skoliou an drouized en enez Pretanis [32], evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
Ha breman, setu, e berr-gomzou, ar pez a c’hoarvezas gand ar re a oa bet kiriek da wall-reuz teir merc’h Matidonnos. En devez goude kimiad Derkeia hag he diou c’hoar, e tastumas Kintus an holl vrezelourien eus bagad an Alc’houeder a oa eno en e zourn, hag ez eas ganto d’ar mor. Diskar gwez a reas ha strolla radellou da dremen en enezenn m’en em zalc’he an divroïdi. Ar re-man, o welout an darbarou a raed en aod, a zifreas mora o listri ha sevel e-barz. Hogen n’ejont ket da bell. E toull an aber e voe taget o listri gand eur barrad-amzer, hag int bet hanter-aozet hepken gant herrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid. Beuzet e voent holl ha kollet. Taolet e voe d’an aod dre al lano ar c’horfou maro hag, en o zouez, korfou muturniet an tri fenrener, tri mab Morigenos. D’ar re-man o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennou, ar pesked a neunv e douriou ar mor, ar gwall-vorviled a vev en dounderiou anezan, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennou mezus. Diouz an aroueziou-ze e voe anat da beb-unan ez oant bet skôet gant droukrans an doueed en abeg d’an torfed o doa graet : gwalla gwerc’hezed sakr, merc’hed a ouenn Vanos.
- ↑ Ger hen-geltiek amprestet gand al latin hag aet da aloue e galleg koz. War an doueez Alouda en Ejipt, Rev. de l’hist. des Religions, 1913, p. 4 ; war Apollo Korudos gand ar C’hresianed, Acad. Inscript. Comptes-rendus, 1906, p. 592-602.
- ↑ An ano-ze n’eus ket meneg anezan e skridou an Hen-amzer. Mor Baltik eo, anat. Evit sonno-, sellit ouz sonnokingos « kerzadenn an heol ? » war Deiziadur Coligny. Lindon, iwerzoneg lind, henvrezoneg lin, kambraeg llynn.
- ↑ War azeulerez an heol er Jutland da amzervez an arem, sellit ouz Déchelette, Manuel, Age du bronze, pp. 409-469. Diwar-benn eun advoaz e Breiz-Veur eus ar « Meuli an Heol o sevel », sellit ouz Bertrand, la Religion des Gaulois (Paris 1897), pp. 410-411. Likit e kemm, e bro-Bers vreman, en Ispahan, ar boaz meneget gant Loti, Vers Ispahan (34vet mouladur), pp. 227-228.
- ↑ Virdolandon, ano dizanav e skridou an Hen-amzer. Virdo-, kembraeg gwyrdd « gwer, glas », Grammatica celtica, p. 858.
- ↑ Stura, hizio ar Stoer ; Dravinna, hizio an Trav, diou stêr eus ar Schleswig-Holstein. War an hen-anoiou-ze sellout ouz D’Arbois, Premiers habitants, II, pp. 145, 155.
- ↑ Adrana ne gaver ket e skridou an Hen-amzer. An Eyder eo, moarvat.
- ↑ Skali. War an ano-ze sellout ouz D’Arbois, Premiers habitants, II, pp. 343-344.
- ↑ Lec’hidou strujus kompezenn an Hanternoz, Reclus, Europe Centrale, pp. 729-730.
- ↑ War an tri ano-tud-ze gwelout Philippon, les Ibères, pp. 23, 25, 70, 191.
- ↑ Londobris (Ptolemaios, Geôgraphika huphêgésis, 2, 5, 7. War an darempredou dre vor etre ar Spagn, Iwerzon, Breiz-Veur ha Hanternoz an Europ da amzervez an arem hag a-raok, sellout Montellus, Temps préhistorigues en Suède, pp. 29. 57-58, 91-93 ; Déchelette, Manuel, Age de pierre, p. 626, Age de bronze, p. 392.
- ↑ Vergivios Okeanos (Ptolemaios). Likit e kemm an hen-Iwerzoneg fere « buanegez, kounnar » a zalc’h lec’h eur furm kosoc’h *verga (D’Arbois, Noms gaulois, p. 123) hag ar ger fairge, foirge « mor bras » a c’houlenn en e raog eur furm *vorgia (Rev. celt., 1907, p. 14). — *Ikton pe *Iktion a zo aet da Icht en iwerzoneg : Muir n-Icht « *Mare Ictium » a zo Mor Breiz-Veur (English Channel, Manche), Rhys, Celtic Britain (1908), p. 303-4. — *Vebrulindon n’eus ket meneg anezan e skridou an Hen-amzer. Ar wrizienn-c’her vebro-, kembraeg gwefr « goularz » a gaver e kalz a anoiou divoutin hen-geltiek, anoiou-tud hag anoiou-stêriou. Teir stêr eus an Thuringe, eun adstêr d’ar Roen (Rênos) etre Düsseldorf ha Deutz, teir stêr a Vreiz-Veur a veze graet Vebros anezo gwechall (Loth, Rev. archéol. 1921, p. 118-9 ; Rev. celt. 1920-21, p. 283).
- ↑ *Kadra, *Daga, furmou gwregel eus kadros, hen-vrezoneg kadr, krenn-vrezoneg kazr, brezoneg breman kaer, hag eus dagos, hen-iwerzoneg ha brezoneg dag, brezoneg breman da « mat ». Evit Derkeia, likit e kemm an iwerzoneg dere « lagad ».
- ↑ War an doareenn-geverata-ze sellout ouz d’Arbois, les Celtes depuis les temps les plus anciens, pp. 19-20, hag ouspenn Rhys, Early Britain, Celtic Britain, pevare mouladur (Londrez, 1908), p. 288.
- ↑ Gwerc’hezed gouestlet da azeulerez au Heol e-touez an Huperboreaned, Herodotos, IV, 33, 34. 35. Azeulerez an Heol e-touez an Huperboreaned, Diodôros, II, 47 o tigas menoz Hekataioa Abdera, eur skrivagner eus ar IVvet kantved kent H. S..
- ↑ Sellout ouz ar pez a zanevell Theopompos diwar-benn digouezadenn an Atlanted gand an Huperboreaned (Philippon, les Ibères, pp. 46-47).
- ↑ Diodôros, V, 32, 7 : Gunaikas eueideis kallistas ; Athenaios, XIII, 79 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XI « Neuz-korf ar Gelted koz, o gwiskamant hag o zemz-spered » , p. 5-11 (Sant-Brieg, 1914).
- ↑ Dam-veneg a ra Segobranos aman, moarvat, eus giziou peushenvel ouz ar re a zo bet lakaet gant Herodotos war al Libuaned, IV, 172, 180.
- ↑ Philippon, les Ibères, p. 43-9.
- ↑ Diwar-benn ar c’henwerza-plac’hed en Hen-amzer etre an Europ hag an Azi, sellout Rev. Archéol. 1901, p. 219-20 ; Rev. des Et. anc. 1910, p. 162.
- ↑ Kintus pe Kentus, iwerzoneg cet, kembraeg cynt « kenta», brezoneg kent.
- ↑ Heinach, Orpheus (trede mouladur), p. 94.
- ↑ Furm gwregel eus Kamulos. Sellout Rhys, Celtic Heathendom, p, 39 ; Dottin, Langue gauloise, p. 240.
- ↑ Ar swastika pe « hevoud » pe « hoal-vat », moarvad. Sellout ouz Bertrand, Religion des Gaulois, p. 140-90 (skeudennou).
- ↑ Dougen ar gourgleze gant maouezed an Hanternoz e marevez an arem, Montelius, Temps préhistoriques en Suède, pp. 82-83 (skeudennou).
- ↑ Heligoland, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 421.
- ↑ Rev. archéol. 1908, p. 78.
- ↑ Gaidoz, Dieu gaulois du Soleil, p. 28.
- ↑ Iwerzoneg domhan mor, bed-meur an anaon hag an doueed en tu-hont d’ar mor-Bras.
- ↑ Land’s End.
- ↑ D’Arbois, Cycle mythologique, pp. 104-5, 202-4 ; Journal des Savants, 1909, p, 110. — Diodôros, II, 47 (meneziou al loar).
- ↑ Rann hanternoz Galia etre ar stêriou Sequana (Seine), Matrona (Marne) ha Rênos (Rhin).
- ↑ Kembraeg Prydain « Breiz-Veur », brezoneg Preden (Rev. celt., 1909, pp. 128, 289). E keltieg Iwerzon e veze lavaret *Qretanis ; ac’hano e teu *Qritanios, iwerzoneg Cruithne « Pikt », D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 282-3.