Mont d’an endalc’had

Silvestrik (Duhamel, Kanaouennou Breiz-Izel)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Silvestrig.

Rouart, Lerolle & Cie, 1913  (p. 34)



SILVESTRIK



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key bes \major
    \tempo \markup {"Lusk kerzet"} 4= 120
    \autoBeamOff
    \numericTimeSignature
    \time 4/4 ees'8 d ees d ees d c4 | \time 5/4 a8 f g a f4 g~ g8 r |
    \time 4/4 a8 bes c d c ees d([ c]) | \time 5/4 ees8 d c bes a([ g]) g4~ g8 r |
    \time 4/4 bes8 a bes a bes c des16([ c bes8]) | \time 5/4 a8 bes c e c4 d~ d8 r |
    \time 4/4 d8 e d c d c bes16([ a g8]) | \time 5/4 f8 g a c bes([ g]) g4~ g8 r \bar "|."
}
\addlyrics {
’Barz en pa -- rez Sant Ser -- ve war vor -- dig Me -- ne -- Bre, __
’Zo eur c’ha -- bi -- ten ya -- ouank __ O se -- vel eun ar -- me, __
’Zo eur c’ha -- bi -- ten ya -- ouank __ O se -- vel eun ar -- me, __
Me’m eus eur mab, Sil -- ves -- trik, __ ’zo o vo -- net i -- ve. __
  }
 }
 \layout { line-width = #150 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


’Barz en parez Sant Serve war vordig Mene-Bre,
’Zo eur c’habiten yaouank o sevel eun arme,
’Zo eur c’habiten yaouank o sevel eun arme,
Me’m eus eur mab, Silvestrik, ’zo o vonet ive.

Me ’m eus eur mab Silvestrik, ha n’am eus nemet-han ;
N’eus soudard ’barz ar vanden a gareur evel-t-an !
Me am bo ar vadelez da vonet d’hen goulen,
Gant kalz a dud a feson digant e gabiten.

Ar c’habiten p’hen klevas da zelaou ’zo chomet :
— Ganec’h, denig ansien, me a zo saouezet !
Fellout d’ec’h trompla ’r roue, ha kaout e zoudarded ?
Touchet hen eus an arc’hant, d’an arme renk monet !

» Pa rofac’h d’in pemp kant skoed, n’ho po ket anezan.
Na eus soudard er vanden a blij d’in evel-t-han. »
— Adieu eta, Silvestrik, er giz eur mab prodig !
Ma vijac’h chomet er ger, ni vije pinvidik ! »

Pa oan me en Roz-Julou, em gwele kousket mat,
Me gleve merc’hed ’r Roudour o kana zon ma mab
Ha me ’trei eus ar voger, hag o kommans goela :
Aotrou Doue, Silvestrik, pelec’h out-te brema ?

Marteze te zo maro pemp kant leo diouz-in,
Taolet da eskernigou d’ar pesked da zibri !
Taolet da eskernigou da zibri d’ar pesked,
Ma vijent ganin, brema, me ’m boa ho briated !

Me ’m eus eun evnig bihan du-man, en toul ma dor,
’Barz ekreiz tre daou vean, en eun toul ar vogor,
’ Barz ekreiz tre daou vean, en eun toul ar vogor,
Tromplet eo ma spered mar n’ema ket en gor…

— Na te, ma evnig bihan, te az eus diou-askel,
A nijfe dreist ar mor bras, o ya ! dreist ar mor pell ?
A nijfe evidon me betek pen an arme,
Da c’houzout hag ema Silvestrik en bue ?

————

— Demad d’ec’h c’houi, Silvestrik, demad doc’h a laran.
— Ha d’id ive, evn bihan, pa ’z out deut bet aman.
— Me zo digaset ama gant ho tad dezolet,
Hag a lavar, Silvestrik, ez eo c’houi ’zo kiriek !

— Diskennet, evnig bihan, diskennet war h’ taou droad,
Ma skrivin dec’h eul lizer da gas d’ar ger d’am zad ;
Ma skrivin dec’h eul lizer da gas d’ar ger d’ezhan,
’Barz daou vloaz a hirio e vin arru gantan… »

————

Pa oa an tad dezolet o ober e ganvou,
A oa e vab Silvestrik ’n toul an nor o selaou
— Na seset, tad dezolet seset c’houi da wela ;
Sellet ho mab Silvestrik a zo arru ama !… »


Air chanté par M. Le Boulc’h, Scrignac (Haute-Cornouaille)
Texte de diverses provenances